Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/600

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI, 10.

17 Rag an drougiez a zev, evel eun tân
Pehini a zevor an drez hag an drein ;
Devi a ra an taillou er c’hoadou,
Pere a sav en peuliou moged.
18 Koler Aotrou an armeou a dân ar vro,
Hag ar bobl a zeu preiz an tán ;
Den na espern he vreur.
19 Roga a reer a zeou, hag e ve naoun ;
Devori a reer a dleiz, ha ne oar ket leuniet :
Pep hini a zebr kig he vrec’h.
20 Manasse a zevor Efraim ; hac Efraim, Manasse.
A unvan, en em daolont var Juda,
En despet da gement se holl, he goler ne baouez ket.
Hag he zorn a zo bepred astennet.

10 Drouk-heur d’ar re a ra lezennou a zrougiez.
Ha pere a skriv evit urzi ar violans ;
2 Evit tremen ar reizter euz ar beorien
Hag evit kemer an eeünder digant re ezomek va fobl ;
Evit ober euz an intanvezed ho freiz,
Hag evit pilla ar vinored !
3 Petra a refet en deiz ar welidigez,
Pa zeuo an distruj a bell ?
Entrezek piou e tec’het-hu evit zikour
Ha pelec’h e lezfet-hu ho kloar ?
4 Ar re n’int ket en em izeleet entouez an esklaved
A gwezo entouez ar re varo.
En despet da gement se holl, he goler na baouezo ket,
Hag he zorn a zo bepred astennet !

5 DROUK-HEUR da Assur, gwalen va c’holer,
Ha pehini hen deuz en he zorn baz va erez !
6 Me he gas a enep eur vroad fall ;
Me a ro dezhan labour a enep pobl va c’holer,
Evit pilla hag evit diwiska,
Evit he vac’ha evel fank a ruou.
7 Mes n’ema ket evel se he c’hoant.
Evel se n’ema ket sonj he galoun.
Mes he galoun a sonj roga,
Distruja poblou en niver bras.
8 Rag lavaret a ra :
Va frinsed ha n’int-hi ket kement a rouane ?
Ha ne oe ket ouz Kalno evel euz Karkamiz ?
9 Ha ne oe ket eus a Hamath evel euz Arpad ?
Ha ne oe ket euz a Samari evel euz Damaz ?
10 Mar hen deuz tapet va dorn rouantelez an idolou,
A bere an imachou a dalvee muoc’h evit re Jerusalem ha Samari,
11 Ne rin me ket da Jerusalem ha d’ho imachou,
Evel em euz groet da Samari ha d’he idolou ?
12 Mes pa Hen devezo an Aotrou peurc’hroet he œuvr,
En menez Sion hag en Jerusalem,
He welin freuz kaloun ourgouilluz roue Assur,
Ha raogentez he zaoulagad savet.
13 Rag lavaret a ra : He c’hroet em euz dre nerz va dorn
Ha dre va furnez ; rag skiantek oun.
Dilec’hiet em euz harzou ar boblou, hag em euz pillet ar pez ho doa a brisiusa ;
Hag, evel eur c’halounnek, em euz diskennet rouane euz ho zrôniou.
14 Va dorn hen deuz kavet pinvidigez ar boblou, evel ma kaver eun nez ;
Evel ma tastumer ouiou dilezet,
Em euz dastumet, me, an douar holl ;
Ha nikun n’euz finvet he askel,
Digoret he vek, na laosket eur griaden.
15 Ar vouc’hel hag en em veuli a rafe a enep an nep en em zervich outhi ?
Pe an esken en em sevel a rafe dreist an nep he laka da finval ?
Evel ma raje ar walen lakaat da finval ar re a sav anezhi,
Evel ma savche ar vas ar vrec’h !
16 Dre ze an Aotrou, Aotrou an armeou, a gaso
An distruj var he dud krenv,
Hag, en kreiz he vanifisans, en em dastumo
Evel eun elum tân.
17 Ha sklerijen Israel a zeuo eun tân,
Hag he Zant our flam,
Pehini a zevo hag a zevoro he zrein hag he zrez,
En eun deiz hepken ;
18 Pehini a guzumo mik,
Gloar he goad hag he liorz.
Beza e vezo outhei evel euz eur c’hlanvour pehini a ia kwit.
Neuze an nemorant euz a wez ar c’hoad a vezo eazet da niveri,
Hag eur bugel ho lakao dre skrid.

592