10 Kempennet Hec’h euz an douar dirazhi ;
He griziou a voutaz hag a leuniaz an douar.
11 Ar meneziou en em c’holoe euz he skeud,
Ha gwez sedr Doue euz he brankou.
12 Asten a rea he brankou bete ar mor,
Hag he bojou beteg ar rivier.
13 Perag ec’h euz-Te torret he c’hleuiou,
En hevelep doare ma eo piliet gant ar re holl a dremen ?
14 Ma tistruj oc’h-gwez ar c’hoadou anezhi,
Ha ma eo peuret gant loened ar parkeier.
15 Doue an armeou, distro !
Sell euz an envou, ha gwel, hag evesa da winien.
16 Diwall ar pez hen deuz da du deou plantet,
Hag ar mab pehini Hec’h euz choazet.
17 Devet eo, troc’het eo.
Mervel a reont dirag fulor da fas.
18 Ra vezo da zorn var den da du deou,
Var mab an den pehini Hec’h euz choazet ;
19 Ha ni na drofomp ken hor c’hein d’id ;
Ro deomp ar vuez, ha ni a bedo da hano.
20 Aotrou, Doue an armeou, adsav ac’hanomp ;
Laka da fas da lugerni, ha ni a vezo zalvet.
1 D’ar mestr-kaner. Zalm Asaf, var Guitthith.
2 KANET gant joausted da Zoue, hon nerz ;
Taolit kriadennou a levenez da Zoue Jakob !
3 Kanit ar ganaouen ; sonit an taboulin,
An delen dudiuz gant al liren.
4 Sonit gant an droumpil el loar nevez,
Er c’han bras, en deiz hon gwel.
5 Rag eul lezen eo evit Israel,
Eun urz a beurz Doue Jakob.
6 Ober a reaz a gement se eur reol evit Josef,
Pa ez eaz er meaz a enep bro an Ejipt ;
Eno he kleviz eur iez pehini na anavezen ket.
7 Divec’hiet em euz, emezhan, he skoaz euz ar bec’h ;
He zaouarn ho deuz losket ar baner.
8 Kriet hec’h euz en dristidigez, ha Me em euz da zelivret ;
Respountet em euz d’id, kuzet er gurun ;
Da amprouvet em euz en tal doureier Meriba. Selah.
9 Selaou, va fobl ! ha Me a alio ac’hanout ;
Israel, ma selaoufez ac’hanoun !
10 Ra na vezo ket a zoueou diaveziat en da di ;
N’en em stou ket dirag doueou ar boblou !
11 Me eo an Aotrou da Zoue,
Pehini em euz lakeat ac’hanout da biniat euz vro an Ejipt.
Digor da c’heno, ha Me he leunio.
12 Mes ma fobl n’euz ket selaouet va mouez ;
Israel n’eo ket fellet dezhan senti ouzon.
13 Hag em euz ho lezet en kaleder ho c’haloun,
Da vale hervez ho c’huzuliou.
14 Oh ! ma felje d’am fobl selaou ac’hanoun,
Ma valeje Israel em henchou !
15 Me em bije en eun taol lakeet ho enebourien da blega,
Troet em bije va dorn a enep ho enebourien.
16 Ar re a gasaa an Aotrou ho dije drouk-meulet Israel,
Hag he amzer euruz hen dije atao padet.
17 Doue Hen dije ho bevet euz a vel ar gwiniz.
Da leuniet em bije euz a vel ar roc’h.
DOUE en em dalc’h en asamble Doue ;
Barna a ra en kreiz an doueou.
2 Bete pegeit he vefet-hu barnerien disleal,
Ha ma refet-hu van euz diaveaz an den drouk ?
3 Groet eeünder d’an dinerz ha d’ar minor ;
Groet reizder d’an ezomek ha d’ar paour.
4 Delivret an dinerz hag ar paour ;
Savetaat anezhan euz daouarn ar re drouk.
5 N’he anavezont ha n’he glevont netra ;
Bale a reont en devalijen ;