En pere ne vezo lavaret ken : An Aotrou a zo beo,
Hen pehini Hen deuz lakeat bugale Israel da biniat euz an Ejipt ;
15 Mes lavaret e vezo : An Aotrou a zo beo,
Hen pehini Hen deuz lakeat bugale Israel da biniat euz bro an Hanter-noz,
Hag euz an holl vroiou ma Hen doa kaset anezhei ;
Rag digas a rin anezhei en ho bro,
Pehini em boa roet d’ho zadou.
16 Setu, e kasan pesketerien niveruz a lavar an Aotrou, hag e pesketafont anezhei ;
Ha goude ze, e kasin chaseourier niveruz, hag he chasefont anezhei
Euz an holl veneziou, hag euz ar holl grec’hiennou,
Hag euz skalfou ar reier.
17 Rag va daoulagad a zo var ho holl henchou ;
N’int ket kuzet ouzin,
Hag ho drougiez n’eo ket goloet a zirag va daoulagad.
18 Ha me a roio dezhei da genta ar doubl euz ho drougiez hag euz ho fec’hed,
Abalamour ma ho deuz souliet va douar
Dre gorfou maro ho euzusted,
Ha ma ho deuz leuniet va heritach euz ho euzusted.
19 Aotrou ! va nerz, va c’hrenv, ha va boden en deiz da dristidigez !
Ar broadou a zeuo d’az kaout euz pennou an douar,
Hag e lavarfont : Hon zadou n’ho deuz heritet nemert ar gevier,
Nemert traou vên, el lec’h ma n’hen deuz vad ebet.
20 An den ober a rafe doueou dezhan he unan,
Pere n’int ket doueou ?—
21 Dre ze, setu, e roin da anaout dezhei er wech ma,
Rei a rin da anaout dezhei va nerz ha va galloud,
Hag e wifont eo va hano an Aotrou.
17 Pec’hed Juda a zo skrivet gant eur burin houarn.
Gant eur boenten diamant ;
Merket eo var daol ho c’halounou
Ha var gerniel ho aoteriou.
2 Evel ma sonjont en ho bugale, evel se e sonjont en ho aoteriou,
Hag en ho imachou a Ashera en kichen ar gwez glaz
Ha var lein ar c’hrec’hiennou.
3 Livra a rin va menez d’ar pillach gant ar meaz, da binvidigezou, da denzoriou
Ha da lec’hiou huel, abalamour d’az pec’hejou var da holl douar.
4 Ha, dre da faot, e lezi en diskwiz an heritach em boa roet d’id,
Ha me a lakao ac’hanout dindan da enebourien en eur vro pehini ne anavezez ket ;
Rag elumet hoc’h euz tân va c’holer,
Ha devi a raio da virviken.
5 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Milliget eo an den pehini en em fiz en den,
Ha pehini a ra euz ar c’hig he vrec’h,
Hag a behini ar galoun a bella euz an Aotrou !
6 Beza e vezo evel eun den dibourveet a zikour er blenen dibrodu ;
Ne welo ket ar mad o tond ;
Mes choum a raio en distro, en lec’hiou sec’h,
En eun douar salet ha dichoumuz.
7 Benniget ra vezo an den pehini en em fiz en Aotrou,
A behini an Aotrou eo ar fizians !
8 Beza e vezo evel eur wezen plantet tost d’an doureier,
Pehini a asten he griziou a hed eun dour-red ;
Pehini, pa zeu an domder, na zouj ket anezhi,
Mes a behini an delien a zo glaz ;
N’ema ket en poan euz eur bloaz sec’hour,
Ha na baouez ket da zougen frouez.
9 Ar galoun a zo troumpluz dreist holl, ha fall disfiziuz ;
Piou a anavezo anezhan ?
10 Me, an Aotrou, a furch ar galoun, hag e esaan ar c’hroazellou ;
Ha kement se evit rei da bep hini hervez he henchou,
Hervez frouez he oberiou.
11 An hini a bren pinvidigezou, hep eeünder,
A zo evel eur gluchar pehini a c’holo ar pez ne deve ket devet ;
Lezel a raio anezhei en kreiz he zeiziou,
Hag abars ar fin e vezo kavet eo eun diskiant.
12 Lec’h hon santuar a zo eun trôn a c’hloar, eul lec’h savet adaleg ar penn kenta.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/672
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
JEREMI, 17.
664