13 Aotrou, pehini eo gortoz Israel !
Ar re holl a zilez ac’hanout a vezo mezek !—
Ar re a zistro ouzin a vezo skrivet var an douar ;
Rag dilezet a reont mammen an doureier beo, an Aotrou.
14 Aotrou ! iac’haa ac’hanoun, ha me a vezo iac’h ;
Saveta ac’hanoun, ha me a vezo salvet ;
Rag va meulodi out.
15 Setu, ar re ma a lavar d’in :
Pelec’h ema gir an Aotrou ?
Ma teuo eta !
16 Ha me, n’em euz ket refuset beza pastor var da lerc’h,
Ha n’em euz ket c’hoanteet deiz ar gwal-eur, hen anaout a rez !
Ar pez a zo deuet euz va genou a zo bet dirazout-te.
17 Na vez ket evidoun eun dra a spouron !
Va digemer out en deiz ar glac’har.
18 Ma vezo mezek ar re a drubul ac’hanoun, ha ma na vezin ket mezek ;
Ma vefont spouronnet, ha ma ne vezin ket spouronet !
Digas deiz ar gwal-eur varnezhei,
Ha sko anezhei euz a eur gouli doubl !
19 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou d’in : Kea, hag en em dalc’h euz dor bugale ar bobl, dre behini ez a rouane Juda ha dre behini e teuont, ha da holl doriou Jerusalem ha lavar dezhei : 20 Selaouet komz an Aotrou, rouane Juda, ha Juda holl, ha c’hwi holl, tud Jerusalem, pere a ia dre an doriou ze.
21 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Likiit evez euz hoc’h ineou,
Ha na zouget bec’h ebet en deiz ar sabbat,
Ha na lakeet ket da dremen dre zoriou Jerusalem ;
22 Ha ne gaset ket er meaz euz ho ti bec’h ebet deiz ar sabbat,
Ha na rit labour ebet ;
Mes santifiet deiz ar sabbat,
Evel ma em euz gourc’hemennet d’ho tadou.
23 Koulzkoude n’ho deuz ket selaouet ac’hanoun ;
N’ho deuz ket izeleet ho skouarn ;
Mes reudet ho deuz ho gouzouk,
Evit na selaoujent ket ha n’ho dije ket a gelennadurez.
24 Mes mar selaouet ac’hanoun gant evez, a lavar an Aotrou,
Evit ma ne lakafet bec’h ebet da dremen
Dre zoriou ar gear ma en deiz ar sabbat, mar santelaet deiz ar sabbat.
En eur dremen hep ober labour ebet, en deiz ze,
25 Neuze ar rouane hag ar brinsed, azezet var drôn David,
A ielo dre zoriou ar gear ma,
Piniet var girri ha var gezek ;
Int hag ho frinsed, tud Juda ha tud Jerusalem ;
Hag ar gear ma a vezo tudet da virviken.
26 Dont a refer euz keariou Juda hag a zivardro Jerusalem,
Euz bro Benjamin, euz ar vro izel,
Euz ar menez hag euz ar C’hreisteiz,
Da zigas sakrifisou-losket ha viktimou,
Kinnigou hag ezans,
Evit digas ive oberiou a drugarez en ti an Aotrou.
27 Mes ma ne zelaouet ket ac’hanoun,
Evit santifia deiz ar sabbat,
Hag evit dougen bec’h ebet,
Na lakaat anezhei da dremen dre zoriou Jerusalem deiz ar sabbat,
Me a lakao an tân en he doriou ;
Kuzumi a raio palezou Jerusalem, ha ne vezo ket mouget.
18 AR gir a oe diskleriet gant an Aotrou da Jeremi, er c’homzou ma :
2 Sav-te, ha disken en ti ar poder ;
Hag eno me a lakao ac’hanout da glevet va c’homzou.
3 Disken a riz eta en ti ar poder,
Ha setu, e laboure var he dro.
4 Hag ar besel a rea gant ar pri a zalc’he
En he zorn, a oe manket ;
Hag e reaz eur besel all outhan,
Evel ma kave e oa mad dezhan ober.
5 Neuze gir an Aotrou a oe diskleriet d’in er c’homzou ma :
6 Ti Israel, ne hellan ket ober deoc’h evel ar poder ze ?
A lavar an Aotrou.
Setu, evel ma ema ar pri en daouarn ar poder,
Evel se oc’h em dorn, ti Israel !
7 Er momant ma em euz komzet euz eur vroad, euz eur rouantelez,
Evit he diframma, evit he diskar hag evit he distruja,