Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/539

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 119.

Mes da zervicher a sonj en da lezennou.
24 Dre ze da desteniou eo va flijaluriou
Ha tud va c’huzul.

Daleth.

25 Va ine a zo staget euz ar poultr ;
Gra d’in adbeva hervez da gomz !
26 Diskleriet em euz did Va henchou, hag Hec’h euz respountet d’in ;
Disk d’in da lezennou.
27 Ro d’in da anaout hent da c’hourc’hemennou,
Hag he komzin euz da vurzudou.
28 Va ine a wel a c’hlac’har ;
Adsav ac’hanoun hervez da gomz !
29 Pella ouzin hent ar gaou,
Ha ro d’in ar c’hras da viret da lezen.
30 Choazet em euz hent ar wirione ;
Lakeat em euz da varnedigezou dirag va daoulagad ;
31 En em staget oun euz da desteniou ;
Aotrou, n’am laka ket mezek !
32 Redek a rin en hent da c’hourc’hemennou,
Pa ez pezo lekeat va c’haloun er frankiz.

He.

33 Aotrou, kelen d’in hent da lezennou,
Ha me he viro bete ar fin.
34 Ro d’in’ skiant, ha me a viro da 1ezen ;
Me he miro a greiz va c’haloun.
35 Laka ac’hanoun da vale en hent da c’hourc’hemennou ;
Rag kemer a rin plijadur ennhei.
36 Izelaa va c’haloun entrezeg da desteniou,
Ha nan var zu ar gounid.
37 Distro va daoulagad euz gwel ar vanite ;
Laka ac’hanoun da adbeva en da henchou !
38 Startaa da c’hir d’az servicher,
An hini a zo evit ar re a souj ac’hanout.
39 Distro ouzin ar vez euz pehini em euz aoun ;
Rag da urzou a zo mad.
40 Setu, he c’huanadan varlerc’h da c’hourc’hemennou ;
Ma laka da veva dre da reizder.

Vau.

41 Ha zeuo da vadelez varnoun, o Aotrou !
Ha da zilvidigez, hervez da c’hir !
42 Hag em bezo peadra da respount d’an hini am zamall ;
Rag en em fiziout a ran en da c’hir.
43 Na lam ket holl euz va genou ar gomz a wirione ;
Rag en em c’hortoz a ran d’az barnedigezou ;
44 Hag he virin dalc’h-mad
Ha da viken da lezen.
45 Bale a rin er frankiz,
Abalamour ma em euz adklasket da c’hourc’hemennou.
46 Komz a rin euz da desteniou dirag ar rouane,
Ha n’em bezo ket a vez.
47 Va flijadur a rin euz da c’hourc’hemennou
Pere a garan.
48 Sevel a rin va daouarn entrezeg da c’hourc’hemennou pere a garan,
Hag en em dalc’hin euz da lezennou.

Zain.

49 Az pez sonj euz ar gir roet d’ar servicher,
En pehini Hec’h euz va lekeat da esperout.
50 Houma eo va dic’hlac’har em foan
Eo ma ro da c’hir ar vuez d’in.
51 Re ourgouilluz am golo a waperez ;
Mes na bellaan ket euz da lezen.
52 Sonj em euz en da varnedigezou a wech all, o Aotrou,
Hag en em dic’hlac’haran.
53 An drouk a grog ennoun a enep ar re fall
Pere a zilez da lezen.
54 Da lezennou eo abek va c’hanaouennou,
En ti en pelec’h he chouman en diaveziad
55 En noz em be sonj euz da hano, O Aotrou ;
Hag he viran da lezen.
56 Hema eo va lod,
Miret da c’hourc’hemennou.

Cheth.

57 Va lod, o Aotrou, he lavaret, em euz
Eo miret da gomzou.
58 Da bedet em euz a greiz va c’haloun :
Bez truez ouzin hervez da bromese !
59 Groet em euz an niver euz va henchou,
Hag em euz troet va faziou entrezeg da desteniou.
60 Hasta a ran, na zallean ket
Da viret da c’hourc’hemennou.
61 Pechoue ar re fall ho deuz va zroiet ;
N’em euz ket ankouezet da lezen.
62 Sevel a ran da hanter-noz evit da veuli,

531