Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/514

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 76, 77.

10 Ha me, me hen disklerio da viken ;
Me a gano da Zoue Jakob.
11 Me a dorfe holl nerzou ar re drouk ;
Mes nerzou ar gwirion a vezo savet.


ZALM LXXVI.


1 D’ar mestr-kaner. Zalm Asaf ; kanaouen gant benviou kerden.
2 DOUE a zo anavezet en Juda,
He hano a zo bras en Israel.
3 He dabernakl a zo en Salem,
Hag he choumaj en Sion.
4 Eno eo Hen deuz bruzunet foeltrou ar gwarek,
An diren, ar c’hleze hag ar gann. Selah.
5 Lugernuz out ha manifik,
Muoc’h evit meneziou al laeron.
6 Diwisket int bet, an dud a galoun grenv ; kousket ho deuz ho c’housk,
Hag an holl dud nerzuz se n’ho deuz ken kavet ho daouarn.
7 D’az kourdrouz, o Doue Jakob,
Kirri ha kezeg a zo bet skoet a spount.
8 Te a zo euzuz, Te !
Ha piou a hell herzel dirazout, adaleg ma en em diskouez da goler ?
9 Pa rez klevet da varnedigezou euz an env,
An douar a zo spouronnet hag en em dalc’h zioul ;
10 Pa en em zavez, o Doue, evit barna,
Evit delivra holl re ezomek an douar. Selah.
11 A-dra-zur, fulor an den a dro d’az meulodi,
Pa en em wiskez euz da fulor.
12 Gra gwestlou, kitezet anezhei d’an Aotrou ho Toue ;
Ra zigaso ar re holl a zo endro dezhan profou d’ar Spontuz.
13 Diskar a ra ar brinsed ourgouilluz ;
Euzuz eo da rouane an douar.


ZALM LXXVII.


1 D’ar mestr-kaner, euz ar Jeduthunited. Zalm Asaf.
2 VA mouez en em sav da Zoue, hag he krian ;
Va mouez a sav da Zoue, hag He selaouo ac’hanoun.
3 En deiz euz va zristidigez, em euz klasket an Aotrou ;
En noz, va dorn a oa astennet entrezeg ennhan ha na skwize ket ;
Va ine na felle ket dezhan beza dic’hlac’haret.
4 Sonj em bije euz Doue, hag he c’huanaden ;
Sonjal a reen, ha va spered a oa dinerz. Selah.
5 Kendalc’het ez poa va daoulagad er beilladennou ;
Trubuliet he oan, ha na hellan ket komz.
6 Sonjal a reen en deiziou gwech all,
Er bloaziou euz an amzer dremenet.
7 Sonj em boa euz va meulodiou noz ;
Ha sonjal a reen em c’haloun,
Ha va spered a evesae.
8 An Aotrou ha teurel a raio kwit evit biken,
Ha na vezo Hen ken madelezuz ?
9 He vadelez ha paouezet he deuz evit atao ?
He c’hir ha kemeret hen deuz achu beteg an holl oadou ?
10 Doue hag ankouezet Hen deuz kaout truez ?
Ha beza Hen deuz en he goler zerret he drugarezou ?
11 Hag em euz lavaret : Setu aze ar pez a ra va foan :
Tu deou an Huel-Meurbed hen deuz chanjet.
12 Sonj em bezo euz burzudou an Aotrou,
O kaout sonj euz he vurzudou a wech all ;
13 Sonjal a rin en da holl oeuvrou,
Hag ec’h evesain da labouriou.
14 Doue, da henchou a zo zantel !
Pehini eo an Doue all a zo bras evel Doue ?
15 Te eo an Doue a ra burzudou ;
Roet Hec’h euz da anaout da nerz entouez ar boblou.
16 Gant da vrec’h He tasprenez da bobl,
Bugale Jakob ha re Josef. Selah.
17 An doureier a welaz ac’hanout, o Doue !
An doureier a welaz ac’hanout ; krena a rejont ;
An dounderiou a spountaz.
18 Ar goabrennou en em skuliaz en doureier ;
Ar c’houmoul a gwezaz ;
Ar mirou ive a nijaz ama hag ahont.
19 Da guruno a grozaz er c’hemesk ;
Al luc’hed a skeudaz var ar bed ;
An douar a spountaz hag a grenaz.
20 Groet Hec’h euz da hent er mor,
Da wenojennou er doureier bras ;
Ha da roujou n’int ket bet anavezet.

506