Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/57

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN EKSOD, 2.

bobl : Setu, pobl bugale Israel a zo brasoc’h ha galloudusoc’h evid-omp ; 10 deomp ! bezomp fur en he genver, gant aoun na greskfe, ha ma en em gavfe eur brezel benag, en em unanfe ive d’hon enebourien, na vrezelfe a enep deomp, ha na binfe kwit euz ar vro. 11 Lakaat a rejont eta varnezhan mestrou korveennou, evit hen bec’hia dre ho labouriou ; hag e savaz da Faraon keariou a vevans Pithom ha Ramses. 12 Mes mui e vec’hient anezhan, mui e kreske hag en em sklabeze ; hag e kemerjont aoun euz bugale Israel. 13 Hag an Ejiptsianed a reaz da vugale Israel servichi gant ruster ; 14 hag e rentchont ar vuez c’hwero dezhei, dre eul labour stard a bri hag a deol, ha dre bep sort labour parkeier, kenkouls evel an holl zervichou pere a reent dezhei ober gant ruster.

15 Roue an Ejipt a gomzaz da amiegezed an Hebreaned, a bere unan en em c’halve Sifra, hag eben Pua, hag e lavaraz : 16 Pa willioudfet gragez an Hebreaned, ha pa ho gwelfet var an azezou, mar d’eo eur mab, c’hwi e lazo ; mes mar d’eo eur plac’h, c’hwi e lezo da veva. 17 Mes an amiegezed a soujaz Doue, ha na rejont ket ar pez hen doa lavaret roue an Ejipt dezhei ; hag e lezchont ar baotred da veva. 18 Neuze roue an Ejipt a c’halvaz an amiegezed, hag a lavaraz dezhei : Perag oc’h euz-hu groet evel se, ha ma oc’h euz lezet ar baotred da veva ? 19 Hag an amiegezed a respountaz da Faraon : Dre ma n’ez eo ket gragez an Hebreaned evel an Ejiptsianezed, rag int a zo nerzuz ; araog ma en em gav an amiegez en ho c’hichen, ho deve gwillioudet. 20 Ha Doue a reaz vad d’an amiegezed ; hag ar bobl a greskaz hag a zeuaz gwal niveruz. 21 Ha dre ma touje an amiegezed Doue, E roaz d’ho ziez prosperi.

22 Neuze Faraon a roaz an urz ma d’ho holl bobl : Taolet er rivier an holl vibien pere a c’hano, mes lezit da veva an holl verc’hed.


2 Hag, eun den euz a di Levi az eaz da gemer evit greg eur verc’h da Levi. 2 Hag ar vreg ze a gonsevaz, hag a c’hanaz eur mab ; hag, o welet penaoz e oa kaer, e kuzaz anezhan en pad tri mis. 3 Mes, o veza na helle ket e zerc’hel kuzet pelloc’h, e kemeraz eur baner vroen, hag e frotaz pektano outhi ha peg ; goude e lekeaz ar bugel ennhi, hag e kasaz anezhi e mesk an helest var gostez ar rivier. 4 Hag he c’hoar en em dalc’he, eur pennad ac’hane evit gwelet petra a c’hoarvezche ganthan. 5 Ha, merc’h Faraon a zeuaz d’ar rivier evit en em walc’hi ; hag he flac’hed en em bourmene var bord ar rivier ; hag e welaz ar baner en kreiz an helest, hag e kasaz he matez d’e zapout. 6 Hag e tigoraz anezhi hag e welaz ar bugel ; ha setu, e oa eur paotr bihan, pehini a wele. Hag e doe truez outhan, hag e lavaraz : Unan eo a vugale an Hebreaned. 7 Neuze c’hoar ar bugel a lavaraz da verc’h Faraon : Ha mont a rin da c’hervel d’id eur vagerez a douez gragez an Hebreaned, hag e vago d’id ar bugel ze ? 8 Ha merc’h Faraon a respountaz dezhi : Kea. Hag ar plac’h iaouank az eaz, hag a c’halvaz mam ar bugel. 9 Merc’h Faraon a lavaraz dezhi : Kas ar bugel ze ganez, ha mag anezhan d’in, ha me a roio da c’hobr d’id. Hag ar vreg a gemeraz ar bugel, hag hen magaz. 10 Ha pa hen doe ar bugel kresket, e kasaz anezhan da verc’h Faraon, pehini e gemeraz evit he mab ; hag e c’halvaz anezhan Moizez, abalamour, emezhi, e dennet em euz, euz an doureier.

11 Ha c’hoarvezout a reaz, en deiziou ze, pa oe deuet Moizez da veza bras, ma ez eaz entrezek he vreudeur hag e welaz ho labouriou kalet. Gwelet a reaz ive eun Ejiptsian pehini a skoe eun Hebrean a douez he vreudeur ; 12 neuze e sellaz ama hag ahont, hag o welet ne oa den, e lazaz an Ejiptsian, hag e kuzaz anezhan er sabren. 13 Hag ez eaz er meaz en eil devez, ha setu, daou den Hebre en em enebe, hag e lavaraz d’an hini a oa ar gaou ganthan. Perag e skoez-te da nesa ? 14 Mes hen a respountaz : Piou hen deuz da lakeat prins ha barner varnomp-ni ? Ha fellout a ra d’id va laza, evel ma ec’h euz lazet an Ejiptsian ? Ha Moizez hen doe aoun, hag a lavaraz : A-dra-zur, an dra a zo anavezet. 15 Ha, Faraon, o veza klevet an dra ze, a glaskaz laza Moizez. Mes Moizez a dec’haz kwit euz a zirag Faraon, hag a choumaz en bro Madian, hag ec’h azezaz en kichen eur puns.

16 Ha, sakrifier Madian hen doa seiz merc’h, pere a zeuaz da denna dour ha da leunia al louiri, evit doura tropel ho zad. 17 Mes ar veserien a zeuaz, hag ho c’hasaz

49