Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/671

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 16.

17 N’ez oun ket azezet en asamble ar oaperien, evit en em laouenaat ;
Mes, abalamour d’az torn, oun en em azezet va unan,
Rag a erez e leuniez ac’hanoun,
18 Perag eo kendalc’huz va foan ?
Ha perag eo va gouli diac’huz, ha ne fell ket dezhi va iac’haat :
Beza e vefez-te evidoun me evel eur vammen pehini a droumpl,
Evel doureier pere ne badont ket ?
19 Dre ze evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Mar distroez, me a zigaso ac’hanout : en em derc’hel a ri dirazoun ;
Ha mar separez ar pez a zo prisiuz euz ar pez a zo vil, e vezi va genou ;
Distrei a rafont entrezek ennout,
Ha te ne zistroi ket entrezek ennhei.
20 Ha me a raio ma vezi evit ar bobl ma evel eur voger arem krenvaet,
Ha mar brezellont ac’hanout, na zizoukfont ket anezhan dreist out ;
Rag me a zo ganez evit da savetaat ha da zelivra,
A lavar an Aotrou.
21 Ha me a zelivro ac’hanout euz daouarn ar re drouk,
Hag a breno ac’hanout euz dorn ar re violant.


16 GOUDE gir an Aotrou a oe diskleriet d’in er c’homzou ma :

2 Na gemeri greg ebet.
Ha n’ez pezo ket el lec’h ma na mibien na merc’hed.
3 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, var ar mibien hag ar merc’hed
Pere a c’hano el lec’h ma,
Ha var ar mammou pere ho devezo ganet anezhei,
Ha var an tadou pere ho devezo ho groet er vro ma :
4 Mervel a rafont a varo truezuz ;
Ne vefont na gwelet, na sebeliet ;
Mes beza e vefont evel teil var an douar ;
Kuzumet e vefont dre ar c’hleze hag ar gernez,
Hag ho c’horfou maro a zervicho da voued
Da evned an envou ha da loened an douar.
5 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
N’ez a ket en ti a ganvou,
Ha n’ez a ket da irvoudi na d’en em c’hlac’hari ganthei ;
Rag tennet em euz euz ar bobl ma va feoc’h, a lavar an Aotrou,
Va gras ha va zrugarezou.
6 Bihan ha bras a varvo er vro ma ;
Ne vefont ket sebeliet :
Ne welfer ket anezhei,
Na refer ket a droc’hiou,
Ha n’en em douzfer ket evithei.
7 Na vezo ket torret ar bara er c’hanvou,
Evit dic’hlac’hari unan benag divarben eun den maro ;
Ne ginnikfer ket kalei an dic’hlac’har,
Evit ho zad pe evit ho mam.
8 N’ez a ket ken nebeut en ti ar fest,
Evit azeza ganthei,
Evit dibri pe evit eva.
9 Rag evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel
Setu, e lakain da baouez el lec’h ma, dirag ho taoulagad hag en ho teiziou,
Ar vouez a joa hag ar vouez a levenez,
Mouez an ozac’h ha mouez ar vreg.
10 Ha pa ez pezo diskleriet d’ar bobl ma an holl draou ze,
Ha ma leverfont d’id :
Perag Hen deuz an Aotrou diskleriet an holl drouk ze a enep deomp ?
Pehini eta eo hon fallentez,
Pehini eo ar pec’hed hon deuz groet a enep an Aotrou hon Doue ?
11 Te a lavaro dezhei : Abalamour ma hen deuz ho tadou dilezet ac’hanoun, a lavar an Aotrou,
Ha ma int eet varlerc’h doueou all
Ha ma ho deuz ho zervichet, hag en em stouet dirazhei ;
Dre ma ho deuz va dilezet ha ma n’ho deuz ket miret va lezen ;
12 Ha ma ret c’hoaz gwasoc’h evit ho tadou.
Rag setu, pep hini ac’hanoc’h a vale hervez kaleder he galoun drouk,
Evit na selaouo ket ac’hanoun.
13 Evel se e tizougin ac’hanoc’h euz ar vro ma
En eur vro pehini n’hoc’h euz ket anavezet,
Na c’hwi nag ho tadou,
Hag eno e servichfet an doueou all, deiz ha noz,
Rag ne rin ket a drugarez deoc’h.
14 Dre ze, setu, an deiziou a zeuo, a lavar an Aotrou,

663