Azezet eo entre ar cherubined ; ra vransello an douar !
2 An Aotrou a zo bras en Sion ;
Savet eo dreist an holl boblou.
3 Ra vezo Meulet he hano bras ha spontuz !
Rag santel eo,
4 Ha nerz ar roue pehini a gar ar reizder.
Lakeat Hec’h euz an eeünder,
Groet Hec’h euz ar varnedigez hag ar reizder en Jakob.
5 Savit an Aotrou hon Doue ;
En em stouet dirag skabel he dreid ;
Rag santel eo.
6 Moizez hag Aaron a oe entouez he sakrifierien,
Ha Samuel entouez ar re a c’halve he hano ;
Pedi a rent an Aotrou, hag Hen a respounte dezhei.
7 Komz a reaz dezhei er peul-goabren ;
Miret ho deuz he desteniou hag al lezen pehini Hen doa roet dezhei.
8 Aotrou, hon Doue, ho zelaouet ec’h euz ;
Bet out evithei eun Doue pehini a bardon,
En eur ober vanjans euz ho fec’hejou.
9 Savit an Aotrou, hon Doue,
Hag en em stouet entrezeg menez he zantelez !
Rag an Aotrou, hon Doue, a zo santel.
C’HWI, holl douar,
Losket kriadennou a joa d’an Aotrou !
2 Servichit an Aotrou gant joa ;
Deuet dirag he fas gant kriadennou a levenez.
3 Gwezit eo an Aotrou Doue.
Hen eo Hen deuz hon groet, ha nan ni ;
Ni a zo he bobl hag an tropel a laka da beuri.
4 Deuet en he zoriou gant enor,
En he lec’hiou gant meulodi ;
Meulit Hen, benniget he hano !
5 Rag an Aotrou a zo mad ; he vadelez a choum da virviken,
Hag he wirionez a oad en oad.
ME a gano an drugarez hag an eeünder ;
Aotrou, me a gano d’id.
2 Lakaat a rin evez euz hent an eeünder.
Pegoulz he teui-Te d’am c’haout ?
Bale a rin en eeünder va c’haloun, en kreiz va zi.
3 Ne lakain netra a fall dirag va daoulagad ;
Kasaat a ran kundu an dorrerien,
Ho labour n’en em stago ket ouzin.
4 Kaloun an den fall a bellaio ouzin ;
Ne anavezin ket an den drouk.
5 Lemel a rin kwit an hini a zroukped en kuz euz he nesa ;
Ne andurin ket an hini hen deuz ar zel faëuz hag ar galoun c’houezet.
6 Ma daoulagad a vezo var dud gwirion ar vro, evit ma choumfont ganen ;
An hini a vale en eeünder, am zervicho.
7 An hini a ra tromplerez, na choumo ket em zi ;
An hini a lavar gaou, na bado ket dirag va daoulagad.
8 Bep beure he lamin an holl dud fall euz ar vro,
Evit distruja euz a gear an Aotrou holl oberourien an drouk.
1 Peden ar glac’haret, pa eo diskaret ha ma skul he glem dirag an Aotrou.
2 AOTROU, selaou va feden,
Ha ma ez ai va c’hriaden bete ennoud !
3 Na guz ket da fas ouzin ; en deiz va zristidigez,
Izela da skouarn var zu ennoun ;
En deiz ma c’halvin ac’hanoun, hast, respount.d’in !
4 Rag va deiziou a ia evel ar vogeden,"
Ha va eskern a zo devet evel eun oaled.
5 Va c’haloun a zo bet skoet, hag eo en em disec’het evel ar ieoten ;
Kement ken em euz ankouezet dibri va bara.
6 Dre fors krial oc’h c’huanadi,
Va eskern a zo staget euz va c’hig.
7 Henvel oun euz pelikan an distro ;
Beza oun evel kaouan ar mogeriou.
8 Veilla a ran, hag oun henvel
Euz eur golvan unanik var an doen.
9 Bemdez he tamall va enebourien ac’hanoun,