Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/519

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 83, 84.

Holl zoliou ar bed a zo bransellet.
6 Lavaret em euz : Doueou hoc’h,
Holl hoc’h mibien an Huela-Meurbed ;
7 Koulskoude c’hwi a varvo evel tud,
Hag he kwefet evel unan ar brinsed.
8 Sav-Te, o Doue, barner an douar !
Rag perc’henni a ri en heritach an holl boblou.


ZALM LXXXIII.


1 Kanaouen. Zalm Asaf.

2 O DOUE, na vir ket da zioulded !
Na vez ket bouzard ha na choum ket en diskwiz, o Doue !
3 Rag setu, da enebourien a gemesk,
Hag ar re a gasa ac’hanout ho deuz savet ho fenn.
4 Ober a reont a enep da bobl kuzuliou fall,
Hag en em aliont a enep ar re a ziwallez.
5 Deuet, a leveront int, lekomp anezhei da vont kwit a douez ar boblou,
Ha ra na vezo komzet mui euz a hano Israel.
6 Rag kuzuliet ho deuz euz eur memeuz kaloun,
Groet ho deuz eur gonvenans enep d’id ;
7 Tantennou Edom hag an Ismaelited,
Moab hag an Hagarenied ;
8 Guebal, Ammon hag Amalek,
Ar Filistined gant tud Tir.
9 Assur ive en em unan dezhei ;
Presta a reont ho divrec’h da vugale Lot. Selah.
10 Gra dezhei evel da Vadian ;
Evel da Sisera, evel da Jabin en dour-red Kisson ;
11 Pere a oe distrujet en Endor,
Hag a zervichaz da deil d’an douar.
12 Ro dezhei, laka ho frinsed henvel euz Oreb ha Zeeb ;
Hag ho holl rouane en Zebak hag en Tsalmuna.
13 Rag lavaret a reont : Krogomp
En choumajou Doue !
14 Va Doue, laka anezhei henvel euz ar c’hemesk,
Euz ar zoul douget gant an avel.
15 Evel ma tevor an tân ar c’hoad,
Evel ma tân ar flam ar meneziou,
16 Evel se kenred anezhei en da dempest,
Spouron anezhei en da avel dro,
17 Leun ho fasou a vez,
Ha ma klaskfont da hano, o Aotrou !
18 Ra vefont mezek, ra vefont spountet da viken,
Ra vefont rentet mezek ha ma perisfont !
19 Ha ma c’hanavefont penaoz Te hepken, pehini a zo hanvet an Aotrou,
Te eo mestr an douar holl.


ZALM LXXXIV.


1 D’ar mestr-kaner. Zalm bugale Kore, var Guitthith.
2 AOTROU an armeou,
Pegen karantezuz eo da dabernaklou !
3 Va ine a langiz, kuzumi zoken a ra ennoun varlerc’h ti an Aotrou ;
Va c’haloun ha va c’hig a gri entrezeg an Doue beo.
4 Ar golvan zoken hen deuz kavet eun ti,
Hag ar gwenili he nez ma laka he re vihan ....
Da aoteriou, o Aotrou an armeou,
Va roue ha va Doue !
5 Euruz ar re a choum en da di,
Hag a veul ac’hanout dalc’hmad ! Selah.
6 Euruz eo an den a behini an nerz a zo ennout-te,
Ar re pere a gar henchou da di !
7 O tremen dre draounien Baka, he reont outhi eur vammeu dour beo ;
Ha glao an diskar amzer he golo a vadou.
8 Mont a reont euz a nerz en nerz,
Evit en em lakaat dirag Doue en Sion.
9 Aotrou, Doue an armeou, selaou va feden !
Doue Jakob, prest ar skouarn !
10 O Doue, hon diren,
Gwel ha sell fas da Eoliet !
11 Rag eun deiz en da di a zo gwelloc’h evit mil el lec’h all.
Karout a ran muoc’h en em derc’hel var an treujou, en ti va Doue,
Evit choum en tantennou ar re drouk.
12 Rag an Aotrou Doue a zo eun heol hag eun diren ;
An Aotrou a ro an drugarez hag ar gloar ;
Na refus mad ebet d’ar re a vale en eeünder.
13 Aotrou an armeou,
Euruz an den pehini em fiz ennout !

511