Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/531

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 106.

Fubu en ho holl vro.
32 Evit glao He roez dezhei grizil,
Flammou tân var ho bro.
33 Skei a reaz ho gwiniennou hag ho gwez fiez,
Ha bruzuni a reaz gwez ho douar.
34 Komz a reaz, ha kileien-raden a zeuaz,
Amprevaned debruz hep niver,
35 Pere a zevoraz holl ieot ho bro,
Pere a zevoraz froueziou ho farkeier.
36 Skei a reaz an holl re genta-ganet en ho bro,
Holl breuveudiou ho nerz.
37 Neuze He lekeaz anezhei da zont er meaz gant arc’hant hag aour ;
Hag en ho fobladou ne oe den hag a vranselje.
38 An Ejipt en em laouenaez euz ho monedigez,
Rag an aoun dirag Israel a oa kroget ennhei.
39 Asten a reaz ar goabren d’ho golo,
Hag an tân d’ho skleria en noz.
40 Pa c’houlenjont, He roaz koaled dezhei ;
Hag He leuniaz anezhei a vara euz an envou.
41 Digerri a reaz ar roc’h, hag an doureier a redaz ;
Redeg a rejont, dre al lec’hiou sec’h, evel eur rivier.
42 Rag sonj Hen doe euz he c’hir santel,
Hag euz Abraham, he zervicher.
43 Hag e lekeaz he bobl da vont er meaz gant levenez,
He re choazet gant kanaouennoug a joa.
44 Rei a reaz dezhei douar ar bobladou,
Hag he perc’henjont labour ar poblou ;
45 Evit ma virjent he urziou,
Ha ma heuljent he lezennou.
Meulit an Aotrou !


ZALM CVI.


1 MEULIT an Aotrou !
Meulit an Aotrou, rag mad eo,
Rag he drugarez a bad da virviken !
2 Piou hello diskleria oberiou an Aotrou
Ha rei da anaout he holl veulodiou ?
3 Euruz ar re a ra ar pez a zo gwirion,
Pere a ra en pep amzer ar pez a zo eeün !
4 Aotrou, az pez sonj ac’hanoun, en da vadelez en kenver da bobl ;
Laka da zilvidigez da zont d’in ;
5 Abalamour ma welin eur-vad da re choazet,
Ha ma en em laouenain en joa da bobl,
6 Ni hag hon zadou, hon deuz pec’het ;
Labouret hon euz gant fallentez ; groet fall hon euz.
7 Hon zadou en Ejipt ne oent ket selaouuz d’az purzudou ;
N’ho doa ket a sonj euz da vadelezou niveruz ;
Mes disent e oent en tal ar mor, var zu ar mor Ru.
8 Hag he savetaez anezhei dre garante evit he hano,
Abalamour da rei da anaout he c’halloud.
9 Gourdrouz a reaz ar mor Ru, hag he sec’haz ;
Hag he renaz anezhei dre an dounder evel dre an distro.
10 Savetaat a reaz anezhei euz daouam an eskiner,
Hag ho dasprenaz euz daouarn an enebour.
11 An doureier a c’holoaz ho eskinerien ;
Ha na vanaz hini anezhei.
12 Neuze he kredchont d’he gomzou,
Hag he kanjont he veulodi.
13 Prest ec’h ankouezchont he oeuvrou ;
N’he esperjont ket en he c’hoantou.
14 En em rei a rejont d’an avi en distro,
Hag e tentchont Doue er zioulder.
15 Neuze He roaz dezhei ho goulen ;
Mes kas a reaz varnezhei an dreuder.
16 Jalous he oent euz Moizez er c’hân,
Hag euz Aaron, sant an Aotrou.
17 An douar a zigorraz, hag a lonkaz Dathan,
Hag a c’holoaz banden Abiram.
18 An tân a elumaz en ho asamble ;
Ar flam a guzumaz ar re drouk.
19 Ober a rejont eul loe en Horeb,
Hag en em stoujont dirag eun imache teuzet.
20 Trok a rejont ho gloar
Euz fas an ijen a zebr ar ieot.
21 Ankouez a rejont Doue, ho liberatour,
Pehini Hen doa groet traou bras en Ejipt,
22 Traou burzuduz en bro Kam,

523