4 Israel, mar distroez, mar distroez d’am c’haout, a lavar an Aotrou,
Mar lamez da euzusted a zirazoun
Na vezi ken kersuz.
2 Hag e toui : An Aotrou a zo beo !
En gwirionez, en eeünder hag er reizder.
Neuze ar broadou a vezo benniget ennhan,
Hag en em c’hlorifio ennhan.
3 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou da dud Juda ha da Jerusalem :
Difountet douar nevez,
Ha ne hadet ken entouez an drein.
4 Bezet trodroc’het d’an Aotrou, ha trodroc’het ho kalounou,
Guersed Juda, tud Jerusalem !
Gant aoun na zeufe va fulor er meaz evel eun tân,
Ha ma ne elumfe, hep ma vefe den da vouga anezhan,
Abalamour da fallentez hoc’h oberiou.
5 Diskleriet en Juda, hag embannet en Jerusalem,
Ha livirit : Sonnet an droumpil er vro.
Kriet a vouez krenv, livirit :
En em dastumet, ha deomp d’ar c’heariou krenv !
6 Savet ar bannier entrezeg Sion !
Tec’het ha na baouezet ket !
Rag digas a ra euz an Hanter-noz an drouk,
Eun distruj bras.
7 Al leon a bin er meaz euz he doul ;
Distrujer ar broadou a zo o vale ; deuet eo euz he lec’h
Evit ober euz da vro eur glac’har.
Evit ma vezo da geariou distrujet, ha ma ne vefe ken a dud ennhei.
8 Abalamour da ze en em c’hourizet a zier, en em hirvoudet ha huanadet ;
Rag tân koler an Aotrou n’eo ket en em distroet ouzoc’h.
9 Hag en deiz se, a lavar an Aotrou,
Kaloun ar roue ha kaloun ar mestrou a vezo spountet ;
Ar sakrifierien a vezo trubuliet,
Hag ar brofeded a vezo souezet.
10 Ha me a lavar : Ah ! Aotrou, Aotrou !
Beza ec’h euz eta en gwirione abuzet ar bobl ma ha Jerusalem o lavarout :
Beza ho pezo ar peoc’h !
Hag ar c’hleze a zo eet bete an ine.
11 En amzer ze, e vezo lavaret d’ar bobl ma ha da Jerusalem :
Eun avel devuz a c’houez euz lec’hiou huel an distro,
Var hent merc’h va fobl ;
Nan evit gwentat, nan evit netaat.
12 Spountusoc’h eo an avel a zeuo euz va feurz.
Brema e tisklerin va barnedigezou varnezhei.
13 Setu, piniet a ra evel goabrennou,
Hag he girri a zo evel eur gourvezen.
He gezek a zo skanvoc’h evit an eagled.
Gwal-eur deomp, rag ni a zo distrujet !
14 Jerusalem, neta da galoun euz an drouk,
Evit ma vezi delivret.
Bete pegeit e kendalc’hi-te sonjou fall en da ziabars ?
15 Rag eur vouez a zigas kelou euz Dan ;
Diskleria a ra ar glac’har adaleg menez Efraim.
16 Digaset kement se da sonj d’ar broadou ! Setu, embanet anezhan a enep Jerusalem !
Ar gelc’herien a zeuo euz eur vro bell,
Hag ho deuz losket ho c’hriaden a enep keariou Juda.
17 En em lakeat int trozro dezhi, evel ar re a ziwall eur park ;
Rag bet eo disent ouzin, a lavar an Aotrou.
18 Da gundu, da oberou, ho deuz kempennet an traou ze d’id ;
Hennez eo ar frouez euz da zrougiez ;
Ia, kement se a zo c’hoero, kement se a ia bete da galoun.
19 Va c’hov ! va c’hov ! Poan em euz ; diabars va c’haloun,
Va c’haloun a lam. Ne hellan ket tevel !
Rag, o va ine ! klevet ec’h euz son an droumpil,
Kri ar bresel
20 Distruj var distruj a zo diskleriet ;
Rag ar vro holl a zo distrujet ;
Va zantennou a zo distrujet en eun taol,
Va favillonou en eur pennad !
21 Bete pegeit e welin ar bannier,
E klevin trouz an droumpil ?
22 Va fobl eo a zo diskiant. Ne anavezont ket ac’hanoun.
Bugale diskiant int, dibourveet a skiant.
Ijinuz int da ober drouk ;
Mes ne ouzont ket ober ar mad,