Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/62

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 8.

pa astennin va dorn var an Ejipt, ha pa dennin bugale Israel euz ho zouez. 6 Moizez hag Aaron a reaz eta evel m’Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhei ; evel se e rejont. 7 Ha, Moizez a oa oajet a bevar-ugent vloaz, hag Aaron a dri bloaz ha pevar-ugent, pa gomzchont da Faraon.

8 HAG an Aotrou a gomzaz da Voizez ha da Aaron, o lavarout : 9 Pa gomzo Faraon ouzoc’h, ha pa lavaro : Groet eur mirakl ; neuze e lavari da Aaron : Kemer da walen hag he zoli dirag Faraon ; hag e teuo da veza eun aer. 10 Moizez hag Aaron a zeuaz eta da gaout Faraon, hag a reaz evel se, evel ma Hen doe an Aotrou gourc’hemennet dezhei. Hag Aaron a dolaz he walen dirag Faraon, ha dirag he zervicherien, hag e teuaz da veza eun aer. 11 Mes Faraon a c’halvaz ive ar re fur hag ar sorserien ; ha strobinellerien an Ejipt, int ive, a reaz ar memeuz tra dre ho strobinellerez. 12 Teurel a rejont eta pep hini he walen, hag e teujont da veza aered : mes gwalen Aaron a lounkaz ho gwalinier. 13 Ha kaloun Faraon a galedaz, ha na zelaouaz ket anezhei, evel ma Hen doa an Aotrou lavaret.

14 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Kaloun Faraon a zo pouneret : na fell ket dezhan lezel ar bobl da vont kwit. 15 Kea da gaout Faraon euz ar beure ; ha setu, e teuo entrezek an dour ; en em lakaat a ri eta dirazhan var harz ar rivier, hag e kemeri ebarz da zorn ar walen pehini a oa bet chanchet en aer. 16 Hag e lavari dezhan : An Aotrou, Doue an Hebreaned, Hen deuz va digaset d’az kaout, o lavarout : Lez ma fobl da vont kwit, evit ma servicho Ac’hanoun el leac’h distro ; ha setu, n’ec’h euz ket va zelaouet bete vrema. 17 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Dre gement ma ec’h anavezi penaoz Oun an Aotrou : Setu, Ez an da skei gant ar walen a zo ebarz va dorn, an doureier pere a zo er rivier, hag e vefont chanchet en goad. 18 Hag ar pesked a zo er rivier, a varvo, hag ar rivier a vreino, hag an Ejiptsianed ho devezo dic’hout oc’h eva dour euz ar rivier.

19 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : Lavar da Aaron : Kemer da walen, hag asten da zorn var doureier an Ejiptsianed, var ho rivierou, var ho steriou, var ho lennou, ha var an holl dastumou dour, ha ma teufont da veza goad ; hag e vezo goad dre an Ejipt holl, hag er besellou koat hag er besellou mein. 20 Moizez hag Aaron a reaz evel se, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhei. Hag Aaron a savaz ar walen, hag a skoaz an doureier pere a oa er ster, dirag daoulagad Faraon ha dirag daoulagad he zervicherien hag an holl doureier a oa er ster a oe chanchet en goad. 21 Hag ar pesked pere a oa er ster a varvaz, hag ar ster a vreinaz, hag an Ejiptsianed na heljont ket eva dour euz ar ster ; hag ar goad a oa dre an Ejipt holl. 22 Mes strobinellerien an Ejipt a reaz ar memeuz tra dre ho strobinellerezou. Ha kaloun Faraon a galedaz, ha na zelaouaz ket Moizez hag Aaron, evel ma Hen doa an Aotrou e lavaret. 23 Ha Faraon a zistroaz hag a zeuaz en he di, ha na lakeaz ket he galoun eveziek euz kement se. 24 Hag, an holl Ejiptsianed a doullaz en dro d’ar ster evit kaout dour da eva, rag na hellent ket eva euz dour ar ster. 25 Hag e tremenaz seiz devez, goude m’hen doe an Aotrou skoet ar ster.


8 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez : Kea da gaout Faraon, ha lavar dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Lez va fobl da vont kwit, evit ma servicho Ac’hanoun. 2 Ma na fell ket d’id e lezel da vont kwit, setu, Me a ia da skei euz a walen ar gleskered da holl douar. 3 Hag ar ster a vervo a c’hleskered, pere a binio hag a ielo en da di, hag er gampr el leac’h ma kouskez, ha var da wele, hag en ti da zervicherien, hag entouez da bobl, hag en da forniou, hag en da irc’hier. 4 Hag ar gleskered a binio varnout, var da bobl, ha var da holl zervicherien.

5 An Aotrou a lavaraz eta da Voizez : Lavar da Aaron : Asten da zorn gant da walen var ar rivierou, var ar steriou, ha var ar poullou, ha laka gleskered da biniat var bro an Ejipt. 6 Hag Aaron a astennaz he zorn var doureier an Ejipt ; hag ar gleskered a biniaz, hag a c’holoaz bro an Ejipt. 7 Hag ar strobinellerien a reaz er memeuz tra dre ho strobinellerezou, evit lakaat gleskered da biniat var bro an Ejipt.

8 Neuze Faraon a c’halvaz Moizez hag Aaron, hag a lavaraz : Pedet evidoun an Aotrou, evit ma pellaio ar gleskered ouzin hag euz

54