Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/597

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 7.

me ! Kollet oun ! Rag eun den oun a behini ar muzellou a zo dibur, hag e chouman en kreiz eur bobl a behini ar muzellou a zo dibur, ha va daoulagad ho deuz gwelet ar roue, Aotrou an armeou ! 6 Mes unan euz ar serafined a nijaz entrezeg ennoun, o kaout eur c’hlaouen ardant en he zorn, pehini hen doa kemeret a zivar an aoter gant pinsetezou. 7 Hag e stokaz va genou ganthan, hag e lavaraz : Brema hema hen deuz stoket da vuzellou ; da zrougiez a zo lamet kwit, da bec’hed a zo pardounet.

8 Goude e kleviz mouez an Aotrou, pehini a lavare :
Piou a gasin me ha piou a vezo va c’hannad ?
Ha me a lavaraz : Setu me ama, kas ac’hanoun me.
9 Hag’ e lavaraz : Kea ! ha lavar d’ar bobl ze : Klevet a refeet, mes na gomprenfet ket ;
Gwelet a refeet, mes na welfeet ket.
10 Kaleta kaloun ar bobl ma,
Laka he ziouskouarn pouner, golo he zaoulagad !
Ra na welo ket gant he zaoulagad,
ma na glevo ket gant he ziouskouarn,
Ma na gompreno ket he galoun,
Ma na zistroio ket ha ma na vezo ket iac’heet !
11 Ha me a lavaraz : Bete pegeit, Aotrou ?
Hag Hen a respountaz : Bete ma vezo ar c’heariou glac’haret
Hag hep tud,
Hag an tiez hep tud,
Hag an douar distro ha glac’haret ;
12 Bete ma Hen devezo an Aotrou pelleet an dud ac’hane,
Ha ma vezo ar zioulded bras en kreiz ar vro.
13 Ma van eun dekved euz ar bobl eno,
E vezo a nevez distrujet.
Mes, evel ma vir eur wezen terbint pe eun derwen,
He c’hef pa ziskarer anezhi,
E vano euz ar bobl ma eur c’hef, eul lignez santel.


7 HAG ec’h eruaz, en amzer Akaz, mab Jotham, mab Ozias, roue Juda, penaoz Retsin, roue ar Siri, ha Pekak, mab Remalia, roue Israel, a biniaz a enep Jerusalem evit e c’helc’hia ; mes ne heljont ket he c’helc’hia. 2 Hag e teujot da lavaret da di David : Ar Sirian a gampr en Efraim. Neuze kaloun Akas ha kaloun he bobl a oe bransellet, evel ma ve bransellet gwez ar c’hoad gant an avel.

3 Goude an Aotrou a lavaraz da Ezai : Kea araog Akaz, te ha Shearjashub, da vab, entrezeg penn kasdour ar stank d’an neac’h, da gaout choser park ar c’houez. 4 Ha lavar dezhan :

Laka evez, ha choum zioul ;
N’az pez ken aoun dirag netra,
Ha ma n’en em c’hlac’haro ket da galoun
Dirag an daou bennat glaouen vogedus se,
Dirag koler tanuz Retsin,
Euz ar Siri, hag euz mab Remalia,
5 Abalamour ar Siri a sonj drouk en da enep,
Gant Efraim ha mab Remalia, ha ma leveront :
6 Piniomp a enep Juda, skoomp anezhan a spount
Ha pillomp ar gear a freuzadennou,
Ha lekeomp mab Tabeal da roue ennhi !
7 Evelhen a lavar an Aotrou Doue :
An dra ze n’hen devo ket a lec’h, kement se na vezo ket groet.
8 Rag penn ar Siri, eo Damaz ;
Ha penn Damaz, eo Retsin ;
Hag aben pemp bloaz ha tri-ugent,
Efraim a vezo lakeat a dammou ha na vezo ken eur bobl.
9 Ha penn Efraim, eo Samari ;
Ha penn Samari, mab Remalia.
Penaoz ma na gredet ket,
Na badfeet ket.

10 An Aotrou a gomzaz c’hoaz da Akaz, hag a lavaraz dezhan : 11 Goulen eur zin digant an Aotrou da Zoue ; goulen anezhan pe el lec’hiou izel, pe el lec’hiou huel. 12 Hag Akaz a lavaraz : Na c’houlennin ket, ha ne dentin ket an Aotrou. 13 Neuze Ezai a lavaraz :

Selaou, o ti David !
Ha re nebeut eo evidoc’h skwiza an dud,
Ma skwizet ive ma Doue ?
14 Abalamour da ze an Aotrou He unan a roio eur zin deoc’h :
Setu, ar werc’hez a vezo brazez ; genel a raio eur mab,
Hag e roio dezhan an hano a Emmanuel.
15 Dibri a raio koaven ha mel,
Bete ma wio teurel an drouk kwit ha choaz ar mad.
16 Mes, araog ma wio ar bugel teurelkwit an drouk ha choaz ar mad,

589