Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/512

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 73.

Pedi a refer hep paouez evithan
Hag he venniga a refer bemdez.
16 Ar gwiniz a founo er vro, var grec’h ar meneziou ;
He freuz a raio trouz evel al Liban ;
Ar bobl a fleurio er c’heariou evel ieoten an douar.
17 He hano a choumo da viken ;
He hano en em skulio en keit ha ma lugerno an heol ;
Galvet he vezo he hano evit benniga ;
An holl boblou hen lavaro euruz.
18 Benniget ra vezo an Aotrou Doue, Doue Israel,
Pehini hepken a ra traou burzuduz !
19 Benniget ra vezo da viken he hano gloriuz,
Ha ma vezo an douar holl leuniet euz he c’hloar !
Amen, amen !
Achu pedennou David, mab Isai.


TREDE LEVR.


ZALM LXXIII.


1 Zalm Asaf.

IA, Doue a zo mad evit Israel,
Evit ar re ho deuz ar galoun bur.
2 Evidoun me, an troad kazi a zo manket d’in,
Ha nebeut a zo manket ma hen dije va zroad risklet ;
3 Mar em bije anviet ar re diskiant,
O welet prosperite ar re drouk.
4 Rag n’int ket ereet bete ho mare,
Hag ho nerz a zo en he leunder.
5 Pa ve ar re varvuz en poan, int na vent ket ;
N’int ket skoet gant an dud.
6 Dre an ourgouil a ra an dro dezhei evel eur c’hollier,
Ar violans ho golo evel eur gwiskamant.
7 Ho daoulagad a zo c’hwezet gant al lard ;
Gwelet a rer c’hoantou ho c’haloun.
8 Gwaperien int, hag he komzont gant drougiez a waskerez ;
Komz a reont gant huelder.
9 Kas a reont ho genou beteg an env,
Hag ho zeod a red an douar.
10 Dre ze he bobl a zistro da gement ma,
Pa ve roet dezhei da eva dour c’hwero gant founuzder,
11 Hag he leveront : Penaoz He welfe Doue ?
Ha penaoz Hen defe anaoudegez an Huel-Meurbed ?
12 Setu ama, ar re ze a zo drouk,
Hag, atao euruz, dastum a reont pinvidigezou.
13 A-dra-zur en v^nn eo em euz neteet va c’haloun,
Hag em euz gwalc’het va daouarn en dinamded.
14 Rag skoet oun bemdez,
Ha va c’hastiz a zistro bep beure.
15 Mar em euz lavaret : Me a gomzo evelhen ;
Setu, he oan disleal da ras da vugale.
16 Sonjet eta em euz evit kompren an traou ze,
Ha kement se a zo zeblantet gwal diez d’in ;
17 Beteg beza eet en santuariou Doue,
Em befe lakaet evez da fin an dud ze.
Rag lakaat a rez anezhei en lec’hiou riskluz ;
Ha lakaat a rez anezhei da gweza er pouliou.
19 Evel ma int distrujet en eun taol !
Savet ha kuzumet dre eun distruj buhan !
20 Evel eun huvre pa zifuner,
Evel se, Aotrou, pa zihunez He lekeez en disprij ho skeuden ven.
21 Pa c’hlac’hare evel se va c’haloun,
Ha pa en em drubulien va unan,
22 Neuze he oan zodet hag hep anaoudegez ;
Beza he oan dirazout evel al loened.
23 Mes me, me a vezo atao ganez ;
Va c’hemeret Hec’h euz dre an dorn deou.
24 Ma ren a ri dre da guzul,
Goude em digemeri en da c’hloar.
25 Piou all nemert out em euz en env ?
Na gemeran plijadur var an douar nemert ennout.
26 Va c’hig ha va c’haloun a zinerz ;
Mes Doue eo ar roc’h euz va c’haloun ha va fartach da viken.
27 Rag setu : ar re pere a bella ouzin a varvo.
Lemel a ri kwit ar re holl a droio ho c’hein d’in.
28 Mes me, taostat euz Doue eo va mad ;
Lakeet em euz va skoazel en Aotrou, an Aotrou,
Abalamour da ziskleria da holl oeuvrou

504