loened Israel ha loened an Ejiptsianed, ha netra euz ar pez holl a zo da vugale Israel na varvo. 5 Hag an Aotrou a lekeaz an amzer, o lavarout : Varc’hoaz e raio an Aotrou kement se er vro. 6 An Aotrou a reaz eta kement se adaleg an deiz varlerc’h, hag holl loened an Ejiptsianed a varvaz ; mes euz a loened bugale Israel na varvaz ket eul loen zoken. 7 Ha Faraon a gasaz da welet, ha setu, ne oa marvet loen ebet euz a loened Israel. Mes kaloun Faraon a galedaz, ha ne lezaz ket ar bobl da vont kwit.
8 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez ha da Aaron : Kemeret leiz ho taouarn a ludu forniez, ha ra daolo Moizez anezhan entrezek an envou, dirag daoulagad Faraon. 9 Hag e addeuo da boultr var holl vro an Ejipt, hag e addeuo, var an dud ha var al loened, gouliou goriet en breinadur, en holl vro an Ejipt. 10 Kemer a rejont eta ludu forniez, hag en em dalc’hjont dirag Faraon ; ha Moizez e skuliaz entrezek an envou, hag e addeuaz, var an dud ha var al loened, gouliou goriet a vreinadur. 11 Hag ar strobinellerien na heljont ket en em derc’hel dirag Moizez, abalamour d’ar gouliou ; rag ar gouliou a oa var ar strobinellerien evel var an holl Ejiptsianed. 12 Hag an Aotrou a galedaz kaloun Faraon, ha n’ho zelaouaz ket, evel ma Hen doa an Aotrou e lavaret da Voizez.
13 Neuze, an Aotrou a lavaraz da Voizez : Sav-te mintin’ mad, en em lak dirag Faraon, ha lavar dezhan ; Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue an Hebreaned : Lez ma fobl da vont kwit, evit ma servicho Ac’hanoun ; 14 rag er veach ma, Me a ia da gas va holl gouliou a enep da galoun, ha var da zervicherien ha var da bobl, evit ma c’hanavezi penaoz nikun n’euz henvel Ouzin Me var an douar holl. 15 Rag brema, mar Em bije astennet va dorn, ha mar Em bije skoet ac’hanout dre ar maro, te ha da bobl, e vijez skubet a zivar an douar, 16 Mes setu ama abalamour da betra Em euz da lakeat da choum : abalamour eo ma tiskwezi va galloud, hag evit ma vezo va hano meulet dre an douar holl. 17 Mar en em zavez c’hoaz a enep va fobl, evit he herzel da vont kwit, setu Me a lakaio varc’hoaz, d’an heur ma, da gweza eur grizil ken bras, ken n’hen deuz bet netra henvel outhan en Ejipt, adaleg an deiz ma oa groet an Ejipt bete vrema. 19 Brema eta, kas da lakaat da loened en eul leac’h zur, ha kement ec’h euz er parkeier. Ar grizil a gwezo var an dud holl ha var al loened pere en em gavo er parkeier, ha pere n’en em denfont ket en tiez, hag e varvfont. 20 An hini euz a zervicherien Faraon pehini a souje gir an Aotrou, a reaz raktal tenna en he di he zervicherien hag he loened. 21 Mes an hini na lakaez ket evez euz komz an Aotrou, a lezaz he vevelien hag he loened er parkeier.
22 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : Asten da zorn var zu an envou, ha ma vezo grizil var holl vro an Ejipt, var an dud, ha var al loened, ha var bep ieoten euz ar parkeier en bro an Ejipt. 23 Moizez a astennaz eta he walen entrezek an envou, hag an Aotrou a lekeaz kurunou ha grizil da ober, hag an tân a bourmene var an douar. Hag an Aotrou a lekeaz grizil da gweza var vro an Ejipt. 24 Hag e oe grizil, hag eun tân dalc’huz en kreiz ar grizil, pehini a oa ken burzuduz, ken ne oa ket bet netra d’hen henveli en holl vro an Ejipt, abaoe ma oa deuet da veza eur bobl. 25 Hag ar grizil a skoaz, en holl vro an Ejipt, kement a oe er parkeier, adaleg an dud beteg al loened. Ar grizil a skoaz ive holl ieot ar parkeier hag a dorraz holl wez ar parkeier. 26 Bro Gossen, el leac’h ma oa bugale Israel, a oe al leac’h en pehini ne oe ket a c’hrizil.
27 Neuze Faraon a gasaz da c’hervel Moizez hag Aaron, hag a lavaraz dezhei : Pec’het em euz er veach ma ; an Aotrou a zo gwirion, ha me ha va fobl a zo koupabl. 28 Pedit an Aotrou ; ha ma na vezo ken na kurunou na grizil ; ha me ho lezo da vont, ha c’hwi na choumfet ket pelloc’h. 29 Neuze Moizez a lavaraz dezhan : Adaleg ma vezin eat kwit euz kear, me a astenno va daouarn entrezek an Aotrou, ar c’hurunou a baouezo, ha ne vezo ken a c’hrizil, evit ma wezi penaoz an douar a zo d’an Aotrou. 30 Mes, evidout te ha da zervicherien, me a oar penaoz na zoujfet ket c’hoaz an Aotrou Doue. 31 Hag, al lin hag an heiz a oe skoet ; rag an heiz a oa en tamoez, hag al lin a oa en fleur. 32 Mes an ed hag ar segal ne oe ket skoet, dre ma oant divezatoc’h. 33 Moizez a gwitaez eta Faraon, a ieaz kwit euz kear,