Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/513

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 74, 75.


ZALM LXXIII.


1 Maskil Asaf.

PERAG, o Doue, hon zaolez ni kwit da viken,
Ha ma divoget da goler a enep an tropel euz da beuri ?
2 Az pez sonj euz da asamble, pehini Hec’h euz prenet gwech all,
Pehini Hec’h euz prenet evit beza ar bobl euz da heritach ;
Az pez sonch euz ar menez ze euz a Sion, el lec’h ma Hec’h euz groet da choumach.
3 Kas da baziou entrezeg an dismantrou peur-baduz :
An enebour hen deuz distrujet holl el lec’h zantel.
4 Da enebourien ho deuz ruiet en kreiz da leuriou ;
Lakeat ho deuz ennhei evit sin ho ziniou.
5 En em diskouez a reont evel tud o sevel
An hachou en teoder eur c’hoad.
6 Ha dija he vruzunont an holl skulteur,
Gant bouc’hili ha morzolou.
7 Lakeat ho deuz da santuar en tân ;
Taolet ho deuz d’an douar, profanet ho deuz choumaj da hano.
8 Lavaret ho deuz en ho c’haloun : Ho distrujomp holl !
Devet ho deuz holl sinagogou Doue er vro.
9 Na welomp ken hon siniou ; N’euz ken a brofeded,
Na den ganeomp hag a wefe bete pegeit ...
10 Bete pegeit, o Doue, he tismeganso an enebour,
Ha ma tisprijo an enebour hep paouez da hano ?
11 Perag He tennez-te da zorn ha da du deou ?
Tenn anezhan euz da vruched, ha distruj !
12 Mes Doue eo va Roue a bep amzer,
Hen pehini a ra delivransou en kreiz an douar.
13 Te eo a faoutaz ar mor dre da c’halloud,
Pehini a frikaz pennou an aerouantchou var an doureier.
14 Te eo an hini a frikaz penn al Leviathan,
Hag hen roaz en peuri da bobl an distro.
15 Te eo a lakeaz mammennou ha gwaziou da lampad,
Te pehini a lekeaz en sec’h ar gwaziou divankuz.
16 D’id-Te eo an deiz, D’id-Te ive eo an noz ;
Krouet Hec’h euz ar sklerijen hag an heol.
17 Te eo an hini Hen deuz lekeat holl harzou an douar ;
An hanv hag ar goanv, Te eo Hen deuz ho groet.
18 Az pez sonj penaoz an enebour a zismegans, o Aotrou !
Penaoz eur bobl diskiant a zisprij da hano
19 Na lez ket gant al loened buez da durzunel ;
N’ankouez ket evit atao tropel da re ezomek.
20 Sell euz da gonvenans ;
Rag al lec’hiou tefal euz an douar a zo leun euz toullou a violans.
21 Ra na zistroo ket an ezomek mezek ;
Ra veulo an ezomek hag ar paour da hano !
22 Sav-Te, o Doue, difen da c’hir !
Az pez sonch euz an dismeganz a zo groet bemdez d’id gant an diskiant.
23 Na ankouez ket kriadennou da enebourien,
An drouz bepred o kreski euz ar re en em sav en da enep !


ZALM LXXV.


1 D’ar mestr-kaner. Al-Thasheth. Zalm. Kanaouen Asaf.
2 NI az meulo, o Doue, ni az meulo,
Ha da hano a zo tost deomp ;
Diskleria a rer da vurzudou.
3 En amzer merket ganen,
He varnin gant eeünder.
4 An douar a greno gant he holl dud :
Me em euz starteet he feuliou Selah.
5 Lavaret em euz d’ar re ourgouilluz :
Na ri ket an ourgouilluz ;
Ha d’ar re drouk : Na zavit ket ho korn ;
6 Na zavit ket ho korn d’an nec’h ;
Na reudet ket ho kouzouk evit komz gant rogouni !
7 Rag n’eo ket euz ar savheol, nag euz ar c’husheol,
Nag euz an distro eo he teu ar savidigez ;
8 Rag Doue eo a varn ;
Izellaat a ra unan hag he sav egile.
9 Rag beza he zo en dorn an Aotrou eur c’halei en pehini he verv ar gwin ;
Leun eo a win merket, hag he tisken outhan ;
A-dra-zur holl re drouk an douar a evo al li anezhan

505