Gortoz a reer ar peoc’h, mes n’euz netra a vad ;
Eun amzer a iec’hed, ha setu ar spount ama !
20 Aotrou ! anaout a reomp hon drougiez, drougiez hon zadou ;
Rag pec’het hon deuz a enep d’id !
21 Abalamour d’az hano na daol ket ac’hanomp kwit,
Na zizenor ket trôn da c’hloar ;
Az pez sonj ; na dor ket da gonvenans ganeomp !
22 Entouez idolou vên ar broadou ha beza ez zo hag a rafe glaoia ?
Pelec’h ema an envou a rafe ar glao munut ?
N’eo ket te, Aotrou, hon Doue ?
Ha ni a esper ennout ;
Rag te eo a ra an holl draou ze.
15 Hag an Aotrou a lavaraz d’in :
Ha pa en em dalc’hfe Moizez ha Samuel dirazoun,
Va ine na vefe ket izeleet entrezeg ar bobl ma.
Kas anezhan kwit a zirag ma fas, ha ma ez ai kwit !
2 Ha mar leveront d’id : Pelec’h ez afomp-ni ?
Te a respounto dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
D’ar maro ar re a zo evit ar maro,
D’ar c’hleze ar re a zo evit ar c’hleze,
D’ar gernez ar re a zo evit ar gernez,
D’an esklavach ar re a zo evit an esklavach.
3 Ha me a gaso varnezhei pevar sort gwalen, a lavar an Aotrou :
Ar c’hleze evit laza ;
Hag ar chas evit stleja,
Evned an envou ha loened ar douar
Da zevori ha da zistruja.
4 Hag e roin anezhei da veza kemesket da holl rouantelezou an douar,
Abalamour da Vanasse, mab Ezekiaz, roue Juda,
Hag euz kement Hen deuz groet en Jerusalem.
5 Rag piou hen deve truez ouzit te, Jerusalem !
Pe piou a zeufe d’az klem ;
Pe, biou en em distrofe evit goulen divarben da eur-vad ?
6 Dilezet ec’h euz ac’hanoun, a lavar an Aotrou, eet out adre ;
Mes asten a ran va dorn varnout ha me a zistruj ac’hanout.
Skwiz oun o kaout truez ouzit.
7 Me a wento anezhei gant eur c’hrouez bete doriou ar vro.
Priva a rin a vugale, lakaat a rin va fobl da vont da goll ;
N’int ket en em distroet euz ho henchou.
8 Niveri a rin he intanvezed muoc’h evit treaz ar moriou ;
Lakaat a rin da zont varnezhei, var mam an den iaouank,
An hini a zistruj en kreiz an deiz ;
Lakaat a rin da gweza buhan varnezhi an ankroez hag ar spount.
9 An hini e deuz ganet seiz mab a langis ;
Renta a ra ar spered ;
He heol a guz pa eo c’hoaz deiz ;
Mezek ha mezuz eo.
Ar re a van ganthi, me a livro anezhei d’ar c’hleze dirag ho enebourien,
A lavar an Aotrou.
10 Gwal-eur d’in me, o va mam ! euz ma ec’h euz lakeat ac’hanoun da c’henel
Den a stourmadek ha den a enebiez evit an holl vro ma !
N’em euz netra brestet,
Ha n’em euz amprestet netra, ha koulskoude pep hini a villig ac’hanoun !—
11 An Aotrou a lavar :
Ha ne viren ket ac’hanout evit ar mad ?
Ha ne rin me ket penaoz en amzer ar glac’har,
En amzer an dristidigez, ma pedo an enebour ac’hanout ?
12 An houarn ha bruzuni a raio hen houarn an Hanter-noz hag an arem ?
13 Da binvidigez ha da denzoriou, me a livro hep priz d’ar pillach,
Abalamour d’az holl bec’hejou hag ebarz da holl harzou.
14 Lakaat a rin ac’hanout da dremen, gant da enebourien, en eur vro pehini ne anavezez ket ;
Rag elumet eo tân va c’holer ;
Devi a raio a enep deoc’h.
15 Anaout a rez holl, o Aotrou ! Az pez sonj ac’hanoun, gwel ac’hanoun,
Vanj ac’hanoun euz va zrubulierien !
Na sav ket ac’hanoun, o tale da goler ;
Anavez ec’h anduran an dismegans evit out !
16 Adaleg ma em euz kaset da gomzou, em euz devoret anezhei :
Ha da c’hiriou eo joa ha levenez va c’haloun.
Rag da hano a zo galvet varnoun,
Aotrou, Doue an armeou !
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/670
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
JEREMI, 15.
662