Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/547

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 137, 138, 139.

Rag he drugarez a bad da virviken !
13 An hini Hen deuz faoutet ar mor Ru en daou,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
14 Pehini Hen deuz lekeat Israel da dremen dre he greiz,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
15 Hag Hen deuz diskaret Faraon hag he arme er mor Ru,
Rag he drugarez a bad da virviken !
16 An hini Hen deuz renet he bobl dre an distro,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
17 Pehini Hen deuz skoet rouane bras,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
18 Hag hen deuz lazet rouane manifik,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
19 Sihon, roue an Amoreaned ;
Rag he drugarez a bad da virviken ;
20 Hag Og, roue Bassan,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
21 Hag Hen deuz rout ho bro en heritach,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
22 En heritach da Israel, he zervicher,
Rag he drugarez a bad da virviken !
23 An hini pehini, pa oamp izeleet, Hen doa bet sonj ennomp,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
24 Hag Hen deuz hon delivret euz hon enebourien,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
25 Pehini a ro bevans da bep kig,
Rag he drugarez a bad da virviken !
26 Meulit Doue an envou ;
Rag he drugarez a bad da virviken.


ZALM CXXXVII.


1 NI zo azezet tost da rivierou Babilon,
Hag eno, hon euz garmet,
O kaout sonj euz a Sion.
2 Staget hon euz hon zelennou
Euz alek ar vro.
3 Eno, ar re hon doa kaset da esklaved a c’houlenne ouzomp kanaouennou joaus :
Kanet deomp eun dra benag euz kanaouennou Sion.
4 Penaoz he kanfomp-ni kanaouennou an Aotrou
En eun douar diaveziad ?
5 Mar ankouezan ac’hanout. Jerusalem,
Ra en em ankouezo va zu deou he unan !
6 Ra en em stago va zeod euz va staon,
Ma n’em be ket sonj ac’hanout,
Ma na ran ket euz a Jerusalem
Va abek brasa a joa !
7 Aotrou, az pez sonj euz bugale Edom,
Pere, en deiz Jerusalem,
A lavare : Touzet, touzet,
Beteg he zoliou !
8 Merc’hed Babel, an distrujet,
Euruz an hini a roio d’id
Ar pez ec’h euz groet deomp !
9 Euruz ar re a gemero da vugale,
Hag ho friko euz ar roc’h !


ZALM CXXXVIII.


1 Zalm David.

ME a veulo ac’hanout euz a grei va c’haloun ;
Me a gano d’id dirag Doue.
2 En em stoui a rin en palez da santelez,
Hag he veulin da hano, abalamour d’az madelez ha d’ar gwirione ;
Rag manifik ec’h euz peur-c’hroet da gomz, en tu all da bep brud.
3 An deiz ma em euz da bedet,
Hec’h euz va zelaouet ;
Delivret ec’h euz ac’hanoun ha nerzet va ine.
4 O Aotrou, holl rouane an douar az meulo,
Pa ho devezo klevet komzou da c’henou.
5 Hag he kanfont henchou an Aotrou ;
Rag gloar an Aotrou a zo bras.
6 Rag an Aotrou, pehini a zo savet huel, a wel an hini a zo izel,
Ha gwelet a ra a bell an hini en em sav.
7 Ma valean en kreiz ar glac’har, he rentez d’in ar vuez ;
Asten a rez da zorn a enep koler va enebourien,
Ha da du deou am delivro.
8 An Aotrou a achuo ar pez a zell ouzin.
Aotrou, da vadelez a bad da viken.
Na zilez ket labour da zaouarn !


ZALM CXXXIX.


1 D’ar mestr-kaner. Zalm David.
AOTROU, Te ec’h euz va furchet, ha Te Hec’h euz va anavezet.
2 Anaout a rez pegoulz hec’h azezan ha pegoulz he savan ;
Disolo a rez a bell va sonj.

539