4 Ha me, me em euz lavaret : Labouret em euz en vên.
Kuzumet em euz va nerz inutil hag hep frouez.
Mes va droet a zo en kichen an Aotrou,
Ha va gobr en tal va Doue.
5 Ha brema an Aotrou a gomz,
Hen pehini Hen deuz va doareet adaleg va ginivelez evit beza he zervicher,
Evit digas Jakob de gaout ;
Hag Israel n’en em dastum ket,
Mes me a zo enoret dirag daoulagad an Aotrou,
Ha va Doue eo bet va nerz.
6 Lavaret Hen deuz : Ha nebeut eo e vefez va zervicher,
Evit adsevel pobladou Jakob
Hag evit distrei an nemorant a Israel :
Ober a ran ouzit sklerijen ar broadou.
Evit ma teuo va zilvidigez bete pen an douar.
7 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, ar Redemptor, Sant Israel,
D’an hini a zo disprijet gant an dud, dic’hoanteet gant ar bobl,
Da esklav ar renerien.
Ar rouane a welo anezhan hag en em zavo.
Ar brinsed en em stouo dirazhan abalamour d’an Aotrou pehini a zo fidel
Ha da Sant Israel pehini ec’h euz choazet.
8 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Da selaouet em euz en amzer favorabl ;
Sikouret em euz ac’hanout en deiz ar zilvidigez ;
Da ziwall a rin, lakaat a rin varnout ma c’honvenans gant ar bobl,
Evit adsevel ar vro
Ha rei en lod an heritachou distrujet ;
9 Da lavaret d’ar brizounierien : It er meaz !
D’ar re a zo en devalijen : En em diskouezet !
Peuri a rafont a hed an henchou,
Ha kavet a rafont ho feuri var an holl grec’hiennou.
10 N’ho devezo ken a naoun, n’ho devezo ken a sec’hed ;
An domder nag an heol na skofont ken anezhei ;
Rag an hini hen deuz bet truez outhei ho reno,
Hag a gaso anezhei entrezeg ar mammennou dour.
11 Trei a rin va holl veneziou en henchou,
Ha va gwenojennou a vezo adsavet.
12 Setu int-hi ama pere a zeu a bell ;
Setu ama euz an hanter-noz hag euz ar c’husheol,
Ha reou all euz bro ar Sinied.
13 Envou, kanet a joa !
Douar, en em laouena-te !
Meneziou, laosket kriadennou a joa !
Rag an Aotrou hen deuz dic’hlac’haret he bobl ;
Truez Hen deuz bet euz he re c’hlac’haret.
14 Sion a lavar : An Aotrou Hen deuz va dilezet,
An Aotrou Hen deuz va ankouezet.—
15 Ar vreg ha gallout a ra ankouez ar bugel a vag,
Ha tremen hep kaout truez euz mab he c’hov ?
Mes ha pa ankouefe anezhei,
Me ne ankouezin ket ac’hanout.
16 Setu, em euz merket ac’hanout var baliou va daouarn ;
Da vogeriou a zo dalc’hmad dirag va daoulagad.
17 Da vibien a ziret ;
Da zistrujerien ha da waskerien
A ielo er meaz euz da greiz,
18 Taol da zaoulagad endro d’id, sell :
Holl en em dastumont, dont a reont d’az kaout.
Me a zo beo ! a lavar an Aotrou,
Te en em wisko anezhei holl evel euz eun ornamant,
En em c’houriza a ri outhei evel eur vreg iaouank.
19 Rag da zistrujou, da zistroou,
Da vro distrujet, a vezo brema re enk evit da dud ;
Ar re a zevor ac’hanout a bellao.
20 Ar vugale az poa kollet a lavaro d’id c’hoaz :
Ar plas a zo re enk evidoun me ;
Gra plas d’in, evit ma hellin choum eno.
21 Hag e lavari en da galoun : Piou Hen deuz roet ar vugale ma d’in ?
Kollet em boa va bugale, hag e oan sec’hen ;
Kaset oun bet kwit ha divroet ; piou hen deuz savet ar re ma d’in ?
Setu, e oan choumet va unan, hag ar re man, pelec’h e oant ?
22 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Setu, e savin va dorn entrezeg ar broadou ;
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/636
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI, 49.
628