Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/517

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 79, 80.

65 Neuze an Aotrou a zihunaz evel eun den pehini a gousk,
Evel eur brezellier da behini ar gwin a ra leuskel kriadennou.
66 Kas a reaz he enebourien kwit ;
Ho bec’hia a reaz a zismegansk peur-baduz.
67 Mes teurel a reaz kwit tanten Josef,
Ha na choazaz ket poblad Benjamin.
68 Choaz a reaz poblad Juda,
Menez Sion pehini a gar.
69 Sevel a reaz he santuar evel al lec’hiou huel-meurbed,
Evel an douar pehini Hen deuz soliet evit biken.
70 Choazet Hen deuz David he zervicher,
Hag he gemeret euz parkeier an denved.
71 He gerc’hat a reaz euz kichen ar re a lessae,
Evit mesa Jakob, ho bobl, hag Israel, he heritach.
72 Neuze David ho meseaz hervez eeünder he galoun,
Hag ho renaz gant furnez he zaouarn.


ZALM LXXIX.


1 Maskil Asaf.

O DOUE, ar bobladou a zo eet en da heritach ;
Profanet ho deuz templ da zantelez ;
Lakeat ho deuz Jerusalem en distruj.
2 Roet ho deuz korfou da zervicherien en peuri da lapoused an envou,
Kig da re ganet-mad da loened an douar.
3 Skuliet ho deuz ho goad evel dour en dro da Jerusalem,
Hep ma oe den d’ho bezia.
4 Bet omp en dismegans en ti hon amezeien,
Ar waperez hag ar c’hoarz d’ar re a zo endro deomp.
5 Bete pegeit, o Aotrou, he vezi-te koleret hep distak,
Ha ma vezo da jalouzi tanet evel eun tân ?
6 Skul da goler var ar bobladou pere n’Hec’h anavezont ket,
Ha var ar rouantelezou pere ne c’halvont ket da hano.
7 Rag devoret eo bet Jakob ;
Glac’haret eo bet he choumaj.
8 N’az pez ket a sonj euz hon fallentezou tremenet ;
Ra hasto da drugarez dont d’hon c’haout ;
Rag deuet omp gwal ezomek.
9 Zikour ac’hanomp, o Doue hon zilvidigez, evit gloar da hano,
Ha delivr ac’hanomp. Pardoun deomp hon pec’hejou dre garante evit da hano !
10 Perag he lavarfe ar boblou : Pelec’h ema ho Doue ?
Ra en em diskouezo dirag hon daoulagad, entouez ar bobladou,
Vanjans goad da zervicherien, pehini a zo bet skuliet !
11 Ra zeuo garm an esklav beteg ennout !
Mir, hervez ar vraster euz da nerz, ar re a zo barnet d’ar maro !
12 Ha ro d’hon amezeien, dre seiz gwech, en ho bruched,
An dismegans ho deuz groet d’id, Aotrou !
13 Mes ni, da bobl, an tropel pehini a renez,
Ni az meulo da viken.
A oad en oad, ni a adlavaro da veulodi.


ZALM LXXX.


1 D’ar mestr-kaner. Zalm Asaf, var Shoshanim-Eduth.
2 PASTOR Israel, prest da skouarn ;
Te pehini a ren Josef evel eun tropel,
Te pehini a azez entre ar cherubined, laka da splander da lugerni !
3 Dirag Efraim, Benjamin ha Manasse, dihun da c’halloud
Ha deuz d’hon zavetaat.
4 O Doue ! adsav ac’hanomp ;
Laka da fas da lugerni, ha ni a vezo zalvet !
5 Aotrou, Doue an armeou,
Bete pegeit he vogedo da goler enep peden da bobl ?
6 Ober a rez dezhei dibri eur bara a zaerou,
Hag he rez dezhei eva daerou dreist muzur.
7 Ober a rez ouzomp eun abek a enebiez d’hon amezeien,
Hag hon enebourien a ra goab ouzomp entrezhei.
8 Doue an armeou ! adsav ac’hanomp ;
Laka da fas da lugerni, ha ni a vezo zalvet.
9 Dizouget Hec’h euz eur winien euz an Ejipt ;
Kaset Hec’h euz kwit pobladou hag Hec’h euz he flanted.

509