30 N’ho doa ket kollet ar c’hoant anezhei,
Ar meuziou a oa c’hoaz en ho genou,
31 Pa biniaz koler Doue en ho enep,
Ma lazaz ho zud nerzuz,
Ha ma tiskarez re dibabet Israel.
32 Ha koulskoude he pec’hjont c’hoaz,
Hag ne gredchont ket d’he vurzudou.
33 Kuzumi a reaz ho deiziou gant eur c’houezaden,
Hag ho bloaziou dre eur spouron vuhan.
34 Pa laze anezhei, he c’halvent anezhan,
Hag en em lekeent da glask Doue.
35 Sonj ho doa oa Doue ho roc’h,
Hag an Doue Huel-Meurbet ho redemptor.
36 Mes seblant vad a reent euz ho genou,
Hag euz ho zeod he lavarent gevier dezhan.
37 Ho c’haloun ne oa ket eeün en he genver,
Ha ne oant ket fidel d’he gonvenans.
38 Mes Hen, trugarezuz, a bardoune ar c’hrime ha n’ho distruje ket ;
Aliez he tistroe euz he goler,
Ha na zihune ket he holl fulor !
39 Sonj Hen dije ne vijent nemert kig,
Eun avel pehini a dremen ha na zistro ken.
40 Ped gwech en em dirollent a enep dezhan en distro,
Hag he kentristejont anezhan er zioulded !
41 N’em ad lakaat a rejont da denti Doue
Ha da herzel Sant Israel ;
42 N’ho doe ken a sonj euz he zorn,
Euz an deiz en pehini ho delivraz euz ar gwasker,
43 Pa ziskouezaz he vurzudou en Ejipt,
Hag he viraklou en parkeier Tsoan ;
44 Ma troaz ho rivierou en goad,
Ha ma n’evjont ken euz an doureier ;
45 Ma kasaz a enep dezhei keleien evit ho devori,
Ha gleskered evit ho ampouezouni ;
46 Ma roaz ho eost d’ar prenved,
Hag ho labour d’ar c’hileien-raden ;
47 Ma lazaz ho gwiniennou gant ar grizil,
Hag ho sikomorou gant ar frim ;
48 Ma lekeaz ho loened dindan ar grizil,
Hag ho zropellou dindan ar gurun ;
49 Ma kasaz a enep dezhei tân he goler,
An erez, ar goler, an dristidigez,
O tichadeni kannaded an droukeur.
50 Rei a reaz lec’h d’he goler,
Ha na viraz ket ho ine euz ar maro ;
Rei a reaz ho buez d’ar varventez.
51 Skei a reaz en Ejipt ar re genta-ganet,
Preuveudiou an nerz en tantennouk Kam.
52 Lakaat a reaz he bobl da vont kwit evel denved,
Hag he renaz anezhei dre an distro evel eun tropel.
53 Ho c’has a reaz en zurded hag hep doujans ;
Mes ar mor a c’holoaz ho enebourien.
54 Lakaat a reaz anezhei da zont en he harzou zantel,
Er menez hen deuz he du deou gounezet.
55 Kas a reaz pobladou kwit araog dezhei ;
Rei a reaz anezhei dezhei evit heritach,
Hag he lojaz pobladou Israel en ho zantennou.
56 Mes tenti ha koleri a rejont an Doue Huel-Meurbed,
Ha na virjont ket he desteniou.
57 Mont a rejont adre hag he oent dizent evel ho zadou ;
Trei a rejont evel eur warek pehini a droumpl.
58 He eskinia a rejont dre ho lec’hiou huel,
Hag he lekejont anezhan oauz euz ho idolou.
59 Doue ho c’hlevaz hag a vuanekaez ;
Kemer a reaz Israel en disprij.
60 Lezel a reaz choumaj Silo,
An danten Hen doa savet entouez an dud.
61 Livra a reaz he c’hloar d’an esklavach ;
Hag he vajeste en daouarn an enebour.
62 Rei a reaz he bobl d’ar c’hleze,
Hag he vuanekeaz a enep he heritach.
63 An tân a zevoraz he dud iaouank,
Hag he werc’hezed ne oent ket roet en dimezi.
64 He sakrifierien a gwezaz dre ar c’hleze,
Hag he intanvezed na weljont ket.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/516
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
ZALMOU, 78.
508