Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/658

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 6.

Hag an drouk na zeuo ket varnomp !
Na welfomp ket nag ar c’hleze nag ar gernez.
13 Ar brofeded n’int nemert avel ;
Ha n’euz lavar ebet ennhei ;
Ma vezo groet dezhei evel se !
Abalamour da ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue an armeou :
14 Abalamour ma hoc’h euz diskleriet ar gomz ma,
Setu, e ran euz va c’homzou eun tân en da c’henou,
Hag euz ar bobl ma koad, hag an tân ho c’huzumo.
15 Setu, e lakaan da zont a bell eur vroad a enep deoc’h, ti Israel,
A lavar an Aotrou ;
Eur vroad gallouduz eo, eur vroad koz,
Eur vroad a behini na ouzont ket ar iez,
Ha na glevi ket ar pez a lavaro.
16 He drons a vezo evel eur bez digor ;
Holl int nerzuz.
17 Devori a raio da eost ha da vara ;
Devori a raio da vibien ha da verc’hed ;
Devori a raio da ijenned ha da zenved ;
Devori a raio da winien ha da wezen fiziez ;
Distruja a raio gant ar c’hleze da geariou krenv en pere en em fiziez.
18 Koulskoude, en deiziou ze zoken a lavar an Aotrou,
Na achuin ket holl ac’hanoc’h.
19 Hag ec’h eruo ma leverfet :
Perag Hen deuz an Aotrou hon Doue groet an holl draou ze deomp ?
Lavaret a ri dezhei : Evel ma oc’h euz va dilezet,
Ha ma hoc’h euz servichet an doueou diaveziad en ho pro,
Evel se e servichfet an diavezid en eur vro ha ne vezo ke deoc’h.
20 Roet da anaout kement ma da di Jakob,
Embannet anezhan en Juda, ha lavaret :
21 Selaou eta kement ma, pobl diskiant ha dibourveet a sans,
Pere hoc’h euz daoulagad ha na welet ket,
Diouskouarn ha na glevet ket.
22 Ha na soujfet-hu ket ac’hanoun a lavar an Aotrou,
Na grenfeet-hu ket dirazoun me,
Pehini em euz lakeat an treaz evit harz d’ar mor,
Harz peur-baduz pehini na dremeno ket ?
He goumou a finv, mes dic’hallout int ;
Krozel a reont, mes na dremenfont ket anezhi.
23 Mes ar bobl ma hen deuz eur galoun disent ha diroll ;
Mont a reont var adren, mont a reont kwit ;
24 Ne lavaront ket en ho c’haloun :
Doujomp eta an Aotrou, hon Doue,
Pehini a ro ar glao
Euz ar c’henta hag an diveza amzer,
Hag a vir deomp ar zizuniou lakeat evit an eost.
25 Ho fallentezou ho deuz distroet kement se holl :
Ho pec’hejou a zalc’h pell ouzoc’h ar mad.
26 Rag en em zavet ez zo em fobl re drouk,
Pere a spi evel al lapouseteer pehini a stin he lasou ;
Stinia a ra pechou marvuz, hag e kemer tud.
27 Evel ma eo eur gavet leuniet a evned.
Evel se ho ziez a zo leun a faosentez ;
Evel se int deuet pinvidik ha bras.
28 Larteet int, lugernuz int ;
Kendrec’het ho deuz pep drouk,
Ne varnont ket ar goz, koz ar minor, hag ez eont da vad ;
Na reont ket a reizded d’ar beorien.
29 Ha ne gastiin ket an traou ze, a lavar an Aotrou ?
Va ine n’en em vanjo hen ket euz eun hevelep broad ?
30 Eun dra souezus, euzuz,
En em ra er vro ;
31 Ar brofeded a brofetiz ar gaou,
Hag ar sakrifierien a ren drezhei,
Ha va fobl hen deuz kemeret plijadur en kement se !
Petra a refet-hu eta pa zeuo ar fin ?

6 Tec’het, bugale Benjamin, euz kreiz Jerusalem !
Sonnet an droumpil en Tekoa,
Ha sevet eur zin entreze Beth-Kerem ;
Rag eun drouk diharzuz a zeu euz an Hanter-noz,
Eun distruj bras !
2 Ar gaer, an dilikat,
Merc’h Sion, me a zistruj anezhi !

650