Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/61

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 7.

kre ; ha kendrec’het gant eun dorn kre, ho c’hasso kwit euz he vro.

2 Ha Doue a gomzaz da Voizez, hag lavaraz dezhan : Me eo an Aotrou. 3 Me a zo en em diskwezet da Abraham, da Isaak, ha da Jakob, evel an Doue Holl-C’halloudek : mes dindan va hano, an Aotrou, n’Hen d’Oun ket bet anavezet ganthei. 4 Ha lakeet Em euz ive ma c’honvenans ganthel, evit rei dezhei bro Kanaan, ar ro en pehini int choumet evel diavezidi. 5 Klevet Em euz ive huanadennou bugale Israel, dalc’het esklaved gant an Ejiptsianed ; hag eo deuet da sonj d’in em c’honvenans. 6 Dre ze, lavar da vugale Israel : Me eo an Aotrou, Me ho tenno a zindan beac’hiou an Ejipt ; Me ho delivro euz ho esklavach, hag ho prenin a vreac’h nerzuz, ha dre varnedigezou bras. 7 Me ho kemero evit ma fobl, hag E vezin Doue deoc’h, hag e c’hanavefet penaoz Oun an Aotrou ho Toue, Pehini ho tenn a zindan beac’hiou an Ejiptsianed, 8 Ha Me ho lakaio da vont er vro divarbenn pehini Em euz savet va dorn, o lavarout E rojen anezhi da Abraham, da Isaak, ha da Jakob ; ha Me her roio deoc’h en heritac’h : Me eo an Aotrou.

9 Moizez a gomzaz eta evel se da vugale Israel ; mes int na zelaoujont ket Moizez, dre zizalc’hded hag abalamour d’ho zervich kalet.

10 Hag an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : 11 Kea, komz da Faraon, roue an Ejipt, ha ma lezo bugale Israel da vont kwit euz he vro. 12 Neuze Moizez a gomzaz dirag an Aotrou, hag a lavaraz : Setu, bugale Israel n’ho deuz ket va zelaouet ; ha penaoz e selaoufe Faraon ac’hanoun, me pehini a zo disirkonsiz a vuzellou ?

13 An Aotrou a gomzaz eta da Voizez ha da Aaron, hag A c’hourc’hemennaz dezhei mont da gaout bugale Israel, ha Faraon, roue an Ejipt, evit tenna bugale Israel euz a vro an Ejipt.

14 SETU chefou tiez ho zadou. Mibien Ruben, kenta-ganet Israel : Henok ha Pallu, Hetsron ha Karmi. Setu aze famillou Ruben.

15 Mibien Simeon : Jemuel, Jamin, Ohad, Jakin, Tsokar ha Saül, mibien ar Gananeanez. Setu aze famillou Simeon.

16 Ha setu ama hanoiou mibien Levi hervez ho lignezou : Guershon, Kehath ha Merari. Ha bloaveziou buez Levi a oe kant seiz vloaz ha tregont.— 17 Mibien Guershon : Libni ha Shimei, hervez ho famillou.— 18 Mibien Kehath : Amram, Jitsehar, Hebron hag Uziel. Ha bloaveziou buez Kehath a oe kant tri bloaz ha tregont.— 19 Mibien Merari : Makli ha Mushi.— Setu aze famillou Levi, hervez ho lignezou.

20 Hag, Amram a gemeraz evit greg Jokebed, he dintin, hag e c’hanaz dezhan Aaron ha Moizez. Ha bloaveziou buez Amram a oe kant seiz vloaz ha tregont.— 21 Mibien Jitsehar : Kore, Nefek ha Zikri.— 22 Mibien Uziel : Mishael, Eltsafan ha Sithri.— 23 Hag Aaron a zimezaz da Elisheba, merc’h Amminadab, c’hoar Nahashon, hag hi a c’hanaz dezhan Nadab, Abihu, Eleazar hag Ithamar.— 24 Mibien Kore : Assir, Elkana hag Abiasaf. Setu famillou ar Gorited.

25 Hag Eleazar, mab Aaron, a gemeraz da vreg unan a verc’hed Puthiel, hag hi a c’hanaz dezhan Fine. Setu chefou tiez tadou al Levited hervez ho famillou. 26 An Aaron ze hag ar Moizez ze, da behini e lavaraz an Aotrou : Tennet bugale Israel euz bro an Ejipt, hervez ho armeou. 27 Ar re ze eo a gomzaz da Faraon, roue an Ejipt, evit tenna bugale Israel euz an Ejipt. Ar Moizez ze hag an Aaron ze eo.

28 C’HWARVEZOUT a reaz eta penaoz en deiz ma komzaz an Aotrou da Voizez, en bro an Ejipt, 29 an Aotrou a gomzaz da Voizez, o lavarout : Me eo an Aotrou ; lavar da Faraon, roue an Ejipt, kement A lavarin d’id. 30 Neuze Moizez a lavaraz dirag an Aotrou : Setu, me a zo disirkonsizet a vuzellou ; penaoz e selaoufe Faraon ac’hanoun ?


7 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Gwel, da lakeet em euz eun doue da Faraon, hag Aaron, da vreur, a vezo da brofed. 2 Te a a lavaro kement A c’hourc’hemennin d’id, hag Aaron da vreur a gomzo da Faraon, evit ma lezo bugale Israel da vont er meaz euz he vro. 3 Mes kaledi A rin kaloun Faraon, hag E kreskin va ziniou ha va miraklou en bro an Ejipt. 4 Ha Faraon na zelaouo ket ac’hanoc’h ; ha Me a lakao va dorn var an Ejipt, hag E tennin euz a vro an Ejipt va armeou, va fobl, bugale Israel, dre varnedigezou bras. An Ejiptsianed a anavezo penaoz Oun an Aotrou,

53