Te eo an hini am zennaz a gof va mam ;
Te eo va meulodi en pep amzer.
7 Bet oun evel eur burzud dirag daoulagad kalz ;
Mes Te, Te eo va boden huel.
8 Ra vezo va genou leun euz da veulodi
Hag euz da c’hloar bemdez !
9 N’am zaol ket kwit en amzer ar gozni ;
Pa ez a va nerz kwit, n’am dilez ket.
10 Rag va enebourien a gomz ac’hanoun ;
Ar re a iet va ine a zalc’h kuzul asamblez,
11 O lavarout : Doue Hen deuz hen dilezet ;
Redet anezhan hag he dapet, rag n’euz den hag hen delivrfe.
12 O Doue ! na bella ket ouzin ;
Va Doue, red d’am zikour !
13 Ra vezo enebourien va ine goloet a zismegans hag a vez ;
Ra vezo mezek ar re a fell dezhei va c’holl, ha ra varvfont !
14 Mes me, esperout a rin atao,
Hag he veulin ac’hanout euz a vui en mui.
15 Va genou a zisklerio bemdez da reizder ha da zelivransou ;
Rag ne anavezan ket an niver anezhei.
16 Mont a rin en eur veuli da oeuvrou bras, Aotrou, Aotrou ;
Meuli a rin da reizder hepken.
17 O Doue ! va c’helennet Hec’h euz adaleg va iaouankiz,
Ha beteg ama, em euz diskleriet da vurzudou.
18 Ha bete zoken ar gozni, beteg ar gozni wen, o Doue, n’am dilez ket,
Ken am bezo diskleriet nerz da vrec’h d’ar rumach ma,
Da c’halloud d’ar re holl a c’hano,
19 Ha da wirione, o Doue, pehini a zo zavet huel.
Ober a rez traou bras.
O Doue ! piou a zo henvel ouzit ?
20 Te pehini Hec’h euz groet d’in gwelet meur a dristidigez ha meur a boan,
Distro da rei ar vuez d’in,
Ha piou am lakaio da biniat er meaz a zounderiou an douar.
21 Kreski a ri va braster,
Hag em dic’hlac’hari c’hoaz.
22 Evel se me a veulo ac’hanout var ar benvek a luth,
Evit da fealded, o ma Doue !
Da veulin a rin var an delen,
O Sant a Israel !
23 Va muzellou, ha va ine pehini Hec’h euz dasprenet,
A gano a joa, pa veulin ac’hanout.
24 Va zeod ive bemdez a adlavaro da reizder ;
Rag ar re a glask va gwal a vezo mezek hag a ruiou.
1 Euz Salomon.
O DOUE, ro da varnedigezou d’ar roue,
Ha da reizder da vab ar roue !
2 Ra varno da bobl gant reizder,
Ha da re ezomek gant eeünder.
3 Ar meneziou hag an tosennou a roio ar brosperite d’ar bobl,
Dre an ober euz da reizder.
4 Ober a raio eeünder d’ar re ezomek euz ar bobl,
Savetaat a raio bugale ar paour,
Hag he vruzuno ar gwasker.
5 Da zouja a refer en keit ha ma pado an heol
Hag al loar, en holl oadou.
6 Beza he vezo evel ar glao o kweza var ar ragaïn,
Evel eur glao munut o toura an douar.
7 En deiziou ze he vleuio an den reiz,
Hag he vezo eur founuzder a beoc’h, bete ma ne vezo ken a loar.
8 Ren a raio euz a eur mor d’egile,
Hag adaleg ar rivier bete pennou an douar,
9 Tud an distro en em blego dirazhan,
Hag he enebourien a lipo ar boultren.
10 Rouane Tarsis hag an enezennou a ginnigo dezhan profou ;
Rouane Sheba ha Seba a zigaso dezhan profou ;
11 An holl rouane en em stouo dirazhan ;
An holl boblou he zervicho.
12 Rag delivra a raio ar paour pehini a gri,
Hag an ezomek pehini a zo hep zikour.
13 Truez hen devezo euz an ezomek hag euz ar paour ;
Savetaat a raio ineou ar re drouk-euruz.
14 Daspren a raio ho ine euz ar waskerez hag euz ar violans,
Hag ho goad a vezo prisiuz dirag he zaoulagad.
15 Beva a raio hag he vezo roet aour dezhan a Sheba ;