Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/545

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 130, 131, 132, 133.


ZALM CXXX.


1 Kanaouen Maaloth.

O AOTROU, da bedi a ran euz al lec’hiou doun.
2 Aotrou, selaou va, mouez !
Ra vezo da ziouskouarn selaouuz
Da vouez va fedennou !
3 Aotrou, ma lekeez evez euz an droukiou,
Aotrou, piou a harzo ?
4 Mes ar pardoun a zo en da gichen,
Evit ma vezi doujet.
5 Gortozet em euz an Aotrou ; va ine hen deuz He c’hortozet,
Hag em euz bet va esperans en he c’hir.
6 Va ine a c’hortoz an Aotrou,
Muoc’h evit ne ra ar gwarded ar beure.
7 Israel, en em fiz en Aotrou,
Rag an drugarez a zo en kichen an Aotrou,
Hag an dasprenadurez a zo founuz en he gichen.
8 Hag Hen He unan eo a zaspreno Israel
Euz he holl droukiou.


ZALM CXXXI.


1 Kanaouen Maaloth, a Zavid.

AOTROU, va c’haloun n’eo ket en em c’houezet ; va daoulagad n’int ket en em zavet ;
Ha n’em euz ket klasket an traou re vras ha re huel evidoun.
2 N’em euz ket lekeat ha sioulaet va ine,
Evel ma ra eur bugel dizounet en kenver he vam ?
Va ine a zo ennoun evel eur bugel dizounet.
3 Israel, esper en Aotrou,
Adaleg brema ha da viken !


ZALM CXXXII.


1 Kanaouen Maaloth.

AOTROU, bez sonj euz David
Hag euz he holl glac’har ;
2 Hen pehini a douaz d’an Aotrou,
Hag a reaz ar gwestl ma da C’halloudek Jakob :
3 Mar ez an dindan abri va zi,
Ha mar pinian var ar gwele el lec’h ma tiskwizan ;
4 Ma roan morgousk d’am daoulagad
Ehan d’am malvennou ;
5 Ken am bezo kavet eul lec’h evit an Aotrou,
Eur choumaj evit Galloudek Jakob !
6 Setu, hon deuz klevet komz en Efrat
He gavet hon euz en parkeier Jaar.
7 Deomp en he choumajou ;
En em stouomp dirag skabel he dreid !
8 Sav-Te, o Aotrou, deuz da lec’h euz da ziskwiz,
Te hag an arc’h euz da nerz !
9 Ra vezo da sakrifierien gwisket a wirionez,
Ha ma kano da re garet-mad a joa
10 Abalamour da garante David, da zervicher,
Na daol ket kwit fas da Eoliet
11 An Aotrou Hen deuz touet ar wirione da Zavid,
Ha n’hen disraio ket :
Lakaat a rin var da drôn frouez da gov.
12 Ma vir da vibien va c’honvenans
Ha va zesteniou pere a ziskin dezhei,
Ho mibien ive, da virviken, a vezo azezet var da drôn.
13 Rag an Aotrou Hen deuz dibabet Sion ;
Kavet eo bet ganthan mad evit ober ennhi he choumaj.
14 Beza eo, emezhan, al lec’h euz va ehan,
Da virviken ; choum a rin ennhi, rag he choazet em euz.
15 Benniga a rin gant founusder he bevans ;
Leunia a rin a vara he feoien.
16 Me a wisko a zilvidigez he sakrifiourien,
Hag he re wirion a gano gant eur joa vras.
17 Eno eo he lakain eur c’horn da sevel da Zavid,
Hag he kempennin eul lamp d’am Eoliet.
18 Golo a rin a vez he enebourien,
Ha varnezhan he lugerno he gurunen.


ZALM CXXXIII.


1 Kanaouen Maaloth, a Zavid.

SETU ama, oh ! pegen mad ha pegen kaer
Eo gwelet breudeur o choum unanet asamblez !
2 Evel an eol prisius eo pehini a zisken var benn
Ha var baro Aaron,
Pehini a zeu bete bord he zillad ;
3 Hag evel glizen Hermon
Pehini a zisken var meneziou Sion ;
Rag eno eo Hen deuz an Aotrou urzet ar vennoz,
Hag ar vuez da viken.

537