11 En deiz se, an Aotrou a astenno c’hoaz he zorn eur wech
Evit dasprena an nemorant euz he bobl,
Pere a vezo adtec’het euz an Assiri, euz an Ejipt,
Euz Pathros, euz Kush,
Euz Elam, euz Shinear, euz Hamath
Hag euz enezennou ar mor.
12 Sevel a raio eur bannier entrezeg ar broadou ;
Dastum a raio re dec’het Israel,
Hag hec’h addastumo re sklabezet Juda,
Euz a bevar c’horn an douar.
13 Neuze jalouzi Efraim a dec’ho kwit,
Hag ar waskerien a vezo lamet euz Juda ;
Efraim na vezo ken jalous euz Juda,
Ha Juda na vac’ho ken Efraim.
14 Mes nijel a refont var skoaz ar Filistined, entrezeg ar mor ;
Asamblez e pilfont bugale ar sav-heol ;
Asten a rafont ho dorn var Edon, ha Moab ;
Bugale Ammon a vezo dindannhei,
15 Hag an Aotrou a lakao en sec’h brec’h vor an Ejipt :
Sevel a raio he zorn var ar rivier gant eun avel euzuz ;
He lodenni a raïo en seiz rivier,
Hag e raio ma tremenfer anezhe gant boutou.
16 Ha beza e vezo eun hent evit an nemorant euz he bobl,
Pere a vezo adtec’het euz an Assiri,
Evel ma oe evit Israel,
Pa adpiniaz euz an Ejipt.
12 En deiz se e lavari :
Da veuli a ran, o Aotrou,
Rag koleret e oaz em enep ;
Mes da goler hen deuz kemeret fin hag ec’h euz va c’honsolet.
2 Setu, Doue eo va zilvidigez ;
Me am bezo fizians, ha na soujin ket.
Rag an Aotrou, an Aotrou eo va nerz ha va meulodi,
Ha bet eo va Zalver !
3 Ha c’hwi a denno dour gant joa
Euz mammennou ar zilvidigez.
4 Ha c’hwi a lavaro en deiz se :
Meulet an Aotrou, galvet he hano,
Embannet entouez ar boblou he oberiou kaer !
Meulet gloar he hano !
5 Kanet d’an Aotrou, rag groet Hen deuz traou manifik ;
Ma vefont anavezet gant an douar holl !
Kri ha kan a joa,
Te pehini a choum en Sion !
Rag Sant Israel a zo bras en da greiz.
13 PROFESI var Babilon, diskleriet da Ezai, mab Amots.
2 Savet var banier az menez dizolo !
Savet ho mouez evit ho gervel,
Groet sin gant an dorn,
Ha ma ez efont ebarz dre dor ar brinsed !
3 Me, em euz roet urz d’ar re a zo kensagret d’in ;
Galvet em euz, da ober va drouk, va zud nerzus,
Ar re en em laouena euz va braster.
4 Klevet a reer var meneziou eun drouz
Evel hini eur bobl niveruz ;
Eun drouz kemeskuz a rouantelezou, a boblou dastumet ;
Aotrou an armeou a ra an adgwel euz an arme evit ar brezel.
5 Euz a eur vro bell,
Euz pennou pell an envou,
An Aotrou a zeu gant benviou he golor,
Evit disober ar vro holl.
6 Huanaded, rag deiz an Aotrou a zo tost ;
Dont a ra evel eun distruj groet dre an Holl-C’halloudek.
7 Dre zo an holl daouarn a zeu laosk,
Ha pep kaloun den a deûz.
8 Beza emaint er spouron,
Karget a c’hlac’har hag a ankroez
Anduri a reont evel eur vreg en poan ;
Sellet a reont an eil euz egile gant souez.
Ho bisach ho deuz droukliou ar flam.
9 Setu, deiz an Aotrou a zeu,
Deiz kriz, deiz a fulor
Hag a goler ardant, pehini a gas ar vro en glac’har
Hag a zistrujo ar bec’herien.
10 Rag ar stered en envou hag ho 1astrou
Na lakafont ket ho sklerijen da lugerni.
An heol a devalaio adaleg ma vezo savet,
Hag al loar ne lakao ken he sklerijen da vrilla.
11 Ha me a gastio an douar euz he zroug,
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/602
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI, 12, 13.
594