20 En deiz se,
An nemorant a Israel hag ar re dec’het euz a di Jakob
Na gendalc’hfont ken d’en em harpa var an hini a skoe anezhei ;
Mes en em harpa a refont en gwirionez var an Aotrou, ar Zant a Israel.
21 An nemorant a addeuo, an nemorant a Jakob,
D’an Doue nerzuz.
22 Rag, ô Israel, ha pa vefe da bobl evel treaz ar mor,
Eun nemorant hepken a zistroio dezhan.
An distruj a zo rezolvet ; lakaat a raio da redek gant leunder ar reizter.
23 Rag an distruj Hen deuz lavaret,
An Aotrou, Aotrou an armeou, a ia d’ober anezhan er vro holl.
24 Dre ze, evelhen a lavar an Aotrou, Aotrou an armeou ;
Va fobl pehini a choum en Sion, n’az pez ket aoun euz Assur,
Pehini a sko ac’hanout gant ar walen
Hag a sav varnout te he vaz, en doare an Ejipt.
25 Rag c’hoaz eun nebeut amzer,
Hag an erez a gemero fin,
Ha ma c’holer a zeuo a enep dezhei evit ho distruja.
26 Neuze Aotrou an armeou a savo ar fouet a enep dezhan,
Evel ma skoaz Madian en roc’h Oreb ;
He vaz a vezo astennet var ar mor,
Hag e savo anezhi evel ma rea en Ejipt.
27 En deiz se, he vec’h a vezo lamet a zivar c’horre he ziouskoaz,
Hag he ieo divar da c’houzouk ;
Hag an druoni a lakao terri ar ieo.
28 Bale a raio var Ajjath : tremen a ra en Migron,
Lezel a ra he zam en Mikmash.
29 Tremen a reont an dired ;
Kemer a reont ho arzav en Geba ;
Rama a gren ;
Gibath-Saül a zo en tec’h.
30 Losk kriadennou lem, merc’hl Gallim !
Astenn da skouarn entrezeg Laïz, Anathoth paour !
31 Madmena a dec’h ;
Tud Gebim a glask eur gwasked,
32 C’hoaz an deiz ehan ma en Nob,
Hag e savo he zorn a enep menez merc’h Sion,
A enep krec’hien Jerusalem !
33 Setu, an Aotrou, Aotrou an armeou,
A zivaro ar brankou gant nerz ;
Ar gwez bras a vezo troc’het,
Hag ar c’hefiou huel a vezo diskaret.
Skei a raio gant an houarn strouejou ar c’hoajou stanka,
Hag al Liban a gwezo dindan an Holl-C’halloudek ?
11 Mes dont a raïo eur brank euz a gef Isai,
Hag eur voutaden a c’hano euz he c’hriziou.
2 Ha Spered an Aotrou a ziskwizo varnezhan,
Ar Spered a furnez hag a skiant,
Ar Spered a guzul hag a nerz,
Ar Spered a wiziegez hag a zoujans euz an Aotrou.
3 Kemer a raio he blijadur en doujans an Aotrou ;
Kement ken ne varno ket euz an diskouez,
Ha na droio ket var eur ia lavaret.
5 Mes barna a raio gant reizter ar re vihan,
Ha trei a rai gant eeünder evit re ezomek ar vro.
Skei a raio an douar euz he gomz, evel euz a eur walen,
Hag e lakaio d’ar maro an den fall dre ar c’houez euz he vuzellou.
5 Ar reizter a vezo gouriz he groazellou,
Hag ar wirionez gouriz he flankou.
6 Ar bleiz a choumo gant an oan,
Hag al leopard a vevo gant ar c’havrik ;
Al loue, al leon hag al loened a larder, a vezo a unan,
Hag eur bugel ho mesao.
7 An ouner a beuro gant an ourzez ;
Ho reou vihan a choumo asamblez,
Hag al leon a zebro kolo evel an ijen.
8 Ar bugel a zun ar vrôn a c’hoario en kichen toul an aspik,
Hag ar bugel dizounet a astenno he zorn var doul an aer viber.
9 Na vezo ket groet a zrouk, ha na vezo ket distrujet,
Var va holl venez santel ;
Rag an douar a vezo leuniet euz a anaoudegez an Aotrou,
Evel fons ar mor gant an doureier pere hen golo.
10 En deiz se, boutaden Isaï
A vezo eur banier savet evit ar boblou ;
Ar broadou en em droio entrezeg ennhan,
Hag he choumaj a vezo gloriuz.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/601
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI,, 11.
593