Ha va eskinerien en fulor a dou dre va hano.
10 Rag debret em euz al ludu evel bara,
Hag em euz mesket va efach a zaerou,
11 Abalamour d’az erez ha d’az koler ;
Rag savet ha taolet pell ec’h euz ac’hanoun.
12 Va deiziou a zo evel eur skeuden en he ziskar,
Ha sec’h he teuan evel ar ieot.
13 Mes Te, Aotrou, Te a ren da virviken,
Ha da vemor ha bad euz a oad en oad.
14 Sevel a ri, truez az pezo euz a Sion ;
Rag poent eo kaout truez outhi rag an amzer a zo deuet.
15 Rag da zervicherien a zo en en staget euz he vein,
Hag ho deuz truez euz he boultren.
16 Neuze ar boblou a soujo hano a Aotrou,
Hag holl rouane an douar da c’hloar ;
17 Pa Hen devezo an Aotrou adsavet Sion,
Ma vezo en em diskouezet en he c’hloar,
18 Ma Hen devezo selaouet goulen ar re glac’haret,
Ha n’Hen devezo ket disprijet ho goulen.
19 Kement se a vezo skrivet evit ar rumach da zont ;
Hag ar bobl a vezo krouet, a veulo an Aotrou.
20 Abalamour ma Hen devezo sellet euz lec’h huel he zantelez,
Ha ma hen devezo euz an env taolet he zaoulagad var an douar,
21 Evit klevet garmou an esklaved,
Evit delivra ar re a zo gwestlet d’ar maro ;
22 Evit ma vezo meulet en Sion hano an Aotrou,
Hag he veulodi en Jerusalem,
23 Pa en em zastumo ar boblou,
Hag an holl rouantelezou, evil servicha an Aotrou.
24 Diskaret Hen deuz va nerz en hent ;
Bereet Hen deuz va deiziou.
25 Lavaret em euz : va Doue, na zilam ket ac’hanoun en kreiz va deiziou.
Da vloaziou a zo a oad en oad.
26 Gwech all ez poa tenet an douar,
Hag an envou eo labour da zaouarn.
27 Mervel a rafont, mes Te a choumo ;
Kosaat a rafont boll evel eur gwiskamant ;
Ho chanj a ri evel eun habit, hag he vefont chanchet.
28 Mes Te, Te a zo bepred ar memeuz,
Ha da vloaziou na finisfont ket.
29 Bugale da zervicherien a choumo en repos,
Hag ho lignez a vezo starteet dirazout.
VA ine, bennig an Aotrou,
Ha ra vennigo kement a zo ennoun he hano santel !
2 Va ine, bennig an Aotrou,
Ha ne ankouez hini euz he vad oberiou !
3 Hen eo a bardoun d’id da holl droukiou :
A wella da holl dinerzded ;
4 A denn da vuez euz ar poull ;
A gurun ac’hanout a vadelez hag a druez ;
5 A leun da c’henou a vadou,
Ma eo da iaouankiz adnevezet evel hini an egl.
6 An Aotrou a ra reizder
Hag eeünder d’ar re holl a zo gwasket.
7 Roet Hen deuz da anaout he henchou da Voizez,
Hag he vurzudou da vugale Israel.
8 An Aotrou a zo truezuz ha trugarezuz ;
Gorrek d’ar goler ha founuz en trugarez.
9 Na stourm ket da virviken,
Ha na zalc’h ket he goler bepred.
10 N’Hen deuz ket groet deomp hervez hon pec’hejou,
Na rentet deomp hervez hon fallentezou.
11 Rag kement ema an envou savet dreist an douar,
Kement eo he vadelez bras en kenver ar re a zouj anezhan.
12 Pelleet hen deuz ouzomp hon fallentezou,
Kement ha ma ema ar savheol pell eûz ar c’husheol.
13 Evel ma hen deuz eun tad truez euz he vugale,
Hen deuz an Aotrou truez euz ar re a souj anezhan.
14 Rag anaout a ra euz a betra omp groet,
Sonj Hen deuz n’omp nemert poultren.
15 Deiziou an den a zo evel ar ieoten ;
Bleuia a ra evel bleuen ar parkeier.