Sevel a rin va banier entrezeg ar boblou ;
Hag e tigasfont da vibien entre ho divrec’h,
Dougen a rafont da verc’hed var ho skoaz.
23 Rouane a vezo da vagerien, hag ho frinsezed da vagerezed ;
En em stoui a rafont dirazout te, ar fas d’an douar,
Hag e lipfont poultren da dreid ;
Ha te a anavezo ez oun an Aotrou,
Ha penaoz ar re en em c’hortoz d’in ne vefont ket mezek.
24 Diwisk an den krenv ha lamet e vezo diganthan,
Hag esklaved an trec’her ha delivret e vefont ?
25 Evelhen a lavar an Aotrou : Ia, esklaved ar re grenv a vezo lamet diganthan,
Ha preiz ar goneer a vezo savet diganthan.
Rag me a bledo a enep da enebourien,
Hag a zelivro da vugale.
26 Lakaat a rin da waskerien da zibri ho c’hig ho unan ;
En em vezvi a rafont euz ho goad, evel euz gwin nevez ;
Ha pep kig a anavezo penaoz oun an Aotrou, da Zalver,
Ha galloudek Jakob eo da Redemptor.
50 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Pelec’h ema lizer divorz ho mam dre behini em euz kaset anezhi kwit ?
Pe piou eo an hini euz va c’hrederien da behini em euz ho kwerzet ?
Setu, abalamour d’ho troukiou eo oc’h bet gwerzet,
Abalamour d’ho tirollded eo bet ho mam kaset kwit.
2 Perag n’em euz kavet den, pa oun deuet ?
Perag n’hen deuz respountet den, pa em euz galvet ?
Va dorn ha bereet eo evit delivra
Pe n’euz ken a nerz ennoun evit savetaat ?
Setu, e lakaan ar mor da zizec’ha pa c’hourdrouzan anezhan ;
Trei a ran ar rivierou en distro ;
Ar pesked a vrein dre vank dour,
Hag e varvont a sec’hed.
3 Me a c’holo an envou a devalijen,
Hag e lakaan eur vantel a ganvou evit golo anezhan.
4 An Aotrou, an Aotrou Hen deuz roet eun teod ijinuz d’in,
Evit souten dre ar gomz an hini a zo diskaret ;
Bep beure e tihun, e tihun va skouarn
Evit selaou, evel ma selaou an diskibien.
5 An Aotrou, an Aotrou Hen deuz digoret va skouarn,
Ha n’em euz ket stourmet,
N’Hen d’oun ket choumet var adren.
6 Kinniget em euz va c’hein d’ar re am skoe,
Va diouchod d’ar re a denne va baro ;
N’em euz ket harzet va bisach e fallentez.
Euz an dismegansou hag c’hranchadegou.
7 Mes an Aotrou, an Aotrou eo va zikour ;
Dre ze n’em euz ket bet a vez ;
Evel se em euz rentet va bisach henvel euz eur mean ;
Gouzout a ran ne vezin ket mezekeet.
8 An hini a justifi ac’hanoun a zo tost :
Piou a bledo em enep ?
En em diskouezomp asamblez !
Piou eo ma loden a enep !
Ma tostao ouzin !
9 Setu, an Aotrou, an Aotrou eo va zikour :
Piou a varno ac’hanoun ?
Setu, en em uza a rafont holl evel eur vantel,
An tign a zevoro anezhei.
10 Piou ac’hanoc’h a souj an Aotrou,
Piou a zelaou mouez he zervicher ?
An hini pehini a vale en devalijen, ha pehini n’hen deuz ket a sklerijen,
En em fiz en hano an Aotrou,
Hag en em harp var he Zoue.
11 Setu, c’hwi holl pere a c’houez eun tân,
Ha pere en em arm a c’houlou,
Kouezet en flammou ho tân hag er goulou hoc’h euz elumet !
Euz va dorn eo e teu kement se :
C’hwi a varvo en trubuliou !
51 Selaouet ac’hanoun, c’hwi pere a genred ar reizded,
Pere a glask an Aotrou ?
Sellet euz ar roc’h a behini hoc’h bet kizeliet,
Euz ar vengleuz a belec’h oc’h bet tennet !
2 Sellet euz Abraham, ho tad,
Hag euz Sara pehini he deuz ganet ac’hanoc’h ;
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/637
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI,, 50, 51.
629