Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/538

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 119.

13 Boutet ez poa ac’hanoun stard evit va lakaat da gweza,
Mes an Aotrou Hen deuz va zikouret.
14 An Aotrou eo va nerz ha va c’hantik ;
Bet eo va liberatour.
15 Eur vouez a ganaouen a driomf a skeltra en tantennou ar re wirion :
Tu deou an Aotrou a zo vertuuz !
16 Tu deou an Aotrou a zo huel bras ;
Tu deou an Aotrou a zo vertuuz !
17 Ne varvin ket, mes beva a rin,
Hag he tisklerin oeuvrou an Aotrou.
18 An Aotrou Hen doa va c’hastiet rustl,
Mes n’Hen doa ket lekeat va ine d’ar maro.
19 Digoret d’in doriou ar reizder ;
Mont a rin ennoc’h hag he veulin an Aotrou.
20 Ama ema dor an Aotrou,
Ar re just a ieolo ennhi.
21 Me az meulo, rag selaouet Hec’h euz ac’hanoun,
Hag out bet va liberatour.
22 Ar mean taolet kwit gant ar re a vasoune,
A zo deuet da genta mean korn.
23 Kement ma a zo bet groet gant an Aotrou,
Hag a zo eur burzud dirag hon daoulagad.
24 Setu ama an deiz Hen deuz an Aotrou groet ;
Tridomp hag en em laouenaomp ennhan !
25 O Aotrou, ro ar zilvidigez !
O Aotrou, ro ar brosperite.
26 Benniget ea an hini a deu en hano an Aotrou !
Ni a vennig ac’hanoc’h, euz a di an Aotrou.
27 An Aotrou eo Doue, hag Hen deuz hon sklerijennet ;
Ereet gant kerden loen ar sakrifis, ha digaset anezhan bete kerniel an aoter.
28 Te eo va Doue, me az meulo.
Va Doue, da zevel a rin.
29 Meulit an Aotrou, rag mad eo,
Rag he drugarez a bad da viken !


ZALM CXVIII.


Aleph.

1 EURUZ ar re a zo eeün en ho hent,
Pere a vale hervez lezen an Aotrou !
2 Euruz ar re a vir he desteniou
Ha pere ho c’hlask a greiz ho c’haloun ;
3 Pere na reont ket a fallente,
Mes pere a vale en he henchou !
4 Urzet ec’h euz da c’hourc’hemennou
Evit ma virjet anezhei gant evez.
5 Oh ! ra vezo va henchou reizet mad,
Da viret da lezennou.
6 Neuze na ruin ket,
O sellet euz da holl c’hourc’hemennou.
7 Da veuli a rin en eeünder va c’haloun,
Pa em bezo disket urziou da reizder.
8 Fellout a ra d’in miret da lezennou ;
N’am dilez ket holl !

Beth.

9 Penaoz e lakao an den iaouank pur he hent ?
O lakaat evez outhan hervez da c’hir.
10 Da glask a ran a greiz va c’haloun ;
N’am lez ket d’en em goll pell euz da c’hourc’hemennou !
11 Serret em euz da lezen em c’haloun,
Abalamour da dremen hep pec’hi en da enep.
12 Benniget ra vezi, o Aotrou !
Disk d’in da lezennou.
13 Diskleria a ran gant va muzellou
Holl varnedigezou da c’henou.
14 En em laouenaat a ran en hent euz da desteniou,
Evel m’am bije holl binvidigezou ar bed.
15 Medita a rin da urziou,
hag he sellin euz da wenojennou.
16 Kemer a rin plijadur ez lezennou,
Ha n’ankouezin ket da gomzou.

Gimel.

17 Gra ar vad ze d’az servicher, ma vevin
Ha ma virin da c’hir.
18 Digor va daoulagad, evit ma welin
Burzudou da lezen.
19 Diaveziat oun var an douar ;
Na guz ket da c’hourc’hemennou ouzin !
20 Va ine a zo kuzumet er garante
Hen deuz a bep amzer bet evit da lezennou.
21 Gourdrouza a rez ar re ourgouilluz milliget,
Pere a bellaa euz da urziou.
22 Lam divarnoun ar vez hag an disprij,
Rag miret a ran da desteniou.
23 Ar re c’halloudek zoken a zo azezet hag ho deuz komzet em enep ;

530