24 Hag, e c’hoarvezaz penaoz en hent, en hosteleri, an Aotrou a gavaz Moizez, hag a glaskaz e lakaat da vervel. 25 Ha Sefora a gemeraz eur gontel vean, hag a droc’haz mezen he mab, hag e dolaz d’he dreid, o lavarout : A-dra-zur, out eur pried a oad d’in ! 26 Hag an Aotrou a lezaz anezhan. Hi a lavaraz neuze : Pried a oad ! abalamour d’an trodrouc’h.
27 Hag an Aotrou a lavaraz da Aaron : Kea araog Moizez, el leac’h distro. Mont a reaz eta hag e kavaz anezhan en menez Doue, hag e pokaz dezhan. 28 Ha Moizez a lavaraz da Aaron an holl gomzou gant pere Hen doa an Aotrou e gaset, hag an holl vurzudou pere Hen doa gourc’hemennet dezhan ober. 29 Moizez a ieaz eta gant Aaron ; hag e tastumjont holl re ansien bugale Israel. 30 Hag Aaron a lavaraz an holl gomzou Hen doa an Aotrou lavaret da Voizez, hag e reaz ar burzudou dirag daoulagad ar bobl. 31 Hag ar bobl a gredaz ; hag ec’h anavezchont penaoz, Hen doa an Aotrou gwelet bugale Israel, ha penaoz Hen doa gwelet ho glac’har ; hag e stoujont hag ec’h adorjont.
5 Goude ze, Moizez hag Aaron a zeuaz hag a lavaraz da Faraon : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Lez ma fobl da vont kwit, abalamour ma raio eur gwel d’In el leac’h distro. 2 Mes Faraon a lavaraz : Piou eo an Aotrou, ma sentfen euz he vouez en eur lezel Israel da vont kwit ? Me ne anavezan ket an Aotrou, ha na lezin ket Israel da vont kwit. 3 Hag int a lavaraz : Doue an Hebreaned a zo deuet araog deomp ; lez ac’hanomp da vont hed tri deiz beteg al leac’h distro, evit ma sakrififomp eno d’an Aotrou hon Doue, gant aoun na skofe ac’hanomp gant ar vosen pe gant ar c’hleze. 4 Ha roue an Ejipt a lavaraz dezhei : Moizez hag Aaron, perag e tistroet-hu ar bobl, euz he labour ? It d’ho labour. 5 Ha Faraon a lavaraz : Setu aze, pobl ar vro a zo brema niveruz bras ; ha c’hwi a ra dezhan ehani euz he labour. 6 Faraon a roaz an urz ma en deiz ze d’ar mestrou lakeet var ar bobl, ha d’he gommiserien, o lavarout : 7 Na rofet ken a blous d’ar bobl evit ober he deol, evel diagent ; ra ez afont ho unan, ha ma tastumfont plous. 8 Ha rei a refet dezhei al loden deol a roac’h diagent ; na lamfet hini anezhei, rag didalvez int ; abalamour da ze eo e kriont, o lavarout : Deomp da sakrifia d’hon Doue ! 9 Ra vezo bec’hiet an dud ze a labour, ha ma refont anezhan, ha ma na selfont ket euz komzou a c’hevier.
10 Neuze ar mestrou hag ar renerien a ieaz, hag a lavaraz d’ar bobl : Evelhen hen deuz lavaret Faraon : Na roan ken a blous deoc’h. 11 Kemeret oc’h unan plous el leac’h ma kevfet, rag na vezo lamet netra euz ho labour. 12 Neuze ar bobl en em sklabezaz dre holl vro an Ejipt, da glask soul el leac’h plous. 13 Hag ar mestrou a waske anezhei, o lavarout : Achuet ho labour, bemdez al loden lekeet deoc’h, evel pa oa plous. 14 Ha renerien bugale Israel, pere ho doa mestrou Faraon lakeet varnezhei, a oe pilet, hag e oe lavaret dezhei : Perag n’oc’h euz-hu ket achuet ho labour, oc’h ober teol, deac’h hag hirie, evel diagent ?
15 Neuze renerien bugale Israel a zeuaz hag a griaz da Faraon, o lavarout : Perag e rez-te evel se en kenver da zervicherien ? 16 Ne roer ket a golo d’az servicherien, hag e leverer deomp : Groet teol. Ha setu, da zervicherien a zo pilet ha da bobl a zo en mank. 17 Hag hen a respountaz : C’hwi a zo didalvez, didalvez ! Dre ze e livirit : Deomp da sakrifïa d’an Aotrou. 18 Ha, brema, it, labourit ; ha na rofer ket deoc’h a golo ; ha c’hwi a raio ar memeuz loden teol.
19 Renerien bugale Israel en em welaz eta er boan, dre ma lavaret dezhei : Na lamfet netra euz ho teol : bemdez, e refet al loden lakeet deoc’h. 20 Hag e kavjont Moizez hag Aaron pere a c’hortoze anezhei, pa ez ejont kwit a zirag Faraon ; 21 hag e leverjont dezhei : Ra zello an Aotrou ouzoc’h, ha ra varno ! Lakeet oc’h euz ac’hanomp en digemer fall dirag Faraon ha dirag he zervicherien, en eur lakat dezhei eur c’hleze en ho dorn evit hon laza. 22 Neuze Moizez a zistroaz entrezeg an Aotrou, hag a lavaraz : Aotrou, perag Ec’h euz-Te groet drouk d’ar bobl ma ? 23 Perag eta Ec’h euz-Te va c’haset, pa eo gwir abaoe ma oun deuet da gaout Faraon, evit komz en da hano, hen deuz treitouret ar bobl ma, ha Te n’Ec’h euz ket delivret da bobl ?
6 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : Brema e weli ar pez A rin da Faraon ; rag ho lezel a raio da vont kwit, kendrec’het gant eun dorn