A zo tomeet gant ar gwin !
12 An delen hag al luth, an taboulin, ar fleût hag ar gwin a zo en ho festou ;
Mes na lekeont ket a evez euz a œuvr an Aotrou,
Ne welont ket labour he zaouarn.
13 Dre ze va fobl a vezo kaset esklav,
Dre vank a anaoudegez ; he rr nobl a varvo gant an naoun,
He bobl a zinerzo gant ar sec’hed.
14 Abalamour da ze ar bez a zo en em ledaneet ;
Digeri a ra he c’henou hep muzur ;
Manifisans Jerusalem a zisken ennhan.
He vanden trouzuz ha joaus.
15 Ar wersed a zo digalounekeet, a re vras a zo izeleet,
Daoulagad ar re ourgouilluz a vezo pleget.
16 Aotrou an armeou a vezo glorifiet dre ar varnedigez,
An Doue santel a vezo santifiet, dre ar justis.
17 An oaned a beuro evel en ho fouriou,
Hag an diavezidi a zevoro parkeier glac’haret ar ro binvidik.
18 Gwal-eur d’ar re a denn an drougiez gant kerden ar gaou,
Hag ar pec’hed evel tretou eur c’har ;
19 Pere a lavar : Ma asto, ma vuaneo he labour,
Evit ma welfomp anezhan !
Ma ez aio araog ha ma teuo, c’hoant ar Sant a Israel,
Ha ni a anavezo anezhan !
21 Gwal-eur d’ar re a c’halv an drouk mad hag ar mad fall ;
Pere a ra euz an devalijen ar sklerijen, hag euz ar sklerijen an devalijen ;
Pere a ra ar c’hoero dous hag an dous c’hoero !
21 Gwal-eur d’ar re a zo fur d’ho daoulagad
Ha skiantek d’ho barnedigez ho unan !
22 Gwal-eur d’ar re a zo nerzuz evit eva gwin,
Ha kalounek evit meska ar servoaz !
23 Pere a justifi ar c’houpabl dre eur prof
Hag a lam ho droet digant ar re just.
24 Dre ze, evel ma tevor an tân ar zoul,
Hag evel ma kuzum ar flam ar ieoten sec’h,
Ho grizien a gwezo en breinadurez
Hag ho bleuen a ielo en poultren ;
Rag taolet ho deuz kwit lezen Aotrou an armeou,
Disprijet ho deuz gir ar Sant a Israel.
25 Dre ze koler an Aotrou en em dan a enep he bobl.
Asten a ra he zorn varnezhan, skei a ra,
Hag ar meneziou a gren a gement se ;
Ho c’horfou maro a zo evel an teil en kreiz ar ruou.
En despet da gement se, he goler ne harz ket, hag he zorn a zo bepred astennet.
26 Sevel a ra eur banier entrezeg ar boblou a bell ;
C’hwitellet a ra evit gervel unan anezhei a ben an douar ;
Ha setu, buan ha prest, en em gav.
27 Nikun n’eo skrwiz, nikun ne vransel,
Nikun na gousk, nikun na vored ;
Nikun n’hen deuz gouriz he groazellou dizereet,
Na korreen he voutou torret.
28 He virou a zo lem ;
He holl waregou a zo stiniet ;
Boutez he gezek a zo henvel euz eur mean,
Hag he rodou euz an arne.
29 Iudaden al leonez hen deuz ;
Iudel a ra evel al leoned iaouank : groniel a ra, ha kregi er preiz ;
He gas a ra ganthan, ha nikun na savetaa anezhan.
30 En deiz se, e krozo a enep Juda,
Evel ma kroz ar mor.
Ra vezo sellet entrezeg an douar :
Setu an devalijen hag an ankroez ;
Ar sklerijen a zo tevaleet gant ar c’houmoul.
6 AR bloaz euz a varo ar roue Ozias, me a welaz an Aotrou azezet var eun trôn huel ha savet, ha plegou he zillad a leunie an templ.
2 Serafined en em dalc’he a uz dezhan, ha pep hini anezhei hen doa c’hwec’h askel : gant daou e c’holoent ho bisach ; gant daou e c’holoent ho zreid ; ha gant daou o nijent.
3 Krial a reent an eil d’egile, hag e lavarent : Santel, santel, santel eo Aotrou an armeou ! An douar holl a zo leun euz he c’hloar !
4 Soliou an treuzou a oe bransellet gant mouez an hini a grie, hag an ti a oe leuniet a voged.
5 Neuze o lavariz : Gwal-eur d’in