Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/639

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 52, 53.

21 Abalamour da ze, selaou kement ma, te pehini a zo glac’haret,
Mezo, mes nan gant gwin.
22 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, da Aotrou,
Da Zoue, pehini a zifen koz he bobl :
Setu em euz kemeret euz da zorn kalei ar vored,
Kalei va c’holer.
Na evi ken anezhan en amzer da zont.
23 Ha me a lakao anezhan en dorn da waskerien,
Euz ar re ze pere a lavare euz da ine : En em stou evit ma tremenfomp !
Hag ez poa groet euz da gein evel eun douar,
Hag evel eur ru evit an dremenidi.

52 Dihun-te, dihun-te, gwisk da c’hloar, o Sion !
Gwisk mantel da c’hloar, Jerusalem, kear santel !
Rag n’ez aio ken ennout a re didrodroc’h na re dibur.
2 Hij da boultren, sav-te,
Jerusalem esklavez ;
Distak ereou da c’houzouk,
Merc’h Sion, prizounierez !
3 Rag evelhen hen deuz lavaret an Aotrou :
Gwerzet oc’h bet evit netra ;
Hep arc’hant ive e vefet prenet.
4 Rag evelhen hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Va fobl a ziskennaz gwech all en Ejipt evit choum ennhan ;
Mes Assur a waskaz anezhan hep abek.
5 Ha brema petra em euz da ober ama, a lavar an Aotrou,
Pa eo bet va fobl kaset kwit evit netra ?
Ar re a ren varnezhan a losk kriadennou, a lavar an Aotrou,
Ha bemdez, va hano a zo dalc’hmad dismeganset.
6 Abalamour da gement se va fobl a anavezo va hano :
Dre ze e wio, en deiz se,
Penaoz eo Me a lavar : Setu Me !
7 Kaer eo var ar meneziou,
Treid an hini a zigaz kelou mad,
A embann ar peoc’h, a zigas eur c’hannad mad,
A embann ar zilvidigez,
A lavar da Sion :
Da Zoue a ren !
8 Klevet a reer mouez da c’hederien :
Sevel a reont ho mouez ;
Leuskel a reont kriadennou a joa ;
Rag gwelet a reont gant ho daoulagad
E tistro an Aotrou Sion.
9 Leusket asamblez kriadennou a joa,
Distrujou Jerusalem !
Rag an Aotrou Hen deuz dic’hlac’haret he bobl.
Dasprenet Hen deuz Jerusalem.
10 An Aotrou Hen deuz dizoloet brec’h he zantelez,
Dirag daoulagad an holl boblou ;
Holl bennou an douar a welo ;
Zilvidigez hon Doue !
11 En em dennet, en em dennet, it ac’han !
Na stoket en netra a zibur,
It kwit euz he c’hreiz ;
En em burifiet, c’hwi pere a zoug besellou an Aotrou !
12 Rag n’az efet ket er meaz gant hast,
Ha ne valefet ket en eur dec’hel ;
Mes an Aotrou a vale dirazoc’h,
Hag ho kward adre eo Doue Israel.
13 Setu, va zervicher a brospero ;
Piniat a raio, sevel a raio, kreski a raio kals.
14 Evel ma eo bet souezet kalz
Abalamour dezhan, kement eo disc’hroet ha dizanavezet he visach,
Kement e tishenvel he liou euz hini an dud ;
15 Evel se e leunio a joa kalz a vroadou ;
Ar rouane a zerro ho genou dirazhan ;
Rag gwelet a rafont ar pez n’eo ket bet diskleriet dezhei,
Diski a rafont ar pez n’ho deuz ket klevet.

53 Piou hen deuz kredet d’hon lavar,
Ha da biou eo bet diskleriet brec’h an Aotrou ?
2 Piniet eo dirag an Aotrou evel eur voutaden,
Evel eur c’hrizien pehini a zeu euz a eun douar sec’h.
N’hen deuz na kaerder, na skeud pehini a rafe deomp sellet outhan,
Na doare hag a rafe deomp he c’hoantaat ;
3 Disprijet, dilezet gant an dud,
Den a c’hlac’har hag oc’h anaout ar boan ;
Evel eun den dirag pehini e c’holoer ar visach ;
Ken disprijet ken na reomp van ebet.

631