Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/529

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 104.

16 Rag an avel, o veza tremenet dreisthi, n’ema ken,
Hag he lec’h ne anavez ken anezhi.
17 Mes madelez an Aotrou a zo bep amzer ha da viken var ar re a zouj anezhan,
Hag he wirionez evit bugale ho bugale,
18 Evit ar re a vir he gonvenans
Hag ho deve sonj da zenti euz he c’hourc’hemennou.
19 An Aotrou Hen deuz lekeat he drôn en envou,
Hag he ren hen deuz ar galloud var an holl.
20 Benniget an Aotrou, c’hwi he êled,
Galloudek en nerz, pere a ra he c’hourc’hemen o senti euz mouez he c’hir !
21 Benniget an Aotrou, c’hwi he holl armeou,
Pere a zo he zervicherien, hag a ra he volonte !
22 Benniget an Aotrou, c’hwi he holl oeuvrou,
En holl lec’hiou euz he c’halloud !
Va ine, bennig an Aotrou !


ZALM CIV.


1 VA ine, bennig an Aotrou !
Aotrou, va Doue, bras meurbed out ;
Gwisket a splander hag a vajeste.
2 En em c’holo a ra ar sklerijen evel en eur wiskamant ;
Asten a ra an env evel eun insel.
3 Ober a ra he choumaj huel gant an doureier ;
Euz ar goabrennou he ra he girri ;
Pourmen a ra var eskel an avel.
4 Euz an avelou he ra he gannaded,
Euz frammou an tân he zervicherien.
5 Lakeat hen deuz an douar var he zoliou ;
Divranselluz eo da viken.
6 He gwisket He poa gant an dounder evel eur wiskamant ;
An doureier en em dalc’he var ar meneziou.
7 D’az gourdrouz, en em denjont ;
Euz trouz da guruno, he tec’hjont.
8 Ar meneziou a savaz, an traoniennou a izeleaz
El lec’h ma ez poa merket dezhei.
9 Merket ez poa d’an doureier eun harz pehini na dremenjont ket ;
Na zistrofont ket da c’holo an douar.
10 Kas a ra mammennou en traouniennou,
Rag he redont entre ar menoziou.
11 Holl loened ar parkeier a ev outhei ;
An ezen gwez a dor ho zec’hed anezhei.
12 Lapoused an env a choum var ho bordou,
O kana en ho delliou.
13 Euz he choumach huel, He toura ar meneziou ;
An douar a zo leuniet euz frouez da oberiou.
14 Lakaat a ra ar foen da ziouan evit al loened
Hag ar ieot evit servich an den,
O lakaat ar bevans da zont euz an douar ;
15 Hag ar gwin pehini a laouena kaloun an den
Hag a laka he visach da lugerni muoc’h evit an heol ;
Hag ar bara pehini a zouten kaloun an den.
16 Gwez an Aotrou a zo leuniet,
Sedrou al Liban pere Hen deuz plantet.
17 Eno eo he ra al lapoused ho neziou ;
Ar sipreed eo choumaj ar sigogn ;
18 Ar meneziou huel a zo evit ar bouc’hed iaouank ;
Ar reier evit boden al lapined.
19 Groet Hen deuz al loar evit merka an amzeriou ;
An heol a anavez he c’hourvez.
20 Digas a rez an devalijen, hag an noz a zeu,
En pehini holl loened ar c’hoadou a bourmen.
21 Al leoned iaouank a iud varlerc’h ar prei,
Hag evit ghoulen digant Doue ho boued.
22 An heol a sav ; n’em denn a reont,
Hag he c’hourvezont en ho zoullou.
23 Neuze eun den a ia d’he labour,
Ha d’he labour bete an abardaez.
24 O Aotrou, pegen niveruz eo da oberiou !
Holl Hec’h euz ho groet gant furnez ;
An douar a zo leun euz da binvidigezou.
25 Hag ar mor bras ha ledan ze !
Eno he zo loened hep niver,
Bras ha bihan.
26 Eno he pourmen al listri,
Hag al leviathan se pehini ec’h euz groet evit c’hoari ennhan.
27 Holl, en em fiziont ennout,
Evit ma roi dezhei ho boued en he amzer.
28 He rei a rez dezhei, hag hen dastumont :

521