Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/59

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 4.

Aotrou, Doue an Hebreaned, a douet araog deomp. Brema eta, lez ac’hanomp da vont hed tri devez ent, el loac’h-distro, da sakrifia d’an Aotrou hon Doue. 19 Hag, anaout A ran penaoz roue an Ejipt na lezo ket ac’hanoc’h da vont kwit, nan zoken kendrec’het gant eun dorn nerzuz. 20 Mes asten A rin va dorn, hag E skoin an Ejipt dre an holl vurzudou A rin en he c’hreiz ; ha goude ze, ho lezo da vont. 21 Hag E lakain ar bobl ze da gaout trugarez dirag daoulagad an Ejiptsianed, hag c’hoarvezo, penaoz pa ez efet kwit, n’hen defet ket kwit en goullo. 22 Mes pep greg a c’houlenno digant he amezegez, ha digant hostizez he zi, besellou arc’hant hag aour, ha dillad ; c’hwi a lakao anezhei var ho mibien ha var ho merc’hed, hag e tiwiskfet evel se an Ejiptsianed.


4 Ha Moizez a respountaz, hag a lavaraz : Mes setu, n’am c’hredfont ket, ha na zentfont ket euz va mouez ; rag lavaret a refont : An Aotrou n’en d’eo ket en em ziskwevet d’id. 2 Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Petra a zo ebarz da zorn ? Hen a respountaz : Eur walen. 3 Hag E lavaraz : Taol anezhi d’an douar ; hag e taolaz anezhi d’an douar, hag e teuaz eur serpant ; Moizez a dec’he dirazhan. 4 Neuze an Aotrou a lavaraz da Voizez ; Asten da zorn ha krog ennhan dre he lost. Hen a astennaz he zorn, hag e krogaz ennhan, hag ec’h addeuaz eur walen en he zorn. 5 Abalamour ma kredfont eo Hen deuz an Aotrou, Doue ho zadou, Doue Abraham, Doue Isaak, ha Doue Jakob, en em diskwezet d’id, E ran ze.

6 An Aotrou a lavaraz c’hoaz dezhan : Laka da zorn ez pruched. Hag e lekeaz he zorn en he vruched ; goude e tennaz anezhan er meaz, ha, zetu, he zorn a oa gwen a lorniez evel an erc’h. 7 Neuze Doue a lavaraz : Adlaka da zorn ez pruched. (Hag ec’h adlakeaz he zorn en he vruched ; goude e tennaz anezhan er meaz euz he vruched, ha setu, e oa deuet evel he gig all.) 8 Hag ec’h aruo, ma na gredont ket ac’hanout, ha ma na zentont ket ouz a vouez da genta zin e kredfont da vouez ar zin var lerc’h. 9 Ha ma na gredont ket memeuz d’an daou zin ze, ha ma na sentont ket euz da vouez ; e kemeri dour ouz ar rivier hag e skuli var an douar, hag an dour pehini az pezo kemeret euz ar rivier, a zeuo goad var an douar.

10 Ha Moizez a lavaraz d’an Aotrou : Ah ! Aotrou, n’hen d’oun ket eun den pehini hen defe ar gomz eazet, na deac’h, nag araog deac’h, nag aboe ma komzez d’az servicher ; rag va genou ha va zeot a zo pouner. 11 Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Piou hen deuz groet genou an den ? Pe piou eo an hini a laka mud, bouzar, gweluz, pe dall ? N’eo ket Me, an Aotrou ? 12 Brema eta, kea ha Me a vezo gant da c’henou, ha Me a gelenno d’id ar pez a dlei lavaret. 13 Ha Moizez a respountaz : Ah ! Aotrou, kas an hini a fell d’Id kas. 14 Ha koler an Aotrou en em elumaz a enep Moizez, hag E lavaraz : Aaron, al Levit, ha n’eo ket da vreur ? Me a oar e komzo gwal vad. Ha memeuz, setu hen ama pehini a zeu d’az tiaraogi, ha pa welo ac’hanout, en em laouenao en he galoun. 15 Komz a ri eta outhan, hag e lakai ar guiriou en he c’henou ; ha Me a vezo gant da c’henou ha gant he hini, hag E kelennin deoc’h ar pez a dlefet ober. 16 An hini a gomzo evidout d’ar bobl ; a vezo da c’henou, ha te a vezo evel Doue dezhan. 17 Hag e kemeri e taouarn ar walen ma, dre behini e ri ar siniou.

18 Neuze Moizez a ieaz, hag e tistroaz da gaout Jethro he dad-kaer, hag e lavaraz dezhan : Ma ez in kwit, me az ped, ha ma tistroin da gaout va breudeur pere a zo en Ejipt, evit gwelet hag int a zo beo c’hoaz. Ha Jethro a lavaraz da Voizez : Kea en peoc’h !

19 Hag, an Aotrou a lavaraz da Voizez, en Madian : Kea, distro en Ejipt, rag ar re holl pere a c’hoantae d’az puez, a zo maro. 20 Neuze Moizez a gemeraz he vreg hag he vibien, ho lakeaz da biniat var eun azen, hag a zistroaz da vro an Ejipt. Ha Moizez a gemeraz gwalen Doue en he zorn. 21 Hag an Aotrou a lavaraz da Voizez : En eur vont da zistrei en Ejipt, evesa an holl viraklou Em euz lakeat en da zorn, hag e ri anezhei dirag Faraon ; mes Me a galedo he galoun, ha ne lezo ket ar bobl da vont kwit. 22 Ha te a lavaro da Faraon : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Israel eo va mab, va c’henta-ganet ; 23 hag Em euz lavaret d’id : Lez va mab da vont kwit, abalamour ma servicho Ac’hanoun ; ha n eo ket fellet d’id he lezel da vont. Setu, Me a ia da lakaat da vab, da genta-ganet, da vervel.

51