Ha ma na zerro ket ar poull he c’heno varnoun !
17 Aotrou, respount d’in, rag da faver a zo mad ;
Hervez ar vraster euz da drugarezou, distro entrezeg ennoun !
18 Ha na guz ket da fas euz da zervicher,
Rag en dristidigez oun ; hast, respount d’in !
19 Taostaa euz va ine, daspren anezhan ;
Abalamour d’am enebourien, delivr ac’hanoun !
20 Te, a anavez va dismegans, ha va mez, ha va mezegez ;
Va holl enebourien a zo dirag da zaoulagad.
21 An dismeganz hen deuz rannet va c’haloun, ha me a zo en langis ;
Esperet em euz trugarez, mes n’hen deuz ket ;
Dic’hlac’harerien, mes ne gavan ket.
22 Lakaat a reont mestl em boued,
Hag em evach he lekeont gwinegr.
23 Ra zeuo ho zaol da veza eur pech dirazhei,
Hag eur roued en ho zurded
24 Ra devalao ho daoulagad evit na welfont ken ;
Ha laka ho c’hroazellou da grena dalc’hmad !
25 Skul varnezhei da fulor,
Ha ra zeui tân da goler d’ho zapout !
26 Ra vezo ho choumach hep den,
Ha ra na choumo den en ho zantennou !
27 Rag trubulia a reont an hini ec’h euz skoet,
Hag he tiskleriont glac’har ar re ec’h euz gouliet.
28 Laka drougiez d’ho drougiezou,
Ha ma n’ho devezo lod ebet en da reizder.
29 Ra vefont lamet euz al levr a vue,
Ha ma na vefont ket skrivet gant ar re wirion.
30 Evidoun me, me a zo glac’haret hag er boan ;
Da zelivrans, o Doue, am laka en eur voden huel !
31 Me a veulo hano Doue dre gantikou ;
Me Hen manifio dre veulodiou.
32 Ha kement se a blijo gwelloc’h d’an Aotrou evit eur c’holle,
Evit eul loe o kaout kerniel hag an ivin rannet.
33 Ar re izel hen gwelo hag en em laouenao ;
Ho kaloun a adbevo, c’hwi pere a glask Doue.
34 Rag an Aotrou a zelaou ar re ezomek,
Ha na zisprij ket he esklaved.
35 Ra veulo an envou hag an douar anezhan,
Ar moriou ha kement a finv ennhei !
36 Rag Doue a zavetao Sion hag a zavo keariou Juda ;
Choum a refer ennhi, he ferc’henni a refer.
37 Ras he zervicherien ho devezo anezhi evit heritach ;
Ar re a gar he hano, o devezo ho choumaj.
1 D’ar mestr-kaner. Zalm David ; da zervichout da envor.
2 O DOUE, hast va delivra ;
Aotrou, diret d’am zikour !
Ra vefont mezek ha ma ruifont,
Ar re a glask va buez ;
Ma ez efont var adre ha ma vefont mezek,
Ar re a fell dezhei va c’holl
4 Ma ez efont var adre, abalamour d’ho mez,
Ar re a lavar : Ah ! ah !
5 Ra drido, ha ra en em laouenao, ar re holl a glask ac’hanout,
Hag ar re a gar da zelivrans ra lavarfont da viken :
Ra vezo Doue meulet !
6 Evidoun me, me a zo glac’haret hag ezomek :
O Doue, hast dont d’am c’haout !
Te eo va zikour ha va liberatour ;
Aotrou, na zale ket !
1 AOTROU, en em dennet oun d’az kaout ;
Ra na vezin ket mezek !
2 Delivr ac’hanoun dre da reizder ha ma laka da dec’hel ;
Pleg da skouarn entrezeg ennoun ha saveta ac’hanoun !
3 Bez evidoun eur roc’h a voden, el lec’h ma hellin atao en em denn ;
Urzet ec’h euz ma vefen zalvet ;
Rag Te eo va roc’h ha va nerz.
4 Va Doue, delivr ac’hanoun euz dorn an den fall,
Euz dorn an den drouk hag ar gwasker.
5 Rag Te eo va esperans, Aotrou, Aotrou,
Va fizianz adaleg va iaouankiz.
6 En em harpet oun varnout adaleg va ganedigez