Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/595

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 4, 5.

20 Ho ereou bleou, chadennigou ho zreid, ar gourizou,
Ar gouestou a c’houez vad hag al lagadennou skouarn ;
21 Ar gwalinier hag al lagadennou evit ar fri ;
22 Saeou ar gwel, an tunikou ledan,
Ar mantellou, ar zier bihan,
23 Ar miliouriou, an invisou,
Ar c’hurunennou hag ar mantellouigou.
24 El lec’h parfum, e vezo c’houez fall ;
El lec’h gourizou, kerden ;
El lec’h bleo frizet, pennou moal ;
El lec’h robennou hijuz, zier moan ;
Groejennou el lec’h kaerder.
25 Da wersed a gwezo dre ar c’hleze,
Ha da dud kaloanek dre ar brezel.
26 Doriou Sion a huanado hag a vezo en kanvou ;
Glac’haret, ec’h azezo d’an douar.

4 En deiz se, seiz greg a grogo en eur goaz hepken, hag a lavaro :
Ni a zebro hon bara,
Hag en em wiskfomp euz hon dillad ;
Nemert e toukfomp da hano ;
Laka hon dismegans da baouez !

2 En deiz se, diwan an Aotrou
A vezo ar wiskadurez hag ar gloar
Euz re dec’het Israel ;
Freuz an douar a vezo ho ourgouil hag ho ficheur.
3 Hag ar re a vano euz Sion, ar re a vez choumet a zemorant en Jerusalem,
A vezo galvet santel,
Ar re holl euz a Jerusalem a bere an hanoiou a vezo entouez ar re veo,
4 Pa Hen devezo an Aotrou gwalc’het hudurnez merc’hed Sion,
Ha savet ar goad euz a greiz Jerusalem,
Dre ar spered a reizder ha dre ar spered pere a guzum.
5 Ha var holl astennidigez menez Sion,
Ha var he asambleou,
An Aotrou a grouo eur goabren hag eur vogeden enpad an deiz,
Hag enpad an noz skeud eun tân devuz.
Rag an holl c’hloar a vezo lakeat en goudor.
6 Hag e vezo eno eun waskeden, pehini a roio skeud en deiz a enep an domder,
Pehini a zervicho da dec’h ha da voden a enep an tempest hag ar glao.

5 ME a gano evit ma c’haret-mad
Kanaouen va c’haret-mad var he winien.
Va minion hen doa eur winien
Var eur grec’hien produuz.
2 He difounta a reaz ; lemel a reaz kwit ar vein, he flanta a reaz a blant mad meurbed ;
Sevel a reaz eun tour en he c’hreiz,
Hag e toullaz eur presouar ennhi.
Hag ec’h espere ma roje rezin ;
Mes produi a reaz tokadou rezin gwez.
3 Brema eta, tud Jerusalem, tud Juda,
Barnet entre me ha va gwinien.
4 Petra oa c’hoaz da ober d’am gwinien,
Ha n’em euz ket groet evithi ?
Perag, pa esperen e roje rezin,
Ne deuz-hi roet nemert rezin gwez ?
5 Ha brema me a ia da ziski deoc’h
Ar pez a fell d’in ober d’am gwinien :
Lemel a rin he garz kwit, hag e vezo peuret ;
Freuza a rin he stoufaden, hag e vezo mac’het.
6 He c’has a rin en eul lec’h distro ;
Ha ne vezo ken troc’het na palet ;
Piniet a raio en drez hag en drein ;
Gourc’hemen a rin d’ar c’houmoul
Na lezfont ken a c’hlao da gweza varnezhi.
7 Ha gwinien Aotrou an armeou, eo ti Israel,
Ha tud Juda eo ar blanten en pehini e kemere plijadur.
Gortoz a rea outhei ar reizted, ha setu lazarezou ;
Ar justis, ha setu kriadennou a dristidigez !
8 Gwal-eur d’ar re a unan ti da di,
Pere a laka park gant park,
Ken na vefe ken a blas
Ha ma chomfac’h hoc’h unan enkreiz ar vro !
9 Aotrou an armeou Hen deuz roet da anaout d’in :
Ma ne ve ket an tiez niveruz lakeat en glac’har,
Ma ne ve ket an tiez bras ha kaer'privet a dud !...
10 Dek arpant gwinien zoken na brodufont ket nemert eur bath,
Hag eun homer a had na broduo nemert eun efa.
11 Gwal-eur d’ar re a sav abred euz ar beure
Da redek varlerc’h ar servoaz,
Ha pell araog an noz

587