3 Gwelet a rez pa valean ha pa gouskan ;
Anaout a rez en gwirione va holl henchou.
4 Araog ma ve zoken ar gomz var va zeod,
Setu, o Aotrou, Te he anavez holl.
5 Ma derc’hel a rez stardet dre adre ha dre araog,
Hag Hec’h euz lakeat da zorn varnoun.
6 Anaoudegez re vurzuduz evidoun,
Ken huel ma n’hellan ket he c’hompren !
7 Pelec’h ez in pell euz da Spered,
Ha pelec’h he tec’hin pell euz da fas ?
8 Mar pinian en envou, out eno ;
Ma en em c’hourvezan er bez, ez out ennhan.
9 Ma kemeran eskel tarz an deiz,
Ha mar d’an da choum en penn ar mor,
10 Eno memeuz, da zorn am reno,
Ha da du deou am dalc’ho.
11 Ma lavaran : Da vihana an devalijen am goloo ;
An noz a zeuo sklerijen en dro d’in ;
12 An devalijen zoken n’eo ket tevalijen evidout,
Hag an noz a lugern evel an deiz ;
An devalijen a zo evel ar sklerijen.
13 Te eo Hec’h euz groet va c’hroazellou,
Doareet ac’hanoun en kov va mam.
14 Da veuli a ran euz ma oun bet groet en eun doare estranj ha burzuduz ;
Da oeuvrou a zo burzuduz
Ha va ine hen anavez mad.
15 Va eskern n’int ket kuzet ouzit,
Pa oan groet en kuz,
Doareet evel eur wiaden en lec’hiou izel an douar.
16 Da zaoulagad ho deuz va gwelet, pa oan evel eun dra dizoare,
Ha var da levr oa merket
An holl deiziou pere a zo merket d’in,
Pa ne oa hini anezhei.
17 Pegen talvouduz eo d’in da sonjou, o Doue,
Ha pegen bras eo an niver anezhei !
18 Fellout a ra d’in ho niveri ? Niverusoc’h int evit an treaz.
Ha dihun oun ? Me a zo c’hoaz ganez.
19 O Doue, na lakai-te ket an den fall da vervel ?
Tud a oad, pellait ouzin.
20 Komz a reont ouzit evit ober fall ;
Da enebourien a dou en faos dre da hano.
21 Aotrou, ha na gasain ket ar re a gasa ac’hanout ?
Ha n’am befe ket a eûiz euz ar re en em sav a enep d’id ?
22 Ho c’hasaat a ran euz a eur gasouni barfet ;
Ho derc’hel a ran evit va enebourien.
23 Furch ac’hanoun, o Doue, hag anavez va c’haloun ;
Ese ac’hanoun, hag anavez va sonjou.
24 Gwel hag hen n’oun ket en eun hent a zireizded,
Ha ren ac’hanoun en hent peurbaduz !
1 D’ar mestr-kaner. Zalm David.
2 AOTROU, delivr ac’hanoun euz an den drouk,
Ha diwall ac’hanoun euz an den violant,
3 Pehini a sonj fall en ho c’haloun,
Hag a sav bemdez brezelliou ;
4 Pere a lem ho zeod evel eun aer ;
Pere ho deuz eur vulum aspik dindan ho muzellou. Selah.
5 Aotrou, diwall ac’hanoun euz daouarn an den fall,
Diwall ac’hanoun euz an den violant,
Pehini a glask ma lakaat da gweza.
6 Ar re ourgouilluz ho deuz stiniet pechou ha lasou d’in ;
Laket ho deuz kerden var bord an hent ;
Stiniet ho deuz ereou d’in. Selah.
7 Lavaret em euz d’an Aotrou : Te eo va Doue ;
Prest skouarn, o Aotrou, da vouez va fedennou !
8 Aotrou, Aotrou, pehini eo nerz va zilvidigez,
Goloet Hec’h euz va fenn en deiz ar brezel.
9 Aotrou, na ro ket d’an den fall he c’hoantou ;
N’he laka ket da zont a benn euz he c’hoantou ; en em huelaat a rafe.
10 Ra gwezo var benn ar re a gelc’h ac’hanoun
Drougiez ho muzellou !
11 Ra gwezo glaou devuz varnezhei !
Ra ho sklapoa en tân,
Er c’houmou doun a bere na savfont ken !
12 An den a deod fall na vezo ket starteet var an douar ;