Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/638

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI, 51.

He galvet em boa pa oa he unan,
Benniget ha kresket em euz anezhi.
3 Evel se ez a an Aotrou da zic’hlac’hari Sion,
Truez Hen deuz euz he holl distrujou ;
Ober a raio eun Eden euz he distro.
Hag euz he douar sec’h eur jardin d’an Aotrou ;
Ar joa hag al levenez en em gavo en he c’hreiz,
Ar veulodi hag ar gân a ganaouennou.
4 Bez eveziek, va fobl ;
Te, va broad, prest d’in da skouarn !
Rag al lezen a zeu ac’hanoun,
Ha ma barnedigez a lakain da servichout da sklerijen d’ar boblou.
5 Va reizded a zo tost, va zilvidigez a eru,
Ha va brec’h a varno ar boblou.
An enezennou a espero ennoun,
Hag en em fizio em brec’h.
6 Savet ho taoulagad entrezeg an envou, ha sellet d’an traoun entrezeg an douar ;
Rag an envou a ziazezo evel eur vogeden,
An douar en em uzo evel eur vantel.
Hag, evel kelien, he varvo he zud ;
Mes va zilvidigez a bado da viken,
Ha va reizded na dremeno ket.
7 Selaouet ac’hanoun, c’hwi pere a anavez ar reizded,
Pobl en kaloun pehini ema va lezen !
Na zoujit ket dismegans an dud,
Ha na vezet ket spourounet euz ho drouk-komzou.
8 Rag an tign ho debro evel eun dillad,
Hag ar skalf ho debro evel ar gloan ;
Mes va reizded a bado da virviken,
Ha va zilvidigez a oad en oad.
9 Dihun-te, dihun-te ! En em wisk a nerz, brec’h an Aotrou !
En em dihun-te evel en deiziou gwech all,
Evel en deiziou koz !
N’eo ket te eo a lakeaz Rahab a dammou,
A dreuzaz an dragon ?
10 N’eo ket te eo a lakeaz ar mor,
An doureier bras, da zizec’ha ;
Pehini a reaz euz dounderiou ar mor
Eun hent evit lakaat da re choazet da dremen ?
11 Re brenet an Aotrou a zistroo,
Hag a zeuo da Sion gant kanaouennou a driomf ;
Eul levenez peur-baduz a vezo var ho fennou ;
Beza ho devezo ar joa hag al levenez ;
Ar glac’har hag an irvoudou a dec’ho.
12 Me eo, Me eo Pehini a zic’hlac’har ac’hanoc’h.
Piou out-te, da gaout aoun euz an den marvuz,
Euz mab an den pehini a zeuo evel ar ieot,
13 Evit ankouez an Aotrou, da grouer.
Pehini Hen deuz astennet an envou ha soliet an douar,
Hag evit krena hep paouez, enpad an deiz,
Dirag fulor ar gwasker,
Pa en em bresta da zistruja ?
Pelec’h eta ema-hi, fulor ar gwasker ?
14 Prest e vezo lekeat er frankiz an den gourvezet dindan an houarn.
Ne ziskenno ket er poull,
Hag e vara na vanko ket dezhan.
15 Rag me eo an Aotrou da Zoue,
Pehini a sko ar mor hag a laka ar gwajennou da iudal,
A behini an hano a zo Aotrou an armeou.
16 Lakeat em euz va c’homzou en da c’henou,
Ha goloet ac’hanout euz ar skeud euz va dorn,
Evit adlakaat an envou ha solia an douar,
Evit lavaret da Sion : Te eo va fobl.
17 Dihun-te, dihun-te ! Sav-te, Jerusalem !
Pehini he deuz evet euz a zorn an Aotrou kalei he goler,
Pehini he deuz evet ha zunet, bete li ar c’halei a vored.
18 N’euz den evit ren anezhi,
Euz an holl vugale he deuz ganet ;
N’euz hini da gemer anezhi dre an dorn,
Euz an holl vugale he deuz bevet.
19 An daou dra ze a zo en em gavet,—
Ha piou a glemmo ac’hanout ?—
Ar glac’har hag an distruj, ar gernez hag ar c’hleze.
Penaoz e tic’hlac’harin me ac’hanout ?
20 Da vugale a zo diners, gourvezet en holl groashenchou ar ruou,
Evel eur c’haro en eur roued,
Bec’hiet a goler an Aotrou
Hag a erez da Zoue.

630