kwit. Neuze Moizez en em zavaz hag ho zikouraz, hag e tourejont ho zropel. 18 Ha pa oant distroet da di Reuël ho zad, e lavaraz dezhei : Perag oc’h-hu distroet ken abred hirie ? 19 Int a respountaz : Eun den Ejiptsian hen deuz hon delivret a zaouarn ar veserien, ha memeuz hen deuz tennet dour deomp gant founuzder, ha douret an tropel. 20 Neuze e lavaraz d’he verc’hed : Ha peleac’h ema ? Perag oc’h euz-hu lezet an den ze ? Galvit anezhan, ha ra zebro bara. 21 Ha Moizez a fellaz dezhan choum gant an den ze, pehini a roaz da Voizez Sefora, he verc’h. 22 Hag e c’hanaz eur mab, hag e c’halvaz anezhan Gwershom, rag, a lavaraz, choumet oun en eur vro diaveziad.
23 HAG, e c’hoarvezaz, pell goude, penaoz e varvaz roue an Ejipt ; ha bugale Israel, pere a hirvoude abalamour d’ho esklavach, a griaz, hag ho c’hriaden a esklavach a biniaz var zu Doue. 24 Ha Doue a glevaz ho c’hriadennou ; ha Doue Hen doe sonj euz he gonvenans gant Abraham, gant Isaak, ha gant Jakob. 25 Ha Doue a zellaz euz bugale Israel ha Doue a anavezaz ho stad.
3 Ha, Moizez a vese tropel Jethro, he dad-kaer, sakrifier da Vadian ; hag e kasaz an tropel endrek al leac’h-distro, hag e teuaz da venez Doue, da Horeb. 2 Hag êl an Aotrou en em diskwezaz dezhan en eur flam tân, en kreiz eur voden ; hag e sellaz, ha setu, ar voden a oa holl en tân, mes ar voden ne guzume ket. 3 Neuze Moizez a lavaraz : Distrei a rin, hag e welin ar welidigez vras ze, ha perag ar voden n’en em guzum ket. 4 Hag an Aotrou a welaz penaoz en em distroe da zellet ; ha Doue a c’halvaz anezhan euz a greiz ar voden, o lavarout : Moizez, Moizez ! Hag hen a respountaz : Setu me ama ! 5 Ha Doue a lavaraz : Na dosta ket ama. Lam da voutou euz da dreid ; rag al leac’h en pehini en em delc’hez, a zo eun douar zantel. 6 Neuze E lavaraz : Me eo Doue da dad, Doue Abraham, Doue Isaak, ha Doue Jakob. Ha Moizez a guzaz he visach, rag ne grede ket sellet var zu Doue.
7 Hag an Aotrou a lavaraz : Gwelet Em euz glac’har va fobl pehini a zo en Ejipt, hag Em euz klevet ar c’hri a losk abalamour d’he waskerien ; rag anaout A ran he c’hlac’hariou. 8 Hag Oun deuet evit e zelivra a zaouarn an Ejiptsianed, hag evit e lakaat da vont euz ar vro ze da eur vro vad ha frank, da eur vro en peleac’h e red al leaz hag ar mel, el leac’h ma ema ar Gananeaned, an Hethianed, an Amoreaned, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Zebuzianed. 9 Ha brema, setu, kriaden bugale Israel a zo deuet beteg enn Oun, hag Em euz gwelet ive ar waskerez gant pehini e vac’h an Ejiptsianed anezhei. 10 Brema eta, deuz, ma kasin ac’hanout da gaout Faraon, ha laka ma fobl, bugale Israel, da vont kwit euz an Ejipt.
11 Neuze Moizez a respountaz da Zoue : Piou oun-me, da vont da gaout Faraon, ha da lakaat bugale Israel da vont kwit euz an Ejipt ? 12 Ha Doue a lavaraz : Me a vezo ganez. Ha setu ama evit zin d’id eo Me a gas ac’hanout : Pa ez pezo groet d’am fobl dont kwit euz an Ejipt, e servichfet Doue var ar menez ma.
13 Ha Moizez a lavaraz da Zoue : Setu, me a ielo da gaout bugale Israel, hag e lavarin dezhei : Doue ho tadou Hen deuz ma c’haset d’ho kaout ; mes mar lavaront d’in : Pehini eo he hano ? petra a lavarin dezhei ? 14 Neuze Doue a lavaraz da Voizez : ME EO AN HINI A ZO. Neuze E lavaraz dezhan : Lavaret a ri evelhen da vugale Israel : An hini en em c’halv ME A ZO, hen deuz va c’haset d’ho kaout.
15 Doue a lavaraz c’hoaz da Voizez : Evelhen a lavari da vugale Israel : An Aotrou, Doue ho tadou, Doue Abraham, Doue Isaak, ha Doue Jakob Hen deuz va c’haset d’ho kaout. Hennez eo va hano da virviken ; hennez eo va envor a lignez da lignez.
16 Kea, dastum re ansien Israel, ha lavar dezhei : An Aotrou, Doue ho tadou a zo en em diskwezet d’in, Doue Abraham, Isaak, ha Jakob, hag Hen deuz lavaret d’in : A-dra-zur, Me Em euz ho kwelet, hag Em euz gwelet a pez a reer deoc’h en Ejipt. 17 Hag Em euz lavaret : Me A raio deoc’h piniat euz a c’hlac’har an Ejipt, da vro ar Gananeaned, an Hethianed, an Amoreaned, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Zebuzianed, en eur vro en peleac’h e red al leaz hag ar mel. 18 Hag e sentfont euz da vouez ; hag ez i, te ha re ansien Israel, da gaout roue an Ejipt, hag e leverfet dezhan : An