Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/63

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 9.

va fobl ; ha me a lezo ar bobl da vont, evit ma sakrifio d’an Aotrou. 9 Ha Moizez a lavaraz da Faraon : En em veul da veza lavaret d’in aben pegoulz e tlean pedi en da faver, en faver da zervicherien, ha da bobl abalamour da beurlaza ar gleskered pell ouzit hag euz da diez, ha ma na choumo hini nemet er ster. 10 Hag hen a respountaz : Aben varc’hoaz. Ha Moizez a lavaraz dezhan : Groet e vezo hervez da gomz, evit ma c’hanavezi penaoz n’euz hini ebet henvel ouz an Aotrou hon Doue. 11 Ar gleskered eta a bellaio ouzit, hag euz da diez, hag euz da zervicherien, hag euz da bobl ; ne vano outhei nemet er ster. 12 Neuze Moizez hag Aaron az eaz kwit a zirag Faraon. Ha Moizez a griaz d’an Aotrou, divarbenn ar gleskered pere Hen doa lakeet da zont var Faraon. 13 Hag an Aotrou a reaz hervez komz Moizez, hag ar gleskered a varvaz en tiez, er billajennou hag er parkeier. 14 Dastumet e oent a verniou, hag an douar a fleriaz outhei. 15 Mes Faraon, o welet e oa eun tam ehan, a galedaz he galoun, ha n’ho zelaouaz ket, evel ma Hen doa an Aotrou e lavaret.

16 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Lavar da Aaron : Asten da walen ha sko poultren an douar, hag e teuo da veza laou dre holl vro an Ejipt. 17 Hag e rejont evel se : Aaron a astennaz he zorn gant he walen, hag a skoaz poultren an douar, hag hi a zeuaz da veza laou var an dud ha var al loened ; holl boultren ar vro a zeuaz da veza laou, en holl vro an Ejipt. 18 Hag ar strobinellerien a reaz ar memeuz tra dre ho strobinellerezou evit produi laou, mes ne heljont ket. Al laou a oe eta var an dud ha var al loened. 19 Neuze ar strobinellerien a lavaraz da Faraon : Biz Doue eo. Mes kaloun Faraon a galedaz, ha na zelaouaz ket anezhei, evel m’Hen doa an Aotrou e lavaret.

20 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : Sav-te mintin mad, hag en em diskwez dirag Faraon. Setu, ez aio entrezek an dour, ha te a lavaro dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Lez ma fobl da vont kwit, evit ma servicho Ac’hanoun. 21 Rag ma n’he lezez ket va fobl da vont kwit, setu, Me a ia da gas kelien varnout, var da zervicherien, var da bobl ha var da diez ; ha tiez an Ejiptsianed a vezo leuniet a gelien, ha memeuz an douar var behini emaint. 22 Mes dishenveli A rin en deiz ze bro Gossen, en peleac’h en em dalc’h va fobl, evit na vezo ket eno a gelien, abalamour ma wezi penaoz Me, an Aotrou, Me a zo en kreiz ar vro. 23 Hag E lakain eur rann entre ma fobl ha da bobl. Varc’hoaz en em gavo ar zin ze. 24 Hag an Aotrou a reaz evel se ; hag e teuaz kelien en niver bras en ti Faraon, hag en ti he zervicherien ; hag, en holl vro an Ejipt, an douar a oe glac’haret gant ar c’helien.

25 Neuze Faraon a c’halvaz Moizez hag Aaron, hag a lavaraz : 26 It, sakrifiet d’ho Toue er vro. 26 Mes Moizez a lavaraz : N’eo ket deread ober kement se ; rag ar pez a zakrififemp d’an Aotrou hon Doue, a vefe eun euzusted dirag an Ejiptsianed. Setu, ma kinnikfemp, dirag ho daoulagad, sakrifisou pere a zo en euzusted d’an Ejiptsianed, ha ne veinfent-int ket ac’hanomp ? 27 Ni a ielo hed tri deiz el leac’h distro hag e sakrififomp d’an Aotrou hon Doue, evel ma lavaro deomp. 28 Neuze Faraon a lavaraz : Me o lezo da vont da zakrifia d’an Aotrou ho Toue el leac’h distro, nemet n’ez efet ket pelloc’h. Pedet evidoun. 29 Ha Moizez a lavaraz : Setu, me a ia kwit euz da gichen, hag a bedo an Aotrou ; ha varc’hoaz ar c’helien a bellao euz Faraon, euz he zervicherien, hag euz he bobl. Nemet na zalc’ho ket Faraon da droumpla, o tremen hep lezel ar bobl da vont da sakrifia d’an Aotrou. 30 Neuze Moizez a ieaz kwit euz a gichen Faraon, hag a bedaz an Aotrou. 31 Hag an Aotrou a reaz hervez komz Moizez, hag ar c’helien a bellaez euz Faraon, euz he zervicherien, hag euz he bobl : na choumaz ket unan anezhei. 32 Mes Faraon a galedaz he galoun c’hoaz er veach ma, ha na lezaz ket ar bobl da vont kwit.


9 NEUZE an Aotrou a lavaraz da Voizez : Kea da gaout Faraon, ha lavar dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue an Hebreaned : Lez ma fobl da vont kwit, evit ma servicho Ac’hanoun ; 2 rag ma na fell ket d’id e lezel da vont, ha mar e zelc’hez c’hoaz, 3 setu, dorn an Aotrou a vezo var da loened pere a zo er parkeier, var ar c’hezek, var an ezen, var ar chamoed, var an ijened ha var an denved : beza e vezo eur vosen vras meurbed. 4 Hag an Aotrou a zishenvelo entre

55