Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/603

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 14.

Hag ar re fall euz ho drougiez ;
Lakaat a rin fin da ourgouil ar re rog,
Hag e tiskarin insolans ar waskerien.
12 Lakaat a rin ar wersed ralloc’h evit an aour fin,
Hag an dud muoc’h evit aour Ofir.
13 Lakaat a rin an envou da grena,
Hag an douar a vezo bransellet euz he blas,
Dre goler Aotrou an armeou,
En deiz arder he zrouk.
14 Neuze, evel eun heieiz spountet,
Evel eun tropel ne hell nikun dastum,
Pep hini a droio he visach entrezeg he bobl,
Pep hini a dec’ho euz he vro.
15 Ar re a vezo kavet, a vezo treuzet :
Ar re a vezo tapet, a gwezo dre ar c’hleze.
16 Ho bugale a vezo friket dindan ho daoulagad
Ho ziez a vezo laeret, ho gragez a vezo dizenoret.
17 Setu, ez an da sevel ar Meded en ho enep.
Pere ne estimont ket an arc’hant,
Ha pere ne lekeont ket ho flijadur en aour.
18 Gant ho gwerek e tiskaront an dud iaouank ;
Beza int didruez euz freuz brôn ar vam ;
Ho lagad na espern ket ar vugale.
19 Ha Babilon, gwiskamant ar galloudou,
Ornamant hag ourgouil ar Galdeed,
A vezo evel Sodom ha Gomorrh pere a oe distrujet gant Doue.
20 Ne vezo bikeen ken tud o choum ennhi,
Na choumfer ken ennhei euz a oad en oad ;
An Arab na lakao ken he danten ennhi,
Ar veserien na lakafont ken ho loened da ziskwiza eno.
21 Mes loened an distro ho devezo eno ho zoullou,
Hag he ziez a vezo leun a gaouenned :
An otruched a raio ho choumaj eno,
Hag ar bouc’hed a lampo ebarz.
22 An hiened en em respounto en he falezou,
Hag ar chakaled en he ziez a blijadur.
Hag he heur a zo tost da zont,
Hag he deiziou ne vefont ken hireet.

14 Rag an Aotrou Hen devezo truez euz Jakob ;
Choaz a raio Israel c’hoaz ;
Ho lakaat a raio en ho douar ;
An diavezidi en em unano dezhei,
Hag en em stago euz ti Jakob.
2 Ar boblou a gemero anezhei, hag ho adreno d’ho bro ;
Ha ti Israel ho ferc’henno, var douar an Aotrou,
Evel servicherien hag evel servicherezed.
Kas a refont en esklavach ar re ho c’hase en esklavach,
Ha ren a refont var ho gwaskerien.
3 Hag en deiz ma Hen devezo an Aotrou lakeat ac’hanout d’en em diskwiza
Euz da boan hag euz da drubul,
Hag euz an esklavach kollet dindan pehini e oaz lakeat.
4 E kommansi ar gan ma var roue Babilon,
Hag e lavari :
Penaoz hen deuz achuet an treitour,
Ha finiset ar goasker ?
5 An Aotrou Hen deuz torret baz ar re drouk,
Gaolen ar renerien !
6 An nep a skoe ar poblou gant fulor
Euz toliou dalc’hmad,
Pehini a rene ar boblou gant koler, a zo kenredet
Hep menajamant !
7 An douar holl a zo en diskwiz, zioul eo ;
Leuskel a reer kriadennou a joa.
8 Ar gwez siprez ive, sedrou al Liban, en em laouenao divar da benn.
Adaleg ma out o vervel, a leveront, den na binio ken d’hon diskar,
9 Ar bez doun en em spouron dirazout,
Evit dont araog d’id.
Dihuni a ra dirazout ar re varo, holl re c’halloudek an douar ;
Lakaat a ra holl rouane ar boblou da sevel divar ho zrôn.
10 Holl e kemeront ar gomz, hag e leveront d’id :
Te ive, setu te hep nerz eveldomp !
Deuet out da veza henvel ouzomp !
11 Da vanifisans a zo diskennet er bez,
Gant ar zon euz da lirennou.
Gourvezet out var eur gwele a brenved,

595