Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/532

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 107.

Ha traou spountuz var ar mor Ru.
23 Hag he komze euz distruja anezhei,
Ma na vije ket bet en em lekeat Moizez, he choazet, en galvedigez dirazhan,
Evit distrei he goler, abalamour n'ho distrujche ket.
24 Disprija a rejont an douar prometet ;
Ha na gredchont ket d’he c’hir.
25 Krosmoli a rejont en ho zantennou ;
Na zelaoujont ket mouez an Aotrou.
26 Neuze he touez dezhei ho laza en distro,
27 Lakaat ho lignez da gweza entre ar broadou,
D’ho sklabeza en holl broiou.
28 En em staga a rejont euz Baal-Peor,
Hag he tebrchont sakrifisou ar re varo.
29 Koleri a rejont Doue dre ho oberiou,
Kement evel ma savaz eur gouli en ho zouez.
30 Mes Fine en em diskouzaz hag a reaz reizder,
Hag ar gouli a baouezaz.
31 Ha kement se a oe kountet dezhan evel reizder,
En holl oadou, da virviken.
32 Koleri a rejont anezhan ive tost da zoureier Meriba ;
Hag ec’h eruaz drouk gant Moizez abalamour dezhei.
33 Rag stourm a rejont euz he spered,
Hag he komzaz skanvik euz he vuzellou.
34 Na zistrujaz ket ar boblou,
Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan distruja.
35 Mes en em veska a rejont gant ar boblou,
Hag he tiskchont ho oeuvrou.
36 Servichi a rejont ho idolou,
Pere a oe eur pech evithei ;
37 Hag e sakrifijont ho mibien
Hag ho merc’hed d’an diaoul.
38 Skulia a rejont ar goad didamall, goad ho mibien hag ho merc’hed,
Pere a zakrifijont da idolou Kanaan ;
Hag ar vro a oe profanet gant al lazerezou ze.
39 En em huduri a rejont dre ho oeuvrou,
Hag en em c’hajont dre ho oberiou.
40 Ha koler an Aotrou a savaz a enep he bobl ;
En euzurted Hen doe he heritach.
41 Ho lekeat a reaz entre daouarn ar boblou ;
Ar re ho c’hasae, a renaz varnezhei.
42 Ho enebourien ho gwaskaz,
Hag he oent izeleet dindan ho dorn.
43 Meur a wech He telivraz anezhei ;
Mes en em diskouez a rent dizent en ho c’hoantou,
Hag en em gollent dre ho fallentez.
44 Koulskoude, hen deuz sellet outhei en ho zristidigez,
Pa gleve ho c’hriaden.
45 Sonj Hen deuz bet en ho faver euz he gonvenans,
Hag Hen deuz bet keuz hervez ar vraster euz he drugarez.
46 Lakeat Hen deuz anezhei da gaout trugarez
En kichen ar re holl ho dalc’he esklaved.
47 Saveta ac’hanomp, Aotrou, hon Doue,
Ha dastum ac’hanomp a douez ar boblou,
Evit ma veulfomp da hano santel,
Ha ma en em c’hlorififomp en da veulodiou.
48 Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel,
A ganvet da ganvet,
Ha ma lavaro an holl bobl : Amen !
Meulet an Aotrou !


PEMPVED LEVR.


ZALM CVII.


1 MEULET an Aotrou, rag mad eo,

Rag he drugarez a bad da viken !
2 Ra lavaro evel se re brenet an Aotrou,
Ar re Hen deuz dasprenet euz a zorn an eskiner,
3 Hag Hen deuz dastumet euz broiou
Ar savheol hag ar c’husheol,
Euz an hanter-noz hag euz ar c’hreisteiz.
4 Kerzet a reent en distro, en eun hent sioulik ;
Ne gavent ket a gear choumuz.
6 Naon ha sec’hed ho doa ;
Ho ine a vanke dezhei.
6 Neuze ho deuz kriet d’an Aotrou en ho zristidigez ;
Hag Hen deuz ho delivret euz ho ankroez.
7 Ho renet Hen deuz dre an hent eeün,

524