SETU, benniget an Aotrou, c’hwi, holl zervicherien an Aotrou,
Pere en em zalc’h en ti an Aotrou enpad an noziou.
2 Savit ho taouarn entreze ar santuar,
Ha benniget an Aotrou
3 An Aotrou a vennig ac’hanout euz Sion,
Hen pehini Hen deuz groet an envou hag an douar !
1 MEULET an Aotrou !
Meulet hano an Aotrou ;
Meulet anezhan, servicherien an Aotrou !
2 C’hwi pere en em dalc’h en ti an Aotrou,
En leuriou ti hon Doue,
3 Meulet an Aotrou, rag an Aotrou a zo mad !
Kanet d’he hano, rag mad eo !
4 Rag an Aotrou hen deuz kemeret Jakob
Hag Israel evit he zalc’h.
5 Rag anaout a ran eo bras an Aotrou,
Hag hon Aotrou a zo dreist an holl doueou.
6 An Aotrou a ra kement a blij ganthan
En envou ha var an douar, er moriou hag en holl dounderiou.
7 Hen eo an hini a laka ar brumennou da sevel euz penn an douar ;
A ra al luc’hed hag ar glao ;
A denn an avel euz he densoriou.
8 Hen eo a skoaz re genta-ganet an Ejipt,
Adaleg an dud beteg al loened ;
9 Pehini Hen deuz kaset siniou ha burzudou en da greiz,
Ejipt, a enep Faraon hag a enep he holl zervicherien ;
10 Pehini Hen deuz skoet meur a vroad,
Ha lekeat d’ar maro rouane galloudek :
11 Sihon, roue an Amoreed,
Hag Og, roue Basan,
Hag holl rouane Kanaan ;
12 Ha pehini Hen deuz roet ho bro en heritach,
En heritach da Israel, he bobl.
13 Aotrou, da hano a bad da virviken ;
Aotrou, da vemor a zo a oad en oad.
14 Rag an Aotrou a raio reizder d’he bobl,
Hag Hen devezo truez euz he zervicherien.
15 Idolou ar broadou a zo arc’hant hag aour,
Groet gant daouarn an den.
16 Eur genou ho deuz, ha na gomzont ket ;
Daoulagad ho deuz, ha na welont ket ;
17 Diouskouarn ho deuz, ha na glevont ket.
N’euz ket ken nebeut a halen en ho genou.
18 Ar re ho gra hag ar re holl
En em fiz ennhei a zeu henvel outhei !
19 Ti Israel, benniget an Aotrou !
Ti Aaron, benniget an Aotrou !
20 Ti Levi, benniget an Aotrou !
C’hwi pere a souj an Aotrou, benniget an Aotrou !
21 Benniget ra vezo, euz a Sion, an Aotrou,
Pehini a choum en Jerusalem !
Meulit an Aotrou !
1 MEULET an Aotrou, rag mad eo ;
Rag he drugarez a bad da virviken !
2 Meulet Doue an doueou,
Rag he drugarez a bad da virviken !
3 Meulet Aotrou an aotroune,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
4 An hini pehini hepken a ra burzudou bras,
Rag he drugarez a bad da virviken !
5 An hini Hen deuz groet an env gant skiant,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
6 Pehini Hen deuz astennet an douar var an doureier,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
7 Pehini Hen deuz groet ar goulaouennou bras,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
8 An heol evit ren var an deiz,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
9 Al loar hag ar stered evit ren var an noz,
Rag he drugarez a bad da virviken !
10 An hini Hen deuz skoet an Ejipt en he re genta-ganet,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
11 Ha pehini Hen deuz lakeat Israel da vont euz ho zouez,
Rag he drugarez a bad da virviken ;
12 A zorn nerzuz hag a vrec’h astennet,