Abalamour da urziou da reizder.
63 Me a heuil gourc’hemen ar re holl a souj ac’hanout,
Hag a vir da lezennou.
64 Aotrou, an douar a zo leun euz da vadelez ;
Disk d’in da lezennou !
65 Aotrou, groet ec’h eur vad da servicher,
Hervez da c’hir.
66 Disk d’in kaout furnez ha skiant ;
Rag kredet em euz d’az kourc’hemennou.
67 Araog beza glac’haret, en em gollen ;
Mes brema he viran da c’hir.
68 Te a zo mad ha mad oberuz :
Disk d’in da lezennou.
69 Reou ourgouilluz ho deuz groet faosentez em enep ;
Me, me a viro da urziou em c’haloun.
70 Ho c’haloun a zo teoeet evel al lard ;
Me, me a gav ma flijaduriou en da lezen.
71 Mad eo d’in beza bet glac’haret,
Abalamour ma tisken da lezennou.
72 Lezen da c’henou a zo prisiusoc’h d’in
Evit milierou a bejou aour hag arc’hant.
73 Da zaouarn ho deuz va groet ha va doareet ;
Rent ac’hanoun skiantek, hag he tiskin da c’hourc’hemennou.
74 Ar re a zouj ac’hanout am gwelo hag a drido a joa,
Rag esperout a ran ez gir.
75 Anaout a ran, o Aotrou, n’eo da varnedigezou nemert reizder,
Ha penaoz Hec’h euz va glac’haret hervez da fealded.
76 Oh ! ra zic’hlac’haro da vadelez ac’hanoun,
Evel ma Hec’h euz prometet da zervicher.
77 Ra zeuo da drugarezou varnoun, ha me a vevo ;
Rag da lezen a ra va flijadur.
78 Ra vezo mezek ar re ourgouilluz,
Pere a vac’h ac’hanoun hep abek !
Me, me a sonj en da c’hourc’hemennou.
79 Ra zeui d’am c’haout ar re a zouj ac’hanout,
Hag ar re a anavez da desteniou !
80 Ra vezo va c’haloun eeün en da lezennou,
Evit na vezin ket mezek !
81 Va ine en em guzum varlerc’h da zilvidigez ;
Esperout a ran en da c’hir.
82 Va daoulagad en em guzum var-lerc’h da bromese ;
Lavaret a ran : Pegoulz he tic’hlac’hari ac’hanoun.
83 Rag evel eun outren ez oun er moged ;
Mes n’ankouezan ket da lezennou.
84 Pegeit he pado deiziou da zervicher ?
Pegoulz He ri-Te reizder euz ar re a red ac’hanoun ?
85 Ar re ourguilluz ho deuz toullet poullou ;
Ar pez n’eo ket hervez da lezen.
86 Da holl c’hourc’hemennou n’int nemert gwirione ;
Ma zrubuliea a rer hep abek ; zikour ac’hanoun !
87 C’hoaz eun nebeut, hag he tistrujent ac’hanoun var an douar.
Mes na zilezin ket da c’hourc’hemennou.
88 Laka ac’hanoun da adbeva hervez da vadelez,
Hag he virin lezen da c’henou.
89 O Aotrou, da gomz a bad
Da virviken en envou.
90 Da wirionez a bad a oad en oad ;
Doareiet Hec’h euz an douar, hag he choum stard ;
91 Pep tra a bad hirie hervez da urzou ;
Rag an holl draou a zervich ac’hanout.
92 Ma na vije ket da lezen bet va flijadur,
He vijen marvet em glac’har.
93 N’ankouezin biken da c’hourc’hemennou,
Rag drezhei eo he rez d’in beva.
94 Me a zo d’id, saveta ac’hanoun ;
Rag adklasket em euz da c’hourc’hemennou.
95 Ar re fall ho deuz va c’hlasket evit ma lakaat da vervel ;
Mes me a zo zelaouuz d’ar desteniou,
96 Gwelet em euz harzou da gement a zo parfet ;
Da c’hourc’hemen a zo euz a eun astennedigez vras.
97 Oh ! pegement he karan da lezen !
A gement se eo he komzan enpad an deiz.
98 Renta a rez ac’hanoun furoc’h evit va enebourien dre da c’hourc’hemennou ;
Rag bepred ema int ganen.
99 Tremenet em euz en furnez ar re holl ho doa va c’helennet ;