23 Sellet a ran euz an douar, ha setu ema dizoare ha goullo ;
Hag an envou, hag ho sklerijen n’emaint ken.
24 Sellet a ran euz ar meneziou, ha setu, e vransellont,
Hag an holl grec’hiennou a zo bransellet.
25 Sellet a ran, ha setu, n’euz ken eun den hepken,
Hag holl evned an envou ho deuz tec’het.
26 Sellet a ran, ha setu, ar C’harmel a zo eun distro,
Hag he holl geariou a zo distrujet dirag an Aotrou,
Dirag an tân euz he goler.
27 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Ar vro holl a vezo distrujet ;
Petra benag ma ne rin ket eur distruj leun.
28 Abalamour da ze, an douar a vezo en kanvou,
Hag an envou d’an nec’h a vezo du,
Dre ma em euz he lavaret, em euz he c’hroet ;
Na zistroin ken var gement se ; n’em bezo ken a geûz.
29 Euz trouz ar varc’herien hag an dennerien gwareier an holl geariou a gemer an tec’h ;
Mont a reont er c’hoajou, pinia a reont var ar reier ;
An holl geariou a zo dilezet, ne vân ken a dud ennhei.
30 Ha te, dismantred, petra a rez-te ?
Petra benag ma en em wiskez a bourpr, ha ma en em gempennez a ginklou aour,
Ha ma vordez da zaoulagad gant fard,
En em gaeraat a rez en vên :
Da vinioned ho deuz bet disprijet ac’hanout ;
Da vuez eo a glaskont.
31 Rag klevet a ran evel kriaden eur vreg er poan,
Evel ankroez eur vreg en he c’henta gouillioud ;
Kriaden merc’h Sion eo pehini a huanad, oc’h asten he daouarn :
Ah ! gwal-eur d’in ! rag va ine a bleg dindan ar vlonserien !
5 Kenredet ruou Jerusalem ;
Sellet, hag evesaet, ha goulennet divarben ar plasou,
Mar kavet eun den, mar deuz unan
Hag a rafe ar pez a zo mad, a glask ar wirione,
Ha me a bardouno da gear.
2 Mar leveront zoken : An Aotrou a zo beo !
En faoz eo e touont.
3 Aotrou ! n’eo ket euz al lealded eo he sell da zaoulagad ?
Skei a rez anezhei, ha ne zantont ket a boan ;
Kuzumi a rez anezhei, ha ne fell ket dezhei digemer kelennadurez.
Kaledet ho deuz ho fas muoc’h evit eur roc’h ;
Refus a reont en em distrei.
4 Me a lavare : Mes n’eo nemert ar re vihan ;
En em diskouez a reont diskiant, abalamour ne anavezont ket hent an Aotrou,
Galloud ho Doue.
5 Mont a rin eta entrezeg ar re vraz hag e komzin outhei ;
Rag int a anavez hent an Aotrou,
Reizded ho Doue ...
Mes, int ive, ho deuz torret ar ieo,
Dispennet an ereou !
6 Abalamour da ze leon ar c’hoad a laz anezhei ;
Bleiz an distro ho distruj ;
Al leopard a zo en get a enep ho c’heariou ;
Piou benag a zeuo er meaz outhei a vezo devoret.
Rag ho disentidigez a vezo niveret,
Ho dislealded a vezo kennerzet.
7 Perag e pardounfen d’id ?
Da vibien ho deuz va dilezet,
Ha toui a reont dre ar pez n’eo ket doue ;
Me em euz ho leuniet, hag ho deuz groet avoultriez ;
En em waska a reont a vanden en ti al loudouren.
8 Beza int evel kezek bevet-mad, pere a red ama hag ahont ;
Gouriniat a reont pep hini varlerc’h greg he nesa.
9 Na gastiin me ket an traou ze, a lavar an Aotrou,
Ha va ine n’en em vanjo hen ket euz eun hevelep broad ?
10 Piniet var he vogeriou, ha diskaret anezhei !
Mes na zistrujet ket anezhei holl..
Lemet ar brankou ze, rag n’int ket d’an Aotrou !
11 Rag ti Israel ha ti Juda ho deuz groet gwal fall em c’henver,
A lavar an Aotrou.
12 Nac’het ho deuz an Aotrou, hag ho deuz lavaret : N’eo ket Hen !
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/657
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
JEREMI, 5.
649