Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/65

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 10.

hag ec’h astennaz he zaouarn var zu an Aotrou ; hag ar c’hurunou hag ar grizil a baouezaz, hag ar glao n’en skuliaz ken var an douar. 34 Ha Faraon, o welet penaoz e oa ar glao, ar grizil hag ar c’hurunou paouezet, a gendalc’haz c’hoaz da bec’hi ; hag e kuledaz he galoun, hen hag he servicherien. 35 Kaloun Faraon en em galedaz eta, ha ne lezaz ket bugale Israel da vont kwit, evel ma Hen doa an Aotrou he lavaret dre c’henou Moizez.


10 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Kea da gaout Faraon, rag kaledet Em euz he galoun ha kaloun he zervicherien, evit lakaat ma burzudou en ho zouez, 2 hag abalamour d’id da ziskleria d’az mab ha da vab da vab, an traou Em bezo groet var an Ejiptsianed hag ar burzudou pere Em bezo groet en ho c’hreiz, ha ma wefet penaoz ez Oun Me an Aotrou. 3 Moizez hag Aaron a zeuaz eta da gaout Faraon, hag e leverjont dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue an Hebreaned : Bete pegeit ec’h harzi-te d’en em humilia diraz Oun ? Lez ma fobl da vont kwit, evit ma servicho Ac’hanoun. 4 Rag ma na lezez ket ma fobl da vont kwit, setu, e lakain varc’hoaz kileien-raden da zont var da zouar. 5 Hag e c’holofont gorre an douar, ha ne helfer ket gwelet an douar ; hag e tebrfont ar pez a zo manet euz ar pez hen deuz gallet tec’hel, ar pez hen deuz ar grizil lezet ganeoc’h ; hag e tebrfont an holl wez a gresk en ho parkeier ; 6 hag e leunfont da diez, ha tiez da holl zervicherien, ha tiez an holl Ejiptsianed ; ar pez n’ho deuz ket da dadou gwelet, na tadou da dadou, adaleg an deiz ma int bet var an douar, beteg hirie. Neuze e tistroaz hag ez eaz kwit euz a di Faraon. 7 Ha servicherien Faraon a lavaraz dezhan : Beteg pegeit e vezo hema en pech deomp ? Lez an dud ze da vont kwit, ha ma servichfont an Aotrou ho Doue. Ne welez te ket c’hoaz eo kollet an Ejipt ?

8 Neuze e oa groet da Voizez ha da Aaron dont da gaout Faraon, hag e lavaraz dezhei : It, servichit an Aotrou ho Toue. Piou eo ar re holl a ielo ? 9 Ha Moizez a respountaz : Ni a ielo gant hon zud iaouank ha gant hon zud koz, gant hon mibien ha gant hon merc’hed ; ni a ielo gant hon denved hag hon ijened ; rag beza eo evidomp eur gouel d’an Aotrou.

10 Neuze e lavaraz dezhei : Ra vezo an Aotrou ganeoc’h, evel ma ho lezin da vont, c’hwi hag ho pugale vihan ! Lakit evez, rag an drouk a zo dirazoc’h ! 11 Na vezo ket evel se : it, c’hwi ar wersed, ha servichet an Aotrou ; rag kement se eo a c’houlenjoc’h. Hag e oent kaset kwit a zirag Faraon.

12 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : Asten da zorn var bro an Ejipt, evit lakaat ar c’hileien-raden da zont, ha ma pinfont var vro an Ejipt, ha ma tebrfont holl ieot an douar, kement hen deuz ar grizil lezet. 13 Moizez a astennaz eta he walen var bro an Ejipt ; hag an Aotrou a zigasaz var ar vro, enpad an deiz se hag enpad an noz se, eun avel savheol ; ar beure a zeuaz, hag avel ar savheol hen doa digaset ar c’hileien-raden. 14 Hag ar c’hileien-raden a biniaz var holl vro an Ejipt, hag en em loskaz var holl douar an Ejipt, en eun niver gwal vras. Ha ne oa ket bet araog dezhei a henvel outhei, ha na vezo ket a henvel outhei ho goude. 15 Golo a rejont gorre ar vro holl, hag ar vro a oe tevaleet ganthei ; hag e tebrjont holl ieot an douar, hag holl frouez ar gwez, hen doa ar grizil lezet ; ha ne choumaz glazeür ebet d’ar gwez, na da ieot ar parkeier, en holl vro an Ejipt.

16 Neuze Faraon a hastaz gervel Moizez hag Aaron, hag a lavaraz ; Pec’het em euz a enep an Aotrou ho Toue, hag a enep deoc’h. 17 Mes, brema, pardoun, me az ped, ma fec’hed, evit ar veach ma hepken ; ha pedit an Aotrou ho Toue, evit ma pellaio ouzin hepken ar maro ma. 18 Mont a reaz eta kwit euz a di Faraon, hag e pedaz an Aotrou. 19 Hag an Aotrou a zigasaz eun avel kuzheol gwal-gre, pehini a gasaz kwit ar c’hileien-raden, hag ho zolaz er mor Ru. Ne choumaz ket eur c’hileien-raden hepken en holl douar an Ejipt. 20 Mes an Aotrou a galedaz kaloun Faraon, ha na lezaz ket bugale Israel da vont kwit.

21 NEUZE an Aotrou a lavaraz da Voizez : Asten da zorn entreze an env, ha ra vezo tevalijen var vro an Ejipt, kement ken a helfer ho stoka. 22 Moizez a astennaz eta he zorn entreze an env, hag e oe eun devalijen deo var holl vro an Ejipt, enpad tri deiz ; 23 n’en em welet ket an eil egile, ha den na zavaz euz he blas, enpad tri deiz. Mes evit holl vugale

57