Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/537

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 116, 117, 118.

Pehini Hen deuz groet an envou hag an douar.
16 Divarben an envou, an envou a zo d’an Aotrou ;
Mes roet Hen deuz an douar da vugale an dud.
17 Ar re varo ne veulfont ket an Aotrou,
Nag ar re holl a zisken en lec’hiou ar zioulded.
18 Mes ni, ni a vennigo an Aotrou,
Adaleg brema ha da viken.
Meulit an Aotrou !


ZALM CXVI.


1 KAROUT a ran an Aotrou, rag klevet Hen deuz
Va mouez ha va goulennou ;
2 Izeleet Hen deuz he skouarn entrezek ennoun ;
Dre ze he pedin anezhan enpad va buez.
3 Ereuou ar maro ho doa va zroiet,
Ankrouezou ar bez ho doa kroget ennoun,
Kavet em boa an dristidigez hag ar glac’har.
4 Mes pedi a riz hano an Aotrou :
O Aotrou, delivr va ire !
5 An Aotrou a zo truezuz ha gwirion,
Hag hon houe a ra trugarez.
6 An Aotrou a ziwall ar re vihan ;
Ezomek he oan, hag Hen deuz va saveteet.
7 Va ine, distro d’az repos,
Rag an Aotrou Hen deuz greet vad d’id.
8 Rag delivret ec’h euz va ine euz ar maro,
Va daoulagad a zaerou,
Ha va zreid a gwezidigez.
9 Bale a rin dirag fas an Aotrou
Var douar am re veo.
10 Kredet em euz, dre ze em euz komzet.
Bet he oan gwal c’hlac’haret.
11 Lavaret a reen em zrubul ;
Pep den a zo gaouiat.
12 Petra a rentin-me d’an Aotrou ?
He holl vad oberiou a zo varnoun.
13 Kemer a rin kalei an delivransou,
Hag he c’halvin hano an Aotrou.
14 Renta a rin va gwestlou d’an Aotrou,
Dirag he boll bobl.
15 Maro re garet-mad an Aotrou
A zo prisiuz dirag he zaoulagad.
16 Da bedi a ran, o Aotrou ! rag me a zo da zervicher,
Da zervicher, mab da vatez.
D’ereet Hec’h euz va ereou.
17 Kinnig a rim d’id ar sakrifis a drugarez,
Hag he pedin hano an Aotrou.
18 Renta a rin va gwestlou d’an Aotrou,
Dirag da holl bobl,
19 En leuriou ti an Aotrou,
En kreiz te, Jerusalem.
Meulit an Aotrou !


ZALM CXVII.


1 MEULIT an Aotrou, c’hwi, holl broadou ;
Meulit anezhan, holl boblou !
2 Rag he vadelez a zo bras en hon c’henver ni,
Ha lealded an Aotrou a had da virviken.
Meulit an Aotrou !


ZALM CXVIII.


1 MEULIT an Aotrou, rag mad eo,
Rag he drugarez a bad da viken !
2 Ra lavaro Israel ive
Penaoz e pad he drugarez da viken.
3 Ra lavaro ti Aaron
Penaoz he pad he drugarez da viken.
4 Ra lavaro ar re a souj an Aotrou
Penaoz he pad he drugarez da viken.
5 Euz a greiz an dristidigez, em euz galvet an Aotrou ;
Hag an Aotrou Hen deuz va zelaouet, ha va lekeat er frankiz.
6 An Aotrou a zo evidoun, n’am bezo ket aoun ;
Petra a raio an den d’in ?
7 An Aotrou a zo evidoun entouez ar re am zikour ;
Hag he sellin hep aoun euz ar re am c’hasaa.
8 Gwelloc’h eo en em denn var zu an Aotrou
Evit en em zuraat en den.
9 Gwelloc’h eo en em denn var zu an Aotrou
Evit en em harpa var ar re vras.
10 An holl vroadou ho doa troiet ac’hanoun ;
Mes en hano an Aotrou em euz ho lekeat a dammou.
11 Troiet ho doa ac’hanoun, ia, troiet ho doa ac’hanoun ;
Mes en hano an Aotrou me ho laka a dammou.
12 Troiet ho doa ac’hanoun evel ar gwenan ; mouget int evel eun tân drein ;
Rag en hano an Aotrou me ho laka a dammou.

529