Ha divarben an den violant, an drouk a genredo anezhan hag hen diskaro.
13 Me a oar he raio an Aotrou eeünder d’ar re c’hlac’haret,
Ha reizder d’ar re ezomek.
14 Ia, ar re wirion a veulo da hano ;
An dud wirion a choumo dirag da fas.
Aotrou, da bedi a ran ; hast dont d’am c’haout ;
Prest skaouarn d’am mouez, pa grian d’id !
2 Ra zeuo va feden dirazout evel eur c’houez vad,
Hag ar savidigez euz va daouarn evel eur c’hinnig a abardaez !
3 Aotrou, laka eur gward var va genou ;
Diwal dor va muzellou.
4 Na gas ket va c’haloun d’an traou fall,
Evit ober oberiou fall dre zrougiez,
Gant oberourien ar fall,
Ha ra na davein ket euz ho flijaduriou !
5 Ra skoo an den gwirion ac’hanoun, kement se a vefe em faver ;
Ra gemerfont ac’hanoun, kement se a vezo eol var va fenn ;
N’en em disiroio ket,
Rag c’hoaz ho pedin evithan en he boaniou.
6 Ra vezo sklapet ho mestr a hed a reier,
Neuze he selaoufer va c’homzou ; rag plijabl int.
7 Evel pa labourer ha pa faouter an douar,
Hon eskern a zo sklabezet en geno ar bez.
8 Mes d’az kaout Te, o Aotrou Aotrou, eo en em dro va daoulagad ;
Me en em denn var zu ennout, na zilez ket va ine !
9 Diwall ac’hanoun euz ar pech pehini ho deuz stiniet d’in.
Hag euz ereou an oberourien a fallentez !
10 Ra gwezo ar re fall asamblez en ho lasou,
El lec’h me, me a dec’ho !
2 KRIAL a ran, gant va mouez, d’an Aotrou ;
Gant va mouez he pedan an Aotrou.
3 Lakaat a ran va c’hlem dirazhan ;
Lakaat a ran va zristidigez en he bresans.
4 Pa ema va spered dinerzet ennoun, Te, Te a anavez va hent.
Kuzet ho deuz eur pech d’in en hent en pehini he valeen.
5 Sell euz va zu deou, ha gwel ! Den na anavez ac’hanoun ;
Pep digemer a vank d’in ; den ne sonj em ine.
6 Aotrou ! me a gri d’id,
Hag he lavaran : Te eo va boden,
Va loden en douar ar re veo.
7 Be selaouez d’am c’hriaden, rag gwal ezomek oun ;
Delivr ac’hanoun euz ar re am red, rag nerzusoc’h int evidoun !
8 Tenn va ine euz he brizoun, evit ma veulin da hano.
Ar re wirion a zeuo endro d’in,
Abalamour ma ez pezo groet vad d’in.
AOTROU, selaou va goulen, prest skouarn d’am fedennou ;
Respount d’in en da wirionez, en da reizder !
2 Ha nez a ket en barnedigez gant da zervicher ;
Rag den beo ebet na vezo gwirion dirazout.
3 Rag an enebour a glask va ine ;
Gwaska a ra va buez d’an douar ;
Ober a ra d’in choum en devalijen, evel ar re pere a zo maro aboe pell zo.
4 Ha va spered a zo dinerzet ennoun ;
Va c’haloun a zo trubuliet em c’hreiz.
5 Sonj em euz euz an deiziou gwech all ;
Sonjel a ran en da holl oeuvrou ;
Komz a ran euz labouriou da zaouarn.
6 Asten a ran va daouarn var zu ennout ;
Va ine hen deuz sec’het ac’hanout, evel eun douar dizec’het. Selah.
7 Aotrou, hast, respount d’in ! Va spered en em guzum.
Na guz ket da fas ouzin,
En hevelep doare ma teufen da veza henvel euz ar re a zisken ar poull !
8 Ro da anaout da vadelez d’in adaleg ar beure ;
Rag en em fiziet oun ennout ;